Devri

broc'h .2

broc'h .2

m. –ed

I. (zoologie)

(1) Blaireau.

(1499) Ca 27b. Broch. g. tesson vne beste sauuaige. ●g. boudouaut. b. broch. ●(1633) Nom 33b. Meles, tassus, vel taxus : taison, grisart : vn louçc, broch.

(1659) SCger 115a. taisson, tr. «broc'h.» ●134a. broc'h, tr. «tesson.» ●(1732) GReg 98b. Bléreau, petit animal puant, tr. «Broc'h. p. broc'hed. Van[netois] broh. p. brohed» ●(1738) GGreg 17. ur broc'h, tr. «un blaireau.» ●(1744) L'Arm 32a. Bléreau, tr. «Broh.. hétt. m.»

(1889) ISV 358. eur vanden broc'het.

(1904) DBFV 33a. broh, m. pl. ed, tr. «blaireau.» ●(1925) SFKH 17. Jiboésat er gadon, er broh er heveleg. ●(1929) FHAB Ebrel 131. ar broc'hed a rede dre e goadou. ●(1983) PABE 44. (Berrien) brohed, tr. «(des) blaireaux.»

(2) Broc'h douar : blaireau.

(1919) DBFVsup 11a. broh doar, m., tr. «blaireau.»

II. Sac'h-broc'h : havresac.

(1955) VBRU 49. bugale ar skol (...) war o chouk ar sac'h-broc'h ma klenkent ennañ o levrioù.

III.

(1) Gleb evel ur broc'h : être très humide.

(1803) (Brestad 17) MM 380. Quer glep, jadorgoae ac er broc'h, tr. G. Esnault «aussi mouillé, jadorguié, qu'un blaireau.»

(2) Kousket evel ur broc'h (en e doull) : très bien dormir.

(1898) (T-Trevereg) MELu IX 281. Kousket vel eur broc'h, tr. E. Ernault «Dormir comme un blaireau.»

(1912) T. G. FHAB Ebrel 118. Ar venec'h (...) a c'hourvezas en disheol (...) hag a en em roas da gousket evel broc'hed. ●(1935) (T) *Paotr Juluen ANTO 27-28. Eno daoust d'ar mor o trouzal hag an avel a-ziwar Lokireg o c'houeza war an tornaod, e kousken evel eur broc'h. ●41. Eur veaj hir ha drastus d'ar c'horf a laka an den da gousket evel eur broc'h, daoust ma ne vez ket war ar plu. ●(1938) *Erwanig SAV 11/6. Chimik a gouskas evel eur broc'h. ●(1943) (T) *Jarl Priel SAV 26/69. Me a bledo ganti pa vo kousket evel eur broc'h. ●(1955) (K) Y. ar Gow STBJ 127. Goude beza lavaret eur bedennig verr, e lammis em gwele hag ec'h en em rois da gousket mik, evel eur broc'h en e doull. ●151. Hogen ne zaleis ket d'en em voaza ouz hor gwele hag, evel eur broc'h en e doull, e kousken ennañ dibreder etre diou c'holc'hedad pell. ●(1970) (T) E. ar Barzhig BHAF 170. Digor-frank an nor, em eus kousket evel eur broh, daoust d'ar vatarasenn beza kalet, tud paour ! ●(1978) (T-Plougouskant) PBPP 2.1/86. Kousket evel ur broc'h, tr. J. le Du «dormir comme un loir /comme un blaireau/»

(3) (Roc'hal, diroc'hal) evel ur broc'h : très bien dormir.

(1930) (L) Y.-V. Perrot FHAB Here 371. An Aotrou eno a roc'h evel eur broc'h. (1934) FHAB Eost 340. Te a roc'h, evel eur broc'h, ha ne gleves netra. ●(1950) (T) *Jarl Priel LLMM 19/31. Ha diroc'hal a rin evel ur broc'h. ●(1962) (T) E. ar Barzhig BRUD 16/5. 'N em lakâd a reas da zirohal evel eur broc'h. ●(1970) (T) E. ar Barzhig BHAF 159. Ne oa ket Soazig koulskoude, peogwir e tirohe evel eur broh.

(4) Flaerius evel ur broc'h : extrêmement puant. Cf. flaerius evel ur pudask.

(1732 GReg 98b. Il est puant comme un bléreau. tr. G. Rostrenenn «Flærya a ra evel ur broc'h. qer flearyus eo evel ur broc'h, ou, hac ul lous.»

(1965) P.-J. Helias BRUD 20/42. Eul louarn divergont, eur bleiz skilfet, ken flêriuz hag eur broh.

(5) (C'hwezhañ) evel ul louz : être très essouflé, être asthmatique.

(1924) (T) F. al Lay BILZ 78. Pounner e oa ar barner, bec'h d'ean, en eur c'houeza evel eul louz, en em zevel war an dipr. ●(1962) (T) TDBP Ia 37. Hennez a oa berr warnañ 'vel eul louz, tr. J. Gros «il était essouflé (ou : asthmatique) comme un blaireau.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...