Devri

danvez

danvez

m. –ioù

I.

A.

(1) Matière qui compose qqc.

(1499) Ca 54b. Dannes vide in materi.

(1659) SCger 77b. matiere, tr. «danvez.» ●(1904) DBFV 40b. dañné, m. collectif sans plur[iel], tr. «matière, matériau.» ●(1907) FHAB Here 228. Piou 'c'hoar e red ar stered gant kement a fouerez hag an heol, hag ho deus eveldhan hadet euz ho danvez du-man du-hont en oabl ? ●(1908) FHAB Ebrel 109. Guir eo, an danvez a zeu er c'horf a gemer aoz an hini a dec'h kuit. ●(1909) FHAB Ebrel 99. Ar c'horf a varv, pa vez distrollet an danvez a zo ouz he ober. ●(1911) BUAZperrot 814. en eur pod pri, bresk an danvez anezan. ●(1927) GERI.Ern 89. danve(z) (pl. iou), V[annetais] dañné m., tr. «Matière.»

(2) Matière, sujet (à étudier).

(1922) FHAB Genver 4. Displegadenn e 5 pajen d'an hirra war unan pe unan eus an daou zanvez-man. ●(1927) GERI.Ern 89. danve(z) (pl. iou), V[annetais] dañné m., tr. «sujet, motif, élémént (d'une étude).»

(3) Matériaux.

(1557) B I 246. pa on eux ehaffn (variante : ehafn) a danfuez, tr. «puisque nous avons assez de matériaux».

(1927) GERI.Ern 89. danve(z) (pl. iou), V[annetais] dañné m., tr. «matériaux.»

(4) Ce qui va servir à.

(1866) FHB 70/146a. lod danvez to.

(1964) BRUD 21/50. Arboell ma danvez tan.

(5) Tissu, étoffe.

(1650) Nlou 9. ne doa danuez treziaou, tr. «il n'y avait pas de langes.»

(1888) SBI II 104. manet 'zo danvez, tr. «il est resté de l'étoffe.»

(1904) DBFV 40b. dañné, m. collectif sans plur[iel], tr. «étoffe.» ●(1907) AVKA 310. deus ar memez danvez ha kuit a wri. ●(1927) GERI.Ern 89. danve(z) (pl. iou), V[annetais] dañné m. tr. «étoffe.» ●(1969) BAHE 60/28. un doare danvez bougasin.

(6) Bezañ danvez ur sell en udb. : valoir le coup d'œil (en plt de qqn, qqc.).

(1927) FHAB Genver 12. He aoter onyx a zo danvez eur zell enni. ●(1929) FHAB Genver 21. da zellout ouz eur plac'h yaouank, a oa danvez eur zell enni. ●(1935) FHAB Ebrel 162. 'Vit kaout eur plac'h danvez eur zell. (1942) FHAB Du/Kerzu 214. Tremenomp buan ebiou an dud-se ; didalvez int ha n'eus ket a zanvez eur zell enno.

(7) Aptitudes, disposistions (de qqn).

(1911) BUAZperrot 167. N'eo ket henvel ar vugale dre c'hinivelez. Gwelloc'h danvez a zo en eil eget en egile. ●(1927) GERI.Ern 89. danve(z) (pl. iou), V[annetais] dañné, tr. «fond, aptitudes, dispostions naturelles.»

(8) De quoi.

(1857) CBF 70. Danvez ped torz a vezo ? tr. «Matière à combien de tourtes y aura-t-il ?»

(1904) DBFV 40b. dañné remèdeu, tr. «de qui faire des remèdes.»

B.

(1) Homme compétent, as.

(1947) YNVL 122. Bez' oc'h un danvez, eontr Kersaho ! Dont a rafec'h a-benn da zoñvañ ur c'hi bouldok gant ho teod. ●(1952) LLMM 32-33/71. Un danvez e oa va zad-kozh-me.

(2 ) De possible(s), de futur(es).

(1908) FHAB Eost 238. danvez plac'hed evit al laeziou. ●(1911) BUAZperrot 167. E peb krouadur (…) ez eus danvez eun diaoul ha danvez eur zant. ●(1927) GERI.Ern 89. danvez roue, tr. «héritier présomptif de la couronne.»

II. (en plt d'argent, de biens)

(1) Biens, richesses, fortune.

(1856) GRD 208. Mar e hoès danné pe cargueu inourabl. ●(1867) MGK 29. En em laza rea revit dastum danvez : / Pa vezont dastumet, gant-ho e vez mui a-boan / Eget na vez hep d'ho. ●(1872) ROU 81b. Il a dissipé son bien, tr. «e zanvez a zo eat a ziz-a-zil. ●(1877) EKG I 211. en eur lakaat ho buez hag ho danvez e riskl evithan.

(1904) DBFV 40b. dañné, m. collectif sans plur[iel], tr. «fortune, trésor.» ●dañné bras, tr. «de grands biens.» ●dañnéigeu, pl., tr. «quelques petits biens, une petite fortune.» ●(1907) PERS 216. ni a c'hell kreski bemdez hon danvez. ●(1911) BUAZperrot 801. Daoust d'an danvez bras en devoa. ●(1927) GERI.Ern 89. danve(z) (pl. iou), V[annetais] dañné col., tr. «moyens, bien, fortune.» ●(1931) FHAB Ebrel 135. E atapi ous an aour hag an danvez a oa divent.

(2007) GOEMOn 58a. Er mor ez eus danvez tr. « Dans la mer il y a la richesse ».

►[empl. avec valeur de plur.]

(1856) GRD 108. en danné n'en dint quet eit coutantein mab-dén. ●(1856) VNA 164. Notre père avait cependant du bien ; qu'en a-t-il donc fait ? tr. «Hun tad en doé neoah danné ; petra en dès-ean groeit a nehai ?» ●(1864) SMM 78. Danvez ar bed ne dint netra. ●(1875) MAEV 166. hep m'o divije e zanvez koustet gwall ger d'ezan. ●(18--) SAQ II 63. He zanvez ne oant ket padet pell. ●328. Danvez zo mad pa zeont gant karantez, pa rear anezho implij mad, pa roer lod d'ar paour... Danvez a zo fall pa zaonont hon Ene.

(1911) BUAZperrot 77. kalz danvez da zont d'ezi. ●(1928) FHAB Gouere 278. ne c'helle ket mui niveri e zanvez.

►[empl. avec art. ind.] Un danvez : une fortune.

(17--) TE 38. Doué en dès reit d'em mæstr un danné-bras.

(1927) SAPF 16. E dad eo en deus lezet d'ezan, war e lerc'h, eun danvez ha n'o deus ket o far.

(2) Den a zanvez : homme fortuné.

(1869) FHB 215/41a. tud a zanvez ha tud paour. ●(1879) GDI 15. ur voès a noblanç hag a zanné bras. ●(18--) SAQ I 168. tud er c'hargou, en enoriou, tud a zanvez.

(1911) BUAZperrot 96. e renk an dud a lorc'h hag a zanvez. ●101. E dud a ioa tud a zanvez.

(3) Bezañ berr dre e zanvez : ne posséder qu'une petite fortune.

(1911) BUAZperrot 121. E dud, uhel dre o hano ha berr dre o danvez.

(4) Bevañ diouzh e zanvez : vivre de ses rentes.

(1911) BUAZperrot 450. a oa en em dennet e Bourdel da veva diouz e zanvez. ●(1956) BLBR 90/12. E intañvez, Jef Siboud, a filas an atant hag a yeas da veva diouz he danvez da gichen Plouzane.

(5) (droit) Kouezhañ e danvez ub. : faire partie des biens de qqn en héritage.

(1924) BILZbubr 37/808. ha dre-ze, e di a zo kroueet (lire :koueet) en hon danve.

(6) (droit) Kaout e zanvez en arc’hant : soulte.

(1942) SAV 23/65. E zanvez en devoa bet en arc’hant (soulte) hag an tiegez a oa bet roet d’ar breur p’o devoa graet o zud o dilez (donation-partage) kalz vad (plus-value) a oa deuet en douar abaoe ar mare-se.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...