Devri

distankañ

distankañ

v.

I. V. tr. d.

A.

(1) Déboucher.

(1659) SCger 40a. deboucher, tr. «distanca.» ●(1732) GReg 247a. Deboucher, ôter ce qui bouche, tr. «Distancqa. pr. distancqet

(1876) TDE.BF 149a. Distañka, v. a., tr. «Déboucher, parlant d'un canal, d'un conduit, etc.»

(1906) HIVL 155. ean e zistank er vouteil. ●(1921) PGAZ 92. evit distanka ar feunteun. ●(1933) EVGB 8. distanka ar fozier.

(3) Décharger.

(1866) LZBt Ebrel 102. Eno e tistankaz he c'hounar war ar gristenien.

(4) (médecine) Faire diminuer (la toux).

(1933) OALD 45/214. distanka rea ar paz ha rei a rea eur vouez sklear d'an dud a eve dour diwarni.

(2) (agriculture) Distankañ ar gontell : nettoyer le coutre.

(1985) AMRZ 288. beza oh heul an alar evid distanka ar gontell pe karz-prennad.

B. absol.

(1) Déconstiper.

(1922) FHAB Eost 248. Ne rai droug ebet d'eoc'h !... Da zistanka eo, Aotrou, da zistanka eo !...

(2) Défaire une clotûre.

(18--) SAQ I 352-353. o kloza he bark, o stanka var he dro, o tic'hroza, o tistanka, o tilouzaoui an douar.

(1962) EGRH I 64. distankañ v., tr. « défaire une clotûre. »

II. [empl. devant un v. amené par la prép. «da»] Éclater (de rire, en sanglots).

(1909) BLYA 120. Ar bobl (…) / A zistank da ouela. ●(1918) LZBt Gouere 27. Lac'het ma lamp ganin, e tistankas da vouelan kena [ar pôtr bihan]. ●(1924) LZBt Mezheven 3. Ha hi da zistankan da vouelan. ●(1931) VALL 209b. se désopiler la rate, tr. «distanka da c'hoarzin.» ●(1982) PBLS 622. (Sant-Servez-Kallag) distankañ da c'hoarzin, tr. «éclater de rire.»

III. V. intr.

(1) Se déboucher.

(1889) ISV 100. e voa he c'houzoug en eun doare na dremenje biken bruzunen vouet dreizhi nemet dont a raje da zistanca.

(2) Déborder.

(1907) AVKA 88. deuet ar glao da gouea, an doureier da distanka, an aveliou da c'hwista.

(3) Distankañ war : laisser libre cours à.

(1926) FHAB Ebrel 127. distanka war ar frankiziou ha trei ar frankiziou-ze e lezennou.

IV. Distankañ e zivskouarn da ub. : déboucher les oreilles à qqn.

(1928) TAPO 10. Petra ? red e vo d’in kemeret baz ar yod da zistanka ho skouarn d’eoc’h, gravazok ?

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...