Devri

disteraat

disteraat

v.

I. V. intr.

A.

(1) Dépérir.

(1659) SCger 39a. deperir, tr. «disteraat.» ●144b. disteraat, tr. «deperir.» ●(c.1718) CHal.ms i. Voila un arbre qui deperit, tr. «chetu ur c'huen a zistera

(1876) TDE.BF 149b. Disteraat, v. n., tr. «Dépérir, s'altérer, se détériorer.»

(1904) DBFV 61a. distérat, v. n., tr. «dépérir, s'affaiblir.»

(2) Déchoir.

(1872) ROU 106a. Déchoir, tr. «disteraat

B. Mont war zisteraat.

(1) Faiblir.

(1825) COSp 153. El-cé pebèl ma avance un dein ér santeleah, é tistéra ol er boén e uélai én hi, hac é cresq ur certæn doustér dré behani é ta Doué de zigrïein en huerhuonni ag er vuhé-man. ●(1867) LZBt Gouere 334. ha war disteraat bemde e ie he iec'hed.

(1908) FHAB Ebrel 128. ar brezonek, betek ar bloavesiou diveza-man, war zisterât. ●(1924) FHAB Ebrel 126. êt ar feiz war zisterât. ●(1928) BREI 60/1d. Ar benveg-se (...) war disteraat bemde ec'h a.

(2) Perdre de l'importance.

(1924) FHAB C'hwevrer 55. Gwechall e veze foar bep bloaz e Kersantjili, met war zisterât e oa êt kement ma voe taolet d'an traon er bloaz 1839.

(3) Se déprécier.

(1910) BOBL 02 avril 275/2e. ar frouez a ielo war zisterat, beteg ma kouezint da netra.

II. V. tr. d.

(1) Amoindrir.

(1866) LZBt Ebrel 126. disteraat ho trugare e kenver Doue evit ar bennozo a skuil war hoc'h Eskopti.

(2) Avilir.

(1862) JKS 210. ken euruz o veza disprizet ha distereet.

(3) Déprécier.

(1910) BOBL 16 avril 277/2e. Gouezit ez eus daou seurt plant : eur re a zistera, a zizec'h an douar hag eur re all a wella anezhan en eur skarza pe mouga al loustoni a zo o klask diwana.

III. V. pron. réfl. En em zisteraat : se rabaisser.

(1856) GRD 317. mar chongeamb en en dès hum zistérreit dré er péhed. ●(1868) FHB 193/296b. Er Chin (…) an hini a receo ar meuleudiou hag ar fougerez-ze a dle en em zisteraat hag en em izelaat muia ma c'hallo.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...