Devri

Doue

Doue

m. & interj. –ed, –où

I. M.

(1) Dieu.

(1371) Gwengampiz f° 12v°. Beneguet Hamelet de vezo doe glosé benedicatur et laudetur Deus tr. « Que Dieu soit béni et loué » ●(14--) Steph f° 16 v°. Benoez doe apedaff : oar eneff brezre stephan, tr. « La bénédiction de Dieu j’implore sur l’âme du frère Stephan » ●(1499) Ca 68a. Doe ann effou holl galloedus. g. dieu des cieulx tout puissant. ●68b. Doe daz saluo. g. dieu te salut. ●Doe ann doar. g. le dieu de terre. ●Doe an iffern. g. pluto le dieu denffer. ●Doe an porzou. g. le dieu des portes. ●Doeou priuet. g. dieux priuez. ●Doe an guin. g. le dieu du vin. ●Doe an vell. g. dieu de la bataille. ●Doe an vugale. g. dieu des pasteurs. ●Doe an mor. g. dieu de la mer. ●(1576) Cath p. 8. doue an oll doueou, tr. «le Dieu de tous les dieux.»

(17--) TE 48. Rachel (…) hac e laq Douéèt hé zad idan hé zreid.

(1856) VNA 183. le vin est mon Dieu, tr. «er gùin e zou men Doué

(1902) LZBg Genver 18. en ol douéed aral. ●(1906) BOBL 02 juin 89/3a. Bit eneb d'ar Publik a zou bit eneb Dou, bit gant ar Publik a zo bit gat Dou ! ●(1924) LZBt Meurzh 26. Doueou ha doueezed ar Chin.

(2) An Aotrou Doue : le Bon Dieu.

(1576) Cath p. 21. mignones an autrou doue, tr. «amie du seigneur Dieu.» ●(1612) Cnf 79a. em eus quemeret feizyancc bras en Autrou Doué.

(c.1680) NG 567-568. Euit degas memoir dim / Ac en Autru Doué.

(1862) JKS 252. ho pezet sonj atao euz ann Aotrou Doue. ●(1869) FHB 241/251b. e ti an Aotrou Doue.

(3) An Doue den : Dieu fait homme.

(1906) KANngalon Here 232. Jezuz-Krist, an Doue-Den.

(4) Aelig-Doue : bébé.

(1868) KTB.ms 15 p 268. un êlig Doue dare da c'henel.

(5) Aelig-Doue : Papillon.

(1955) STBJ 146. A bep tu e skournije êledigou-Doue.

II.

(1) Interj. (Va) Doue ! Mon Dieu !

(1925) BRUD n° 11, 12, 14, 15, en 1963 par Emgleo Breiz, Brest, graphie et pagination différentes de l’édition de 1925, puis en 2003 une édition bilingue par Skol Vreizh préparée par Bernard Cabon)">BILZ 176. O Doue ! Hag o gwrage ? Hag o bugale ?... Santez Vari ! ●(1950) KBSA 94. «Va Doue ! Va Doue ! Petra d'ober ?»

(2) =

(1732) GReg 466a. Un ebat Douë eo guëllet penaus he c'houarn an tyéguez. ●598a. Manivicq-douë e oar an treçz.

(1879) ERNsup 152. Doue entre dans des expressions intensitives : memes tra Doue, quelquefois memes Doue tra, tout à fait la même chose, Trég[uier]. ●(18--) MIL.ms. e-lec'h ne anaveze kristen-Doue. (d'après. BUBR 19/230).(18--) MIL.ms. kaer o devoa klask stourm hag herzel ouz o enebourien, ne oant seurt-Doue d'ezo. (d'après BUBR 25/434).

(1908) PIGO II 2. mes allas Doue, ne oa ket a yalc'h. ●91. n'e ket memes Doue tra 'velti. ●114. an hini a vo barnet aman breman-zouden-Doue. ●(1919) BUBR 2/42. kement Doue hini zo. ●(1919) BUBR 10/266. henvel-Doue ouz ar sant Kemo. ●(1924) BUBR 48/1155. Allaz Doue ! ●(1943) FHAB Meurzh/Ebrel 269. Epad an deiz Doue = la journée durant. ●(1947) YNVL 76. bezañ kovesaet, an deiz-Doue-pad. ●(1954) VAZA 91. Brav Doue e chomas an amzer. ●(1970) BHAF 258. Ne gomprene Pierrig foeltr Doue seurt er jedoniez. ●(1967) BAHE 51/9. En desped d'an amzer Doue-se. ●(1972) SKVT I 52. na Veig na Trebern-Doue ebet.

III.

(1) N'emañ ket an Aotrou Doue er gêr : le temps est mauvais.

(1909) KTLR 102 (L) K. Jezegou. E bro Leon, pa ve fall an amzer, e ve lavaret ne ve ket an Aotrou Doue er gear.

(2) Heñvel ouzh Doue Pleuveur // Mantret evel Aotrou Doue Pleuveur // Trist evel Doue Pleuveur // Chom evel Doue Pleuveur // Trist evel Doue Pleuveur pa en dez bet yod ed-du d'e goan // Trist evel Doue Pleuveur pa 'n devoa yod ed-du noz e bardon // trist evel Doue Pleuveur pa en devoa bet yod ed-du d'e goan, noz e bardon : très triste.

(1902) PIGO I 144 (T) E. ar Moal. Me a oa o vont d'az kwelet, evid gôud euz da gelou; an holl a lare oaz klanv; perag ive beza evel-se henvel-mik ouzh Doue Pleuveur ? ●(1912) MELU XI 316. Trist 'vel Doue Pleuveur, tr. E. Ernault «Triste comme le Dieu de Pleumeur; il s'agit d'un crucifix de l'église de Pleumeur-Gautier, remarquable par son expression désolée. On ajoute quelquefois par plaisanterie, à Trév[érec] : pe'ne bet eur c'hôvad yôd utu d'i goann. Quand il a eu une ventrée de bouillie de blé noir à son souper.» ●(1930) DOBR 29. Me a chome trist evel / Doue Pleuveur. ●(1931) FHAB Mae/168. ha ma c'helle Tregeriz lavaret : trist evel Doue Pleuveur, Kerneviz o divije gellet lavaret ivez : trist evel aotrou ar Pont. ●(1933) BREI 324/2b. Pell a zo, Pleuveuriz, Trist 'vel Krist o iliz. ●(1949) LLMM 17/24 (T) *Jarl Priel. E-lec'h bezañ muioc'h mantret eget aotrou Doue Pleuveur. ●(1957) AMAH 22 (T) *Jarl Priel. Dic'hoarzh ha dilavar, liv ar glac'har war e zremm, hag eñ o ruzañ e dreid, gwall izel e gribenn; en ur ger, ken truezus ha ken mantret da welet hag Aotrou Doue Pleuveur. ●(1962) TDBP Ia 49 (T). Ar mab a oa trist 'vel Doue Pleuveur, tr. J. Gros «le fils était triste comme le Christ de Pleumeur-Gautier (qui a effectivement une expression d'une tristesse infinie). On ajoute souvent en manière de plaisanterie et fort irrespectueusement : pa e-nevez bet 'med yod kerh d'e goan, quand il n'a eu que de la bouillie d'avoine pour son souper.» ●(1964) BRUD 19/46 L. Kergall. Ne oe ket kanet nemeur abalamour d'an darvoudou, med, memestra, ne chomas den evel Doue Pleuveur. ●(1965) BAHE 46/50 (T) A. Duval. Ken trist ha Doue Pleuveur p'en devoa bet yod ed-du d'e goan, noz e bardon. ●(1970) BHAF 354 (T) E. ar Barzhig. Eur wech e kavis anezañ trist, med trist, ken trist ha Doue Pleuveur. ●(1974) TDBP III 268. Trist evel Doue Pleuveur... pa e-nevez debret yod ed-du d'e goan. ●(1977) TDBP II 542. Ma breur a oa eno en e zav, trist evel Doue Pleuveur, tr. « mon frère était là debout, triste comme le bon Dieu (le Christ) de Pleumeur (triste comme un bonnet de nuit) ». ●(1978) PBPP 2.1/161 (T-Plougouskant). Trist evel Doue Pleuveur pa en dez bet yod ed-du d'e goan, tr. J. le Du «triste comme le bon Dieu de Pleumeur quand on lui a donné de la bouillie de sarrazin au dîner /facétie sur une statue située à Pleumeur/» ●2.2/438. /à cause d'une statue du Christ à l'expression particulièrement triste/ ●(1982) TKRH 52 (T) A. Duval. Soñjal 'rae ar paour-kaezh anezhi 'oa sañset ur seurez da vezañ ken trist ha Doue Pleuveur pa'n devoa bet yod ed-du noz e bardon. ●(1994) BOUE 241. Trist evel Doue Pleuveur / P'en 'eus ket bet youd-kerc'h d'e goan.

(2004) TRMK 219a. Hemañ pe homañ zo trist evel Doue Pleuveur. ●(2016) TELG (22.07.2016) [52a]. Trist evel Doue Pleuveur. Une moquerie à laquelle certains ajoutent : Pa neva ket bet yod ed du d'e goan [D. Giraudon].

(3) Lavaret etre Doue hag eñ : se dire à soi-même.

(1914) DIHU 103//14 (G) Vedig an Evel. Koustelé goudé, emé hi étré Doué ha hi, ne vo ket ken hir-sé me zead...

(4) Mezv evel ma plijont da Zoue : ivre-mort.

(1974) SKVT III 92 (Ki) Y. Drezen. Izidor Kefeleg, kemener ar penn all, ha mezv evel ma plijont da Zoue, a luskelle gant e zorn kleiz kavell goullo (...) ar babig.

(5) Touiñ Doue evel un disloster chas : jurer comme un charretier.

(1965) BAHE 46/50 (T) A. Duval. Touiñ Doue evel un diloster-chas.

(6) Kas gant mil mallozh an Aotrou Doue : voir mallozh.

(7) Kas gant ar mil mallozh ma Doue : voir mallozh.

(8) Koant evel un ael Doue : voir ael.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...