Devri

dour

dour

m. –ioù

I.

(1) Eau.

(1499) Ca 18a. Barr dour binniguet. g. aspergouer. ●71b. Dour. g. eaue. ●(1530) Pm 113. he beuzif en dour, tr. «le noyer dans l'eau.» ●215. Pan voe muet an dour en guyn, tr. «Quand l'eau fut changée en vin.» ●269. An dour dyluyg a dystrugo / Neat an bet man, tr. «L'eau du déluge détruira / Complètement ce monde.» ●(1633) Nom 218a. Aqua : eauë : dour. ●Aqua viua : eauë de fontaine : dour feunteun. ●Aqua iugis, perenniis : eauë de riuiere : dour riffuier. ●Aqua puteana, putealis : eauë de puits : dour punçc. ●(1642) CAntiquou 51. Gant vn delug à dour.

(c.1680) NG 131. Ha hy carguet a deur beruet, tr. « And it is full of boiling water. » ●(1732) GReg 331a. Eau, élement froid é humide, tr. «Dour. p. douryou, douréyer. Van[netois] dëur. daour.» ●(1779) BRig I 46. na ellai ket an dour adpignal dé handon.

(1856) VNA 182. je ne mêle jamais de l'eau avec le vin, tr. «Jamæs ne gaigean deur guet gùin.»

(1903) MBJJ 190. dour andon. ●(1903) MOAO 12. A bep tu d'in n'euz nemed dour. ●(1912) BUAZpermoal 260. ha gant bara ha dour eo e vage e gorf abenn e varo. ●(1990) TTRK 177. un dour hennezh hag a oa an hini gwellañ a gaved er vro.

(2) Dour dous : eau douce. cf. dous

(1732) GReg 311a. Eau douce, tr. «Dour douçz

(1857) CBF 14. pesked dour dous, tr. «des poissons d'eau douce.»

(3) Dour mor : eau de mer.

(1732) GReg 13b. Adoucir l'eau de mer, tr. «Douçzaat an dour-vor.» ●311a. Eau de mer, tr. «Dour vor. Van[netois] dëur mor

(4) (hydrologie) Cours d'eau, plan d'eau, etc.

(1530) J 12b (Passion). arre ezeux vn dour creux (lire treux ; var. ereux) / reux ten, tr. Herve Bihan « De nouveau il y a un ruisseau cruel, terrible ravage ».

(1836) FLF 3. Un oan a dorre e sec'het / A hed un douric scler meurbet. ●(1869) HTC 86. treuzi a reas dour Cedron. ●87. David en deuz treuzet dour Cedron. ●97. it da guzet e kichen dour Carith.

(1903) MBJJ 59. en em gav enni a-gevred daou dour, dour ar mor Tyrenien ha dour ar mor Yonien. ●(1905) IVLD 11. Dirag ar Grott ec'h en em gave an daou zour. ●13. Kement goazen zour a zo e Lourd e deuz he hano, mes er vro-ze, an dour braz a vez hanvet Gav. ●(1955) BLBR 85/7. e-kreiz eur stankenn zon, en devoa eun dourig, pe eur roudour, da dremen. ●13. An dour-ze a vez great anezhan ar Gav, Gav Pau. ●(1982) PBLS 62. (Langoned) dour, tr. «ruisseau.»

(5) Dour bras : inondation.

(1862) JKS 238. eunn dour braz a zeuaz da c'holei ar bed holl.

(6) Dour bras : eau dont le niveau est haut.

(1907) AVKA 127. An diskibien a oa en dour braz o vont war du Kafarnaom ?

(7) Dour berr : basses eaux.

(1866) FHB 89/296a. ar mare-ma eus ar bloaz eo peurvuia mare an dour berr. (...) eo e miz here en em gaf an douar da veza sec'ha hag an eienennou da veza berra.

(8) (religion) dour-Fask : eau bénite du samedi saint.

(1942) VALLsup 59a. Eau bénite ; celle que l'on va chercher après la bénédiction de l'eau le samedi saint, tr. «dour-Fask (pour dour-Pask.)»

(9) Treiñ e dour : tourner à la pluie.

(1911) FHAB Mae 108. an amzer a yoa troet e dour.

(10) Dour a vuhez : eau thermale, eau de jouvence.

(1905) IVLD 145. Bez' ez euz, emezho, er meneziou Pyerenee, meur a feunteun hag o deuz a bell zo, vertuz da barea euz eur c'hlenved bennag ; ho dour a vez great anezhan dour a vuez.

(11) Mont d'an dour a vuhez : prendre les eaux.

(1907) PERS 45. An intanvez Fayot a glanvaz hag a rankaz mont d'an dour a vuez d'ar Charbonnière.

(12) Devezh/Lunvezh/Meurzhvezh… dour : Journée/Lundi/Mardi… pluvieux.

(1974) TDBP III 215. N’hoc’h-eus ket a soñj e oa bet aze ur gwénérvez dour ?, tr. « vous ne vous rappelez pas qu’il y avait eu là un vendredi diluvien ? »

II. (autres liquides)

A. (alimentation)

(1) Jus (de fruit).

(1659) SCger 71a. ius d'vne (lire : d'vne) pomme, tr. «dour vn aual.» ●(1732) GReg 362a-b. Épreindre, faire sortir le jus, à force de presser, tr. «guësqel ur frouëzenn qen na zeu an dour anézy.»

(1844) LZBg 2l blezad-2l lodenn 112. en ivage ordinær ag er vro, de larèd-é, deur coco.

(1910) MAKE 81. va jistr a zo dour avalou, n'eo ket dour punz, na dour-red. ●(1920) LZBl Gouere 351. evel ma vez taolet an aval-sitron eur veach m'eo bet goasket an dour an'ezhan. ●(1930) FHAB Kerzu 443. dour eun aval sitron. ●(1954) VAZA 104. laezh ha dour-orañjez.

(2) fam. Dour benniget : eau de vie

(1935) OALD 51/15. peb a vanne rouzig... gant dour benniget ebarz !

(3) Tisane.

(1834) SIM 133. eva un anter-taçad dour-sco.

B. (physiologie)

(1) Urine.

(1633) Nom 262a. Ischuria, lotij retentio, vel suppressio : supression de l'vrine : suppression á dour, pa delch vn den è dour pell.

(c.1820) COF 17. Gra da zour ha qea da blega.

(1904) DBFV 44a. deur, m. pl. ieu, tr. «urine. » ●(1933) OALD 45/214. An dud ne droazont ket a-walc'h, a evo dour diwar al louzaouen-man, ar re o deus beac'h gant o dour a lakaio eur palastr great ganti war o c'hof.

(2) Teurel an dour : uriner.

(1633) Nom 169a. Matella, matellio : vrinal : pot da teureul an dour, pot troazer, pot staoter.

(3) Ober an dour : uriner.

(1633) Nom 261b-262a. Stranguria, substillum, vesicæ morbus, vrinæ stillicidium : difficulté d'vriner : difficultè da ober an dour, cahout poan ó staotet.

(4) Sueur.

(1727) HB 94. Ho Tad / O c'huisi an Dour hac ar Goad.

(1877) EKG I 126. hag evelato e tivere an dour diouc'h he dal.

(1910) MAKE 97. Hag hen, war gorf e roched, an dour warnan.

(5) Larmes.

(1877) BSA 161. an dour en he zaoulagad.

(6) Salive.

(1925) SFKH 15. Er guél ag en davarn hemkin e gasé en deur én é veg !

(7) Dour sorset :

(1942) DADO 16. Mar deu d’ezañ sevel e vouez, ma fell d’ezañ beza divergont, ma ra goap, ma tou Doue, n’eus forz, ho kenou leun a zour sorset !

III.

(1) (Kerc'hat, kargañ) dour gant ur bouteg : tenter l’impossible.

(1942) VALLsup 96. Tenter l'impossible, tr. F. Vallée «kerc'hat (ou karga) dour gant eur boutog L[éon] (Perrot).»

(2) ... evel dour eus ar vilin // ... evel dour a rod ur vilin : en quantité, beaucoup.

(1766) MM 1391-1392 (Li) C.-M. le Laé. Ar goad a zifuc'hé eus e vin / Evel an dour eus er vilin, tr. G. Esnault «l'eau lui giclait du museau, comme l'eau sortant d'un moulin.»

(1974) YABA 14.12 (Gi) J. Jaffre. Kement a gaer e zè geton eget a zeur a rod ur velin, nag e vehè bet é troein dé ha noz.

(3) Evañ dour :

(1870) FHB 275/110b (L) Goulc'hen Morvan. Credit an dra-ze hag efit dour... ●(1889) ISV 314 (L) Goulc'hen Morvan. Ia, credit an dra-ze hag efit dour !...

(1903) CDFi août-septembre Yann ar Floc’h (d’après KBSA 60). Kredit an dra-ze hag evit dour. ●(1906) BOBL 21 avril 83/1a. Ia, kred an dra-ze, hag ev dour goude, Fanch !

(4) Goulenn dour da evañ : demander grâce.

(1870) FHB 298/295a (L) Goulc'hen Morvan. Hag en em lakeas da vloda he gostou dezhan tu ha tu ken na c'houlenne dour da efa.

(1928) TAPO 9. Hen ober a reoc’h, dre gaer pe dre heg. Ma n’her grit ket e vezoc’h lopet ken a c’houlennoc’h dour da eva.

(5) Dont dour en e c'henou // Dont dour war e c'henoù : avoir envie de manger ce que l’on voit. Cf. avoir l’eau à la bouche.

(1910) MAKE 17 E. Crocq. En eur zellet outo, an dour o tont en e c'henou gleb... ●(1910) MBJL 193 (T) L. le Clerc. Ni eo an dour a deu en hon geno. ●(1935) ANDO 59 (T) *Paotr Juluen. Netra nemet ar gwel anezo a lakae an dour da zont em genou. ●(1970) BHAF 34 (T) E. ar Barzhig. Med kavoud a ra deoh ez eo fur lakaad eur bugel re bell amzer dirag lipousiri, a laka dour da zond en e henou hep n'en-defe dreud da stoka oute ? ●64. An hini a zeuio dour war e henou gand ken nebeud-se a dra, a lavaro din.

(6) Lakaat dour war lagad ub. // Degas an dour war an daoulagad : faire pleurer qun.

(18--) SAQ I 21 (L) J. Quéré. Ho kaloun blounset, gouliet, a zigasas an dour var ho taoulagad...

(1970) BHAF 176 (T) E. ar Barzhig. Prezegenn an tad Richard a lakeas dour war veur a lagad.

(7) Sevel dour d'e zaoulagad // Dont an dour war e zaoulagad // Bezañ an dour war e zaoulagad // Bezañ an dour en e zaoulagad // Redek an dour war e lagad // Ruilhal dour diouzh e zaoulagad : pleurer.

(1877) EKG I 12 (L) L. Inisan. An Aoutrou de la Marche a rede an dour euz e zaoulagad o klevet komzoù ker kalonek. ●22. Hag an Aoutrou de Kermenguy goz a ioa an dour enn he zaoulagad hag enn he vouez. ●216. Hag e krogaz enn he dourn, an dour enn he zaoulagad. ●(1878) EKG II 15 (L) L. Inisan. Var dro eiz heur ez eaz kuit gand he zaou genderf, an dour enn he zaoulagad.

(1903) MBJJ 165 (T) L. le Clerc. Prezegenno a lak an dour da dont war hon daoulagad. ●(1910) MBJL 100 (T) L. le Clerc. 'N eur glevet anei e redas an dour war meur a lagad. ●(1910) MAKE 57 E. Crocq. Hag int ken buhan d'en em zifreta ac'hano, an dour en o daoulagad. ●(1924) BRUD n° 11, 12, 14, 15, en 1963 par Emgleo Breiz, Brest, graphie et pagination différentes de l’édition de 1925, puis en 2003 une édition bilingue par Skol Vreizh préparée par Bernard Cabon)">BILZ 68 (T) F. al Lay. Hag an dour en e zaoulagad, ar pôtr a voustre war e galon. ●175. E galon ankeniet, an dour en e zaoulagad. ●(1970) BHAF 153 (T) E. ar Barzhig. Chom a reen da zelled outo, an dour em daoulagad... ●203. N'hellan jamez adkleved Sonadenn ouz skleur al loar heb na zeufe dour war ma daoulagad o soñjal en Ulla. ●209. Goude an interamant, Wilhelm a zeuas e-tal ma hichenn, a lakeas e zorn war ma skoaz ha goude eur pennadig, dour en e zaoulagad, a rannas... ●226. Ha spurmanti a ris e oa dour ive war daoulagad va mab hag on daou vignon. ●340. Hag ar ganerien kuit, dour war o daoulagad, med levenez en o halonou. ●(1965) BRUD 20/38 (T) E. ar Barzhig. Dour a save d'am daoulagad pa deurveze din eñvori amzeriou kenta ma friadelez (lenn : friedelez). ●39. Dour a ruille diouz ma daoulagad pell 'oa.

(8) Bout gouelet an dour mor : pleurer abondamment.

(1912) RVUm 316 (Gu-Arvor). M’em es ouilet en deur mor, tr. P. ar Gov «J’ai pleuré un océan de larmes.»

(9) Kaer evel an dour : très beau.

(1868) SBI I 204 (T). Coantic ec'h ê ma mestrès, ha caër evel an dour, tr. F.-V. an Uhel «joliette est ma maîtresse, et belle comme l'eau.»

(10) Glas evel an dour : d’un bleu pur.

(1752) BS 490. Hênvel ous ar bod-spern a velas Moyses glas-dour en creiz an tàn hac ar flam.

(1888) MELu IV 404 (G). Men bes chouezet ur vestresic e Canquis e bord er houat / E so ru avel dur rozenn a glas teur e deulegat, tr. E. Ernault «... elle est rouge comme une rose et a les yeux tout bleu.»

(11) Bout uhel an dour er feunteun : la fontaine est creusée près de la source.

(1912) RVUm 316 (Gu). Toulet é er fetan tost d'er vammen, tr. P. ar Gov «La fontaine est creusée bien près de la source. Var. Ihuel é en deur ér fetan

(12) Bezañ bet dour a veur a feunteun :

(1866) FHB 98/365a. Ne voe ket pel o prezec; mes dour en doa bet a veur a feunteun : mont a rea ken eün d'ar galon !

(13) Eus pelec'h e teu dour d'ar feunteun :

(1935) FHAB Mae 206 (L) *Tintin Anna. An eil hag egile a ouie eus a belec'h e teue dour d'ar feunteun, da lavaret eo e c'houient o devoa peb galloud war o mamm.

(14) Bezañ en e zour hag en e c'heot : être dans son élément.

(1898) MELu IX 282. Eman azé enn hé zour hag enn hé ieod, tr. E. Ernault «Il est là dans son eau et dans son herbe (dans son élément.»

(15) Sklaer evel dour en ur werenn : très clair.

(1848) SBI I 190 (T). Eun daoulagad a zo 'n he fenn, / Ken sklezr ha dour en eur werenn, tr. F.-V. an Uhel «...aussi clairs que de l'eau dans un verre.»

(16) Sklaer evel dour feunteun : très clair. Cf. sklaer evel an arc'hant, evel lagad (un / an) naer, evel an deiz, evel skorn.

(1927) TSPY 6 (L) L. ar Floc'h. An dra-ze, Lan, a zo sklear evel dour feunteun ! ●(1959) BRUD n° 8, 1959 ; réédité sous forme d’ouvrage en 1960 par ar Falz, Brest)">MVGK 26 P.-J. Helias. Ken sklêr eo an traou hag an dour feunteun. ●(1970) BHAF 328 (T) E. ar Barzhig. Sklaer e oa, evel dour feunteun, e oa bet distrujet ar gêrig e-pad ar brezel diweza. ●(1972) SKVT I 113 (Ki) Y. Drezen. Sed a oa skler e-giz dour feunteun ar Prat.

(17) Sklaer evel an dour-bev : très clair.

(18--) SAQ I 120 (L) J. Quéré. Ia, kaer hen deuz ar bed beza fall, bugale a zo hag a vev ker sklaer ho c'haloun ha dour beo en ur veren.

(18) Sklaer evel dour stivell : très clair.

(1929) FHAB Gouere 246 (L) Y.-V. Perrot. Ha gand an dra-ze, Don Bosco a oa eur skrivagner diouz doare ar bobl, gand eur yez, ker sklêr ha dour stivell. ●(1929) FHAB Gwengolo 353. Kelennadurez ar venec'h a oa ker sklaer ha dour stivell. ●(1929) FHAB Here 379 *Yann an Eskob. Pinvidik mor ha sklêr, evel dour stivell, eo ar brezoneg. ●(1933) FHAB Kerzu 518. Eur wirionez ker klêr ha dour stivell evit spered bras an Aotrou Doue.

(19) Sklaer evel dour roc'h : très clair. Cf. clair comme de l’eau de roche.

(1911) RIBR 51 (L) K. ar Prat. An dour-ze, sklear evel dour roc'h, a lintre dindan bannou an heol.

(20) Tost an dour d'e vilin : (être) sur le point de pleurer.

(1898) MELu IX 282 (T-Trevereg). Ari e 'n dour 'dost d'ar milino (ou d'i vilino), tr. E. Ernault «L'eau est arrivée près des moulins, (ou de ses moulin à lui, etc.); se dit quand quelqu'un est sur le point de pleurer.»

(1900) KRL 25 (Ku-Sant Trifin). Tost an daour d'e vilin, tr. «Qui pleure facilement.»

(21) Lakaat dour milin ub. da zont war e hini :

(1905) ALLO 51 (L) Y.-V. Perrot. Mes daoust da ze, gant ho teod flour / Ez oc'h goest da lakât an dour / Diwar milin va mestr da zont / Var va hini.

(22) (Degas, sachañ) dour d'ar vilin : apporter de l’argent.

(17--) VO 46 (G) I. Marion. En nemb e ouair, èl me larér, tennein deur d'é velin, e ra fortun ér vechér-ze.

(1908) PIGO II 87 (T) E. ar Moal. An tammig mone-ze a vo a-walc'h da zigas an dour d'ho milin. ●(1910) MAKE 23 E. Crocq. Eur wech edo o tistaga eur roulladen en eun davarn, ha kalz a dud a deue eno d'e glevet o son ar vombard; ha setu Yan deut mat d'an hostiz, dre ma chache dour d'ar vilin. ●(1912) FHAB Mae 147. Kement-ze ne'z ea ket kaër d'henman, na petra 'ta, ha setu hen o klask an tu da jacha dour d'e vilin. ●(19--) BRUG.../... *Spern Gwenn (d’après KROB 28-29/15).. Degouezet en eun davarn, e tistage eur rouladenn; kals tud a zirede raktal eno, d'e glevet o seni ar vombard. Ha setu Yann deuet mat gant an ostiz, dre ma sache dour d'ar vilin. ●(1942) VALLsup 142. Amener la prospérité, tr. F. Vallée «degas dour d'ar vilin popul. (amener l'eau au moulin).»

(23) Sachañ dour d'e foenneg : se vanter.

(1964) BRUD 18/7 (L) *Mab an Dig. Arabad mond re bell, arabad sacha re a zour d'or foenneg !

(24) Redek an dour d'e vilin : devenir riche.

(1961) LLMM 86/151 (T) *Jarl Priel. Neuze 'vat e redo an dour d'am milin, rak n'hello ket ar re a-us din tremen gant meuleudi hepken ha dizale e vo anvet war well mab va zad.

(25) (Sachañ, tennañ) an dour d'e vilin : œuvrer pour soi. Cf. tirer la couverture à soi.

(1790) MG 348 (G) I. Marion. Péré n'ou dès interèss er bet d'ou brudein eit tennein deur d'ou melin, èl ma larér.

(1925) FHAB Kerzu 452. Rak, n'eo ket e sonj ober gaou ouz ar re all ha chacha, evel ma lavarer, an dour d'hor milin-ni, eo e tivizomp kemend all. ●(1935) ANTO 147-148 (T) *Paotr Juluen. Ar re a oa neuze e penn ar «jeu», ne oar den pegeit a oa, bep tro ma veze eur votadeg bennak, a gave o fleg, a gave an tu da sacha brao an dour d'o milin, o wapaat Fanch-Kouer, en eur rei d'ezañ o ger e lakajent digeri hentou-houarn dre ar vro.

(26) (Tennañ, distreiñ) an dour diwar brad un all : aller sur les brisées de qqun.

(1872) ROU 76 (L). Aller sur les brisées de quelqu'un, tr. V. Roudaut «tenna an dour divar brad un all.» ●88. Couper l'herbe sous le pied à, tr. «Tenna an dour divar e brad da ...» ●(1878) SVE 573. Tenna ann dour diwar brad eun all, tr. L.-F. Salvet «Détourner l'eau du pré du voisin. (Couper l'herbe sous le pied.)» ●(1890) MOA 150 (L). Aller sur les brisées de quelqu'un, tr. J. Moal «tenna ann dour divar brad eunn all.» ●254. Évincer (supplanter), J. Moal «tenna ann dour divar he brad.» ●293. Couper l'herbe sous les pieds à quelqu'un, tr. J. Moal «tenna ann dour divar he brad da u.b.» ●(18--) MIL.ms (d’après MELu IX 282). Distrei an dour diwar brad he amezek, tr. E. Ernault «Détourner l'eau du pré de son voisin (lui couper l'herbe sous le pied).»

(1931) VALL 83. Aller sur les brisées, tr. F. Vallée «tenna an dour diwar prad u. b. fam.» ●162. Couper l'herbe sous le pied, tr. «tenna an dour diwar prad u. b.»

(27) Lakaat an dour war ar prad : amener la prospérité.

(1942) VALLsup 142. Amener la prospérité, tr. F. Vallée «lakaat an dour war ar prad popul. (faire arriver l'eau sur le pré.»

(28) Sachañ an dour d'e lenn : ramener à soi.

(1922) FHAB C'hwevrer 52 L. Th.. Pep marc'hadour, skler eo, a denn gwella ma c'hell an dour d'e lenn...

(29) Sachañ dour war e brad : prendre tout pour soi.

(1991) (K) PLONEVEZ AR FAOU Y. Puilhandr. Ar re-se a glask sachañ dour war o frad ar muiañ 'r gwellañ.

(30) Sachañ dour war e brad : œuvrer pour soi.

(1962) LLMM 93/259 (K) Y. ar Gow. Daoust din da vezañ diskredik (...) da gelennadurezh ar veleien, ez on techet da soñjal eo barrek ar re-mañ (...) da douellañ ar c'henaoueien. Ne vefen ket souezhet ez afe ar vestrez (...) d'o goulenn da zont da goñjuriñ (...) an traoù amañ, ar pezh a vo dezho ur c'hoari hag a sacho dour war o frad. ●(1964) LLMM 102/12 (K) Y. ar Gow. Nann, sur, un den ken kempenn war e arc'hant ha ken mat da sachañ douar (lenn : dour) war e brad !...

(31) Sevel war an dour : revenir d’une mauvaise situation à une bonne. Cf. se remettre à flot.

(1857) CBF 38 (L). Gwaz aze, daoust m'eo mad e ve keraouez awechou evit sevel ann dieien war ann dour, tr. Troude/Milin «Tant pis, quoiqu'il soit bon que parfois il y ait cherté pour mettre à flot les cultivateurs.»

(1866) FHB 72/159a (L) G. Morvan. Setu aze eun den savet var an dour goude beza bet condaonet.

(32) Bezañ uhel an dour gant ub. : être riche.

(1949) KROB 18-19/8 (L) H. Greff. Ar vamm-gaer he deus ginet. Uhel eo an dour ganti, ha Saig n'eo nemet eur mevel !

(33) Bezañ (izel, bas) an dour en e stank // Bezañ izel an dour gant ub. : être pauvre.

(1900) MELU X 260 (T-Trevereg). Arri e bas (ou izel) an dour en i stank, l'eau est basse dans son étang, il est affaissé, il est au plus bas.» ●(1908) KMAF 43 E. Crocq. Sell, el lec'h-ma-lec'h ema izelik an dour. ●(1910) MAKE 41 E. Crocq. Mes siouaz ! evit d'ezan beza labous endra ma c'heller, daoust da gement-se, an dour oa izel gantan. Gouel Mikel a dostae d'ar red ha Mazoïg n'en doa ket c'hoaz arboellet gwennegig ebet... ●113. Mes naon a deue d'ezan, hag evit kaout boued, e rankas gwerza lod eus e zilhad. Kement man zo lavaret e oa aet izelik awalc'h an dour gantan.

(34) Bezañ uhel, kreñv an dour en e vilin : être riche.

(1870) MBR 140 (L) A. Troude. Ar miliner-man, o veza m'oa dour kre d'ann ampoent-ze enn he vilin, evel a lavarer, a zalc'haz Iann da bortezat.

(1981) ANTR 207 (L) *Tad Medar. Brud o deus ar vilinerien da veza tud en o eaz, «uhel an dour ganto en o milin», na petra 'ta.

(35) Bezañ berr an dour en e vilin : être pauvre.

(1990) STBL 68 (L) *Tad Medar. Meur a wech eo bet ganto berr an dour er vilin.

(36) Bezañ izel an dour en e zaoulagad : ne pas pleurer facilement.

(1866) FHB 93/331b (L) Y. Pouliquen. Me a anavez meur a hini e Pleuveil hag a zo izel an dour en ho daoulagad, hag o deus goelet dourec oc'h he glevet.

(37) Bezañ uhel an dour ennañ : pleurer facilement.

(1936) PRBD 41 (L) K. Jezegou. Kouls all, tud zo hag a ve uhel an dour enno, evel a ve lavaret, skuilh a reont daelou evit an disterra tra. Tener int.

(38) Kas ar stal d'an dour : faire tomber à l’eau.

(1910) MAKE 113 E. Crocq. An traou a gerze mad en dro, pa deuas gwasoc'h eget eun darvoud da gas ar stal d'an dour.

(39) Mont ar stal en dour : le mariage est brisé.

(1995) BRYV iii 147 (Li-Milizag). Me ‘oar peseurt e lavaront diwar va fenn : «Ema pilet ar stal en dour 

(40) Gounit e zour // Gounit an dour : gagner sa vie. Cf. gounit e vuhez, e damm bruzun.

(1942) VALLsup 81. On ne fais pas ses frais (à ce commerce, à cette vente, etc..., tr. F. Vallée «ne c'hounezer ket e zour («Breiz»).» ●(1947) YNHL 51 (K) Y. Drezen. Ma veve an holl dud e-gistoc'h, ne c'hounezfe ket ur c'higer e zour. ●(1955) STBJ 106 (K) Y. ar Gow. Hag, evito da veza chomet hep gounit o dour en deiz-se, e oant mezo mat, ar pez na oa ket souezus evit... daou zoner. ●(1973) LBFR 51 (Ki) M. Divanac'h. Dall ket ar boen mond d'âr mour hounezom ket an dour. ●(1974) THBI 227 (Ki) M. Divanac'h. Ar beskerez ? blaviou zo hounier ket an dour. ●(1978) PBPP 2.2/163 (T-Plougouskant). Hennezh ne c'hounez ket e dour, tr. J. le Du «il est sur le point de faire faillite /lit. il ne gagne pas son eau/»

(41) Bezañ diwar an dour : ne pas avoir bu.

(1877) EKG I 113 (L) L. Inisan. Mez pa vez divar an dour, n'euz ket guelloc'h kristen egethan. ●(1890) MOA 144 (L). Il a beaucoup bu, tr. J. Moal «n'ema ket divar ann dour

(1955) STBJ 205 (K) Y. ar Gow. Aon o deveze ar vugale vihan razañ ha ne grede ket ar grennarded tostaat outañ, zoken pa veze diwar an dour.

(42) Bezañ faos evel an dour-red : très faux.

(18--) SAQ I 58 (L) J. Quéré. Ar bed zo faos evel an dour-red. ●363. Hogen, koulskoude, ar bed zo faoz evel an dour-red, an diaoul fallakr, ar galoun dinerz. ●(18--) SAQ II 90 (L) J. Quéré. An holl a lavar : n'euz mui na feiz vad, na lealded, na koustianz. Faoz oar hirio, evel an dour-red.

(43) Bezañ c'hwib/laer evel an dour : très voleur. Cf. KROB 25/13 à propos d’un moulin : ar rañvellou dic'hallout da zerc'hel an dour-laer.

(1878) EKG II 157 (L) L. Inisan. Poan avoualac'h am beuz gand va zaout, rak a-ze, sellit, eman ar vuoc'h vriz hag a zo laer evel an dour. ●(1879) ERNsup 149 (T). C'houip evel ann dour, tr. Émile Ernault «voleur comme l'eau.»

(1912) MMKE 161 F. Kadored. Ha meliner, laer ‘vel an dour. ●(1912) MELU XII 444 (T-Prad, Magor). Laer 'vel dour red, tr. E. Ernault «Voleur comme l'eau courante. Prat, Magoar, etc.» ●(1931) VALL 790. Très voleur, tr. F. Vallée «laer evel an dour.» ●(1962) TDBP Ia 31 (T). Honnez a zo laer 'vel an dour, tr. J. Gros «celle-là est voleuse, trompeuse comme l'eau.» ●(1978) PBPP 2.2/342 (T-Plougouskant). Eñ zo laer evel an dour, tr. J. le Du «il est voleur comme l'eau.»

(44) Bezañ traitour (trubard) evel an dour : très traître.

(1900) KAKE 97 (L) an aotrou Kere. Ervez an oll eo treitour, / Ha trubard evel an dour. ●(1905) ALLO 71 (L) Y.-V. Perrot. C'houi bidanel, gant ho teod flour, / A zo traïtour evel an dour. ●(1923) FHAB 1922 – légérs changements de langue – Pièce inspirée de Molière, M. de Pourceaugnac)">AAKL 29 (L) Y.-V. Perrot. Tud a zo hag a zo traitour evel an dour !...

(45) Bezañ troet e spered e dour : devenu fou.

(1872) GAM 47 (L). A sa, Aotrou, troet eo ho spered e dour ?

(1923) FHAB 1922 – légérs changements de langue – Pièce inspirée de Molière, M. de Pourceaugnac)">AAKL 5 (L) J.-M. Perrot. Asa, red eo evelato e vije trôet spered va zad paour e dour...

(46) Bezañ etre an dour hag ar c'hler : être indécis.

(1912) RVUm 233 (Gu). E ma étré en deur hag er lér, tr. P.ar Gov «Il est entre l'étang et l'aire (lire : la glace).» ●(1919) DBFVsup 39b (G). étré en deur hag er hlér, tr. «entre l’eau et la glace, indécis, suspect.» ●(1934) BRUS 120 (G). Embarrassé (être indécis, tr. L. Herrieu «étré en deur hag er hlér

(47) Chom etre an dour hag ar c'hler : rester indécis.

(1939) DIHU 332/223 (G) A. Alan. A pe uél Dutertre e chomè er voraerion étré en deur hag er hlér, é laka bannein ne zébro ket ken get é varteloded.

(48) Bezañ tapet etre an dour hag ar c'hler : avoir le cul entre deux chaises.

(1935) CDFi 5 décembre (L) *Ab-Sulio. n'oun ket, kennebeud-all, evit chom diseblant dirak eul laeronsi ker bras. Tapet oun etre an dour hag ar c'hler. ●(1949) KROB 11/11 (L) *Ab-Sulio. Ar verc'h hena, tapet etre an dour hag ar c'hler, ne gavas respont ebet.

(49) Tommañ dour d'e skaotañ : donner des verges pour se faire battre. Cf. tennañ tan war e gein, sachañ ar c'harr war e gein ; reiñ ar vazh d’e gannañ.

(1872) GAM 72 (L). C'houi, avad, a zo dall, ma ne velit ket e m'oc'h o tomma dour d'ho skaota. ●(1872) ROU 74 (L). Il a donné des armes pour le battre, tr. V. Roudaut «tomed dour d'e scôta (Triv.).» ●(1878) SVE 644. Tomet hen euz dour d'he skaota, tr. L.-F. Salvet «Il a fait chauffer l'eau qui doit l'échauder.» ●(1890) MOA 122 (L). Ils ont donné des armes pour les battre, tr. J. Moal «tommet o deuz dour d'ho skaota

(50) Kejañ dour gant e laezh :

(1790) MG 412 (G) I. Marion. Douciq, m'amiès, mar plige gueneoh; ne gaigeamb quet deur én ul leah : er renonci continuel d'er volanté propr e zou absolumant requis d'er santeleah.

(51) (Lakaat, teurel) dour e laezh ub. : nuire à qqun.

(1878) SVE 572. Lakaat dour e leaz eun all, tr. L.-F. Salvet «Mettre de l'eau dans le lait d'autrui. (Aller sur ses brisés.)» ●(1888) SBI II 118 (T). Ne gavan ket a ve hini capabl da dôl dour em lès, tr. F.-V. an Uhel «je ne pense pas qu'il y ait quelqu'un qui puisse jeter de l'eau dans mon lait.» Ce bretonnisme «jeter de l'eau dans le lait de quelq'un» signifie «l'emporter sur lui» «lui être supérieur.»

(1912) RVUm 240 (Gu). Lakat deur é leah un al, tr. «Mettre de l'eau dans le lait d'un autre : causer du désagrément.» ●(1942) VALLsup 114. Faires de menées contre qqn., pour le supplenter, etc. tr. F. Vallée «teurel dour da u. b. en e laez (Perrot).» ●(1954) VAZA 126 (T) *Jarl Priel. Teurel dour em laezh a rae marteze unan-bennak.

(52) Mont ar penn e dour : perdre la tête.

(1942) FHAB Meurzh/Ebrel 149 (L Plouarzel) *Mab Arzel. mont ar penn e dour : koll ar penn.

(53) Bezañ gleb evel an dour : très humide.

(1825-1830) AJC 533 (Go) J. Conan. Me a voa gleb dour ha memes anter veued, tr. F. Favereau «J'étais tout trempé et même à moitié noyé.» ●(1857) CBF 2 (L). Eur bar-glao zo bet, gleb dour ounn, tr. «il a fait une ondée, je suis trempé.» ●(1890) MOA 349 (L). Tout mouillé, tr. J. Moal «gleb-dour

(1911) RIBR 9 (L) K. ar Prat. Gleb dour gant ar c'houezenn a zivere dioutan. ●(1914) LSAV 80 (T) *Kaledvoulc'h. Lemenik a oa gleb-dour.

(54) Mont gant an dour : tomber à l’eau.

(1907) BOBL 08 juin 141/3c. mez siouaz, ar bromesa zo eat gant an dour.

(55) Monet gant red an dour : fiare comme tout le monde.

(1934) DIHU 273/35 (G) L. Herrioù. Ken divéhus é monet get rid en deur...

(56) Cheñch dour war ar c'hranked : pisser.

(1993) (Ki) PONTEKROAZ R. Gargadenneg. Staotiñ : cheñch dour war ar c'hranked.

(57) Cheñch dour war ar buzhug : pisser.

(1993) (Ki) PONTEKROAZ R. Gargadenneg. Staotiñ : cheñch dour war ar buzhug.

(58) Lakaat dour en e win : faire une faute dont on paiera les conséquences.

(1912) MELU 443 (T-Trevereg). Hennez ‘n eus laket dour ‘n i win hep gout d’han, tr. E. Ernault «Il a mis de l’eau dans son vin sans le savoir, il a fait une faute dont il subira les conséquences. Trév[érec].»

(59) Lonkañ udb. evel dour : être crédule.

(1841) IDH 40 (G) Y.-P. Gwioñvarc'h. Satan e antréou én hou caloneu dré ol hou squêndeu, ha lonquein e rehet er péhèd èl deur.

(1925) SATR 27 (T) Y.-V. Joanno. Hennez a zo unan eus al lavariou diboell a red etouez an dud, hag a ve lonket evel dour.

(60) Lakaat dour e gwin ub. : aller sur les brisées de qqun.

(1732 GReg 120a. Aller sur les brisées de quelqu'un, tr. G. Rostrenenn «lacqât dour ê güin un all.»

(1855) FUB 32. Lakaad dour é gwin eunn all, tr. A. Brizeux «Mettre de l'eau dans le vin d'un autre.»

(1931) VALL 83. Aller sur les brisées de, tr. F. Vallée «lakaat dour e gwin u.b.»

(61) Mont e wad e dour : voir gwad.

(62) Bezañ yac'h evel ur pesk en dour : voir pesk.

(63) Bezañ gleb dour-teil : voir teil.

(64) Treitour evel ur bluñvenn war an dour : voir pluñv.

(65) Bezañ paour evel ur razh-dour : voir razh.

(66) Un taol bouc'hal en dour : voir bouc'hal.

(67) Tennañ dour eus dent ub. : voir dent.

(68) Bezañ uhel an dour en e eienenn : voir eien.

(69) Bezañ dour a-walc'h en e vilin evit malañ arreval ub. : voir malañ.

(70) Kannañ evel ur sac'h en dour : voir sac'h.

(71) Skeiñ un taol bazh en dour : voir bazh.

(72) ... evel dour dre ur sil : voir sil.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...