Devri

Folgoad

Folgoad

n. de l. Ar Folgoad : Le Folgoet.

I. Ar Folgoad.

(1505) Vc 23-26 (ETCE 16, 228). cenpenet gant Yvo Caervoyec / enn henor dan Ytroun An(na) / hon ducgez rouanez o pardony / er Foll()coet, tr. «Arrangé par Yves Kervoyec / en l’honneur de Madame Anne / notre duchesse-reine en pèlerinage / au Folgoët.»

(1656) VEach 30. euel ar Folgoët. ●(17--) Veni Creator (ETCE. 16, 228). Copyet leal diouc’h / ar scrid coz miret / er follcoat.

(18--) PENgwerin8 68. me ho kasso d’ar Folgoat pelech eo ho bolante. ●(1847) FVR 232. enn iliz ar Folgoat. ●(1851) PENdast 372. va lest da vond da pardonnan / Dar folgoat pe da Santez Annan. ●(1858) OLLI 192. Cantic ar Folgoët. ●(1863) GBI I 216. D'ar Ieodet ha d'ar Folgoat ha da Zantes-Anna, / D'ann otro zant Matilinn prometet mad am boa. ●(18--) MILg 49. Introun Varia ar Folgoad / hou man zo din eur galounad. ●(18--) MILg 49. Ma teufe ’nn avel diwar Folkoed / dre doull ann alc’houe vec’h loret. ●(1867) BBZ III 274. Da vont evid-oun d'ar Folgoat. ●276. Kriz vije neb ha na oelje, / War dachen Folgoat, pa zeue. ●470. Ha pa venn-me 'ta, den iaouang, ha pa venn-me drouklivet ! / Ann derzien vraz zo bet gan-in, abaoe pardon Folgoed. ●(18--) SAQ I 13. Dibaot ar parreziou ha na ve ket ennho kavet eur japelik benak savet en he enor. Kaout a reomp dreist oll Rumengoll var douar Kerne hag ar Folgoat var douar Leon. ●354. Sarmoun ar Folgoat, kempennet ha renket evit pardoun bras Itroun Varia’r Porzou. ●(1877) EKG I 94. Setu perak e oue embannet e kear Lesneven, e Plouzeniel, e Folgoat, e Kernouez, e Plouider hag enn oll barresiou-all a dro-var-dro, beteg e Pagan. ●135. a deuaz da Folgoat da lavaret d'an Tunk. ●174. o vont da bardouna da Lokrist-an-Izelved, da Folgoat, da Rumengol. ●(1883) MIL 80. evel da bardon Remengol, ar Folgoat, ar Yeaudet, Guengam pe santez Anna-Vened. ●(1883) BSM 80. evel da bardon Remengol, ar Folgoat, ar Yeaudet, Guengam pe santez Anna-Vened. ●(1889) CDB 108. Itron Vari ar Folgoat ! / Me na gavfenn ket eur vag bennak / Em c'hasfe er ger da di ma zad. ●(1890) MOA 20b. Ar Folgoad. ●(c. 1890) CFB 42b. Folgoat.

(1900) KRL 13. Deuet foar ar Folgoat, / A beb bod kaouad. ●(1905) KBSA 76. hag er Folgoad eo em eus klevet an traou skrijus-mañ. ●(1905) ALMA 63. Folgoat. ●(1909) MMEK 33. oll gleier ar Folgoat a zo var vole. ●(1911) BUAZmadeg 235. er Folgoat e velaz an iliz nevez savet. ●(1920) KANTgwitalmeze 24. Patronez dous ar Folgoat, / Hor Mam hag hon Itroun, / An dour en hon daoulagat. ●(1922) KEPE 16. Arlerh unan é komansé un aral, Intron Varia Béléan (étal Guéned), Intron Varia en Drein (é Josselin), Intron Varia er Folgoed (étal Brest). ●(1923) FHAB Gwengolo 9/328. O tont da bardona da Folgoat, d'an 13 a viz gwengolo a zeu. ●(1950) KBSA 7. da studia d'ar Folgoad.

II.

(1) Légende.

(1732) GReg 841a. salomon, le fou prétendu du Folgoëd, Eglise Collégiale près la Ville de Lesneven. Salaün ar foll. Sant Salaün.

(2) Étymologie populaire.

(1844) FOB 127 & note. Fol-goat, village situé à un quart de lieue de Lesneven. bois du fou.

(3) Proverbe.

(1900) KRL 13. Deuet foar ar Folgoat, / A beb bod kaouad (Leon) tr. « Passée la foire du Folgoat, de chaque buisson mauvais temps ». ●(1912) MELU 206. Deuet foar ar Folgoat, / A beb bod kaouad.

(4) Croyance populaire d’après Kañnen er Ré Varù.

(1902-1905) LARB 245b. En Intron Varia er Folgoed / Chubei en tan ziar hou teu droed. / En Intron Varia a Gelùen / Chubei en tan ziar hou krohen.

III. [Toponymie locale]

(1834) HEB 438. goulen a reas ma vige bet enterret ebars Ilis an Itron-Varia Folgoat e cas ma vige maro e Breiz. ●(1894) BUEr 102. goude-ze a dremenaz ive dre Itron-Varia-Folgoat.

(1923) FHAB Here 10/397. d'am dousik Yvona Kergall eus a Lok-Evenog, eveldon.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...