Devri

fraeañ

fraeañ

v.

I. V. tr. d.

(1) Rosser, corriger.

(1905) BOBL 22 avril 31/3a. o vut kavet anei, he heun barz eun hent dizro, he deuz frêet anei gant eur bod lann. ●(1914) DFBP 136b. fouetter, tr. «Fraëa.» ●293a. rosser, tr. «Frea.» ●(1922) EMAR 59. En e zorn eur wialen, / Freo, freo 'ra e azen. ●(1938) WDAP 2/122. (Gwezeg, Santoz, Pleiben, Ar C'hastell-nevez) Frea, verb, Kanna unan bennak evit e gastiza. Skouer : Freet e vo ar paotrig en abeg ma'z eo bet o laerez avalou. ●(1955) STBJ 137. gwaska a reas war he imor evit mirout d'am frea. ●164. gant aon da veza gourdrouzet ha freet. ●222. Frea : kastiza dre daoliou, kefesta. ●(1982) PBLS 127. (Sant-Servez-Kallag) fraeañ, tr. «donner la fessée, rosser.» ●(1983) PABE 102. (Berrien) freo ar bugel, tr. «fouetter l'enfant.» ●126. Freo ar paotr, tr. «Donner une fessée au garçon.»

►absol.

(1955) STBJ 101. didruez e oa e zorn da frea.

(2) Frapper.

(1903) BTAH 208. Ar glao, en eur goueza, a frêe ar prennestr.

II. V. intr.

A. Fraeañ war : frapper sur.

(1905) BOBL 23 décembre 66/1a. Eul lod all, ar fouet bepred en o dorn, a frê var ar marc'h-limon.

B. (météorologie)

(1) (en plt du vent) Souffler fort.

(1983) PABE 102. (Berrien) freo a ra an ael, tr. «le vent souffle fort.»

(2) (en plt de la glace) Geler fort.

(1983) PABE 127. (Berrien) freo a ra ar skorn, tr. «il gèle fort.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...