Devri

goulenn .1

goulenn .1

m. –où

(1) Demande, question.

(c.1500) Cb 76a. [encerg] Jdem hoc exercitium / ij. g. exercitement. b. encerg / goulenn.

(1659) SCger 151a. goulenn, tr. «demande.» ●(1732) GReg 262b. Demande, tr. «Goulenn. p. goulennou

(18--) SAQ II 117. Ama, pevar goulen.

(1907) PERS 225. araok ma vije echu ar goulen.

(2) Ober ur goulenn ouzh ub. : poser une question à qqn.

(1882) BAR 70. oc'h ober goulennou outho hag o respond dezho.

(3) Seveniñ goulenn ub. : accéder à la demande de qqn.

(1907) KANngalon Eost 473. neubeut a ast da zeveni goulen an dud anaoun.

(4) Kaout e c'houlenn : obtenir satisfaction.

(1911) BUAZperrot 784. Bez en devoue e c'houlenn. ●(1934) PONT 16. Hag en doa bet e c'houlenn.

(5) Klevout ouzh, selaou goulenn ub. : accéder à la demande de qqn.

(1889) SFA 91. Ar Zant a zelaouaz ho goulenn.

(1932) BSTR 173. klevet e voe ouz e c'houlenn.

(6) Hep goulenn na diskenn : sans autorisation, sans permission.

(1870) MBR 146. Petra eo d'e-hoc'h beza ken afrontet da zont er c'hoat-ma (...) hep na goulenn na diskenn ? tr. «Vous êtes bien hardis, dit l'un deux, de venir dans ce bois sans permission.» ●154. Piou en deuz roet d'id an hardisegez da zont er c'hoat-ma hep goulenn na diskenn ? tr. «Qui a pu te rendre audacieux au point de venir dans ce bois, sans demander de permission ?» ●(1878) EKG II 191. Eno e kavaz eur riboul etre diou roc'h vraz, hag, e leac'h sevel ti, ne reaz nemed mont da vaner Kerouzere da gerc'hat, hep goulen na disken, skourrou guez da ober toen var he riboul. ●(1906) FHAB Mae/Mezheven 276. Kemeret a reant da zrebi ha da eva eb goulen na disken.

(1915) HBPR 71-72. Kemeret a reant da zribi ha da eva eb goulen na disken. ●110. Beza great eb goulen na disken, labour eur persoun. ●(1934) CDFi 5 mai. Ha da ober petra hag evit peseurd ez out-te deut aman, hep goulenn na diskenn, Kerne ?

(7) War goulenn : à la demande de.

(1900) MSJO 215. Var goulen an Eskibien. ●(1911) BUAZperrot 78. E gorf var e c'houlenn a oue douget da Annesi. ●83. var goulen ar pab.

(8) Goulenn gwenn : question non pertinente.

(1970) BRUD 35-36/144. Eur goulenn gwenn ’ni eo.

(9) par méton. Reiñ e c’houlenn da ub. : accorder sa demande, satisfaction à qqn.

(c.1785) VO 127-128. rein d'er horf ol é oulèn.

(1866) SEV 165. Pe seurt abek a c'hellfac'h-hu da gaout evit choum hep rei d'ezho ho goulenn ? ●(1887) SRD 7. Ronan a roaz he c'houlenn d'ezhan.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...