Devri

hag all

hag all

adv.

I.

(1) (après une énumération) Et cætera.

(1727) HB 566. Trugarecât Doue eus an nerz, hac eus ar recompans en deveus roet dezo, ha a.

(1903) MBJJ 97. gwe sitrons, gwe mouar, gwe palmez hag all. ●355. Freuz ive, aouravalo, figez, sitrons hag all. ●(1904) KZVr 354 - 19/08/04. Aveler «toull-aveler» (pe «avelour») eun toull da rei avel d'eun donell ; an toull a vez war goufr an dornerez, hag all. ●(1910) MBJL 92. lord Ripon (...) ar c'holonel Edmund Talbot, hag all. ●(1917) KZVr 225 - 24/06/17. Diboulla, foenn, kolo, mouded, hag all, tr. «transporter à bras ou à dos d'un endroit difficile dans un endroit plus facile où une voiture peut pénétrer.» ●(1925) CBOU 4/56. Breiz a zo eur vro en dilerc'h war an holl vroiou all… En Breiz ne gaver netra vat… Breizis n'ouzont netra !… hag all… ●(1925) FHAB Gouere 268. e vije rouesoc'h ar biziadou : ar viskoul, an droerez hag all. ●(1931) VALL 275b. Et cætera, tr. «hag all.» ●(1932) OALE 39/331. Evid ar red-korf an danaven, ar fluz goad hag all. ●(1933) FHAB Here 433. ar goriou, biskoulou hag all a zav diwar ur giniadenn pe eur c'hlarenn ez eus bet prederiet outo gant traou lous. ●(1940) ALMA 135. biskoaz n'am boa kredet d'ar c'hontchennou mamm-goz war ar pez a zell ouz ar c'hornandoned, ar zabatou, ar strobinellerien an distroerien hag all. ●(1941) ARVR 38/4a. er miz-mañ, sur a-walc'h, e vo lakaet kalz chajou bihan, melchon ruz hag all. ●(1962) TDBP II 15. Dilladou, botoiou (boteier) hag all, tr. «vêtements, chaussures et autres (= et cætera).»

(2) (en général après un seul mot) Et tout, y compris, entre autre.

(1877) FHB (3e série) 20/162a. coueza rankint sintrou hag all. ●(1889) ISV 171. ar bugel a guezas var al leur-zi cavel hag all divar eur c'houfr huel. ●(1894) BUZmornik 448. tud klanv ha tud mac'hagnet, guele hag all. ●582. ar baianed hen dienterraz hag her stlapaz er mor arched hag all. ●625. Eul lestr (...) a oue kollet marc'hadourez hag all.

(1910) MAKE 78. eur podhouarnad patatez plusk hag all. ●(1923) ADML 132. Ar vern a strakaz, a vroustaz dre he hanter, a gwezas er mor, gouel hag all. ●(1924) CBOU 2/29. eur banne kafe, krachen hag all. ●(1924) FHAB Mae 170. En em gavet e kichen eur c'heun, karr, kezeg, eskop hag all a yeas ennan a-lammou penn. ●(1925) BILZ 168. ar Vran, flech hag all warni. ●(1925) FHAB Meurzh 89. e tistagas eun taol troad ganti hag e kasas anezi, pladenn arc'hant hag all, da rodella pell ac'hano. ●(1932) ALMA 99. Ha setu hen, inkane hag all, en eun toull konfount. ●(1935) NOME 76. kollet e dog, boulouzenn, bloukenn hag all. ●(1947) YNVL 118. avaloù-douar plusk hag all.

II. ken (…) hag all =

(1908) KMAF 71. N'eo ket re abred, ken tagnouz hag all e-giz ma oa deut da veza eur pennad zo. ●(1910) MAKE 9. Plijadur ho peus, ma den, p'eo gwir emoc'h ken laouen hag all ? ●110. Ker buhan hag all, ma vije distroet da Bouldahud, he dije lavaret d'he anaoudegez : (…).