Devri

harpañ / harpiñ .1

harpañ / harpiñ .1

v.

I. V. intr.

(1) Harpañ e : s'appuyer à.

(17--) EN 1648. ma harb er hleun, tr. «en sorte qu'il s'appuie au fossé.»

►sans compl.

(1857) GUG 97. Men deourn hemb harp erbet / É clasq attaù harpein.

(2) (au jeu de boules) Venir le plus près du cochonnet.

(1932) ALMA 158. Da Job ar ruilladen genta, / D'ar re-all : harpa pe freuza.

(3) Harpañ ouzh : résister à, tenir tête à.

(1877) EKG I 94. harpa ouc'h fallagriez an drouc-spered. ●(1878) EKG II 96. da glask tud da harpa ouc'h soudarded Canclaux. ●(1880) SAB 90. Stourmomp, arpomp ouz an dristidigez. ●95. arpa mad ouz kement a voall stourm ouzomp. ●115. arpa stard ouz e aliou fall, ouz ar goall-zonjou. ●(1889) SFA 95. N'euz fors Klara a harpaz out-ho.

(1906) GWEN 20. harpa gwelloc'h euz ar goanv. ●(1909) FHAB Gwengolo 280. Fizianz hon deuz e teuio an Ao. Perrot ne harp netra outhan a ben ive da lakaat da asvevi en hor bro eur c'hoari ker koz ha ker brao. ●(1911) BUAZperrot 149. netra ne harpfe outo ! ●(1935) VKST Du 391. Diaes kenan oa harpa ouz eun den, d'ezañ kement a spered.

(4) Résister, tenir le coup.

(1878) EKG II 131. Edon o vont da bifiga, n'oan ket evit harpa ken, rak n'oan ket evit kaout va alan.

(1925) FHAB Here 378. Bec'h am eus bet, hen anzao a ran oc'h harpa, p'am eus gwelet va zad ha va mamm o tont aman. ●(1928) LEAN 120-121. Evelato ar vedesined a zisklerias n'oa ket ezomm da hasta, e c'helle harpa c'hoaz.

(5) S'arrêter.

(1929) MKRN 178. (Gourin, ar Faoued, Skaer) Harpa… S'arrêter. An traiñ a harp e Koadloc'h.

(6) local. Bégayer.

(1970) GSBG 62. (Groe) eñ 'harp, tr. «il bégaie.» ●280. harpiñ a reont, tr. «Ils bégaient.»

II. V. tr. d.

A.

(1) Appuyer.

(1647) Am 766. Harpa va daou glin, tr. «Appuyer mes deux genoux.»

(1659) SCger 153b. harpa, tr. «apuyer.»

(2) Harpañ e benn e : appuyer, accoter sa tête à.

(1848) SBI I 216. Hen harpa he benn 'n eun derwen, tr. «Lui, d'appuyer sa tête à un chêne.»

(3) Étayer, soutenir.

(1633) Nom 145a. Tibicines : bois sur lequel sont appuyées les maisons ruineuses : stançounou, pezyou coet euit harpaff á ve darè da couezaff.

(1659) SCger 113a. soustenir, tr. «harpa

(1849) LLB 789. trestier aveid harpein hou ti.

(4) Aider, soutenir (qqc.).

(1904) BOBL 24 septembre 1/1a. Ar Bobl, goude trugarekaat ar re a zo deuet dija ken niverus da harpa anezan ha da doulla d'ezan dre beb korn a Vreiz-Izel... ●(1907) AVKA 110. An den a hanve mad e religion a gav en amzer goz hag en amzer a vrema peadra da harpa e fe ha fe ar re-all. ●(1910) MBJL 177. war digare harpan an emgleo a stag a neve so Bro-C'hall ouz Bro-Zôz.

(5) Aider, secourir (qqn).

(1911) BUAZperrot 584. da harpa o zad en e gozni. ●(1913) AVIE 292. harp te vredér.

B. sens fig.

(1) (cuisine) Accompagner (un met).

(1922) IATA 47. eur voutaillad gwin bennag a gavin da harpa ar geusteuren.

(2) (musique) Accompagner (les voix).

(1903) MBJJ 36. Da harpan ar mouejo, a zo eun harmonium. ●(1944) EURW I 174. Gladys a ganas en eur harpa he mouez heson gant ar piano.

(3) Harpañ gwirioù ub. : défendre les droits de qqn.

(1925) FHAB Genver 9. eun emgleo (…) savet evit harpa gwiriou ar vrezelourien goz.

(4) Harpañ kozhni ub. : soutenir la vieillesse de qqn.

(1862) BBR 14. n'espérit mui / E chomfé ho mab karet vid harpa ho kosni, tr. «n'espérez plus que votre fils bien-aimé reste pour appuyer votre vieillesse.»

(1908) PIGO II 183. Bean 'm eus pevar mab : tri ane a zo mat da vont d'ar gann. Kaset daou ganac'h, ha lezet egile ganin da harpan ma c'hozni.

(5) Harpañ komzoù ub. : étayer les dires, les propos de qqn.

(1926) FHAB Here 373. Da harpa e gomzou, an Tad Herve a roas d'eomp ive skoueriou.

III. V. tr. i. Harpañ gant ub. : aider qqn.

(1896) HIS 141. harpein getoñ de zoug é groéz.

IV. V. pron. En em harpañ.

(1) V. pron. réfl. Prendre appui, s'appuyer.

(1633) Nom 157b. Solium : chaire appuiresse : cador den em arpaff. ●165b. Scipio : baston à s'appuyer : baz den em harpaff.

(1744) L'Arm 15b. S'appuyer, tr. «Um harpein

(1864) JKS 104. N'en em harpit ket war eur gorsen a zo bransellet gant ann avel. ●(1876) TDE.BF 281b. En em harpa war, tr. «s'appuyer sur.» ●(1878) EKG II 47. Mont a riz d'en em harpa ouc'h ar punz koz. ●(1889) SFA 24. Fransez en em harpaz ouz ar voger. ●73. oc'h en em harpa ouc'h mogerriou an Iliz.

(1911) BUAZperrot 141. an neb a c'hell en em harpa varno. ●(1924) FHAB Genver 10. Ar re goz a veze lezet ganto ar pilieri evid en em harpa.

(2) V. pron. réci. S'entraider.

(1907) FHAB Even 100. ma karont en em voda hag en em harpa.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...