Devri

hast

hast

m. & adv.

I. M.

(1) Hâte, rapidité.

(1580) G 657. gant hast, tr. «en hâte.»

(1876) TDE.BF 281b. Hast, s. m., tr. «Empressement, hâte.»

(2) (Kaout) hast da : (avoir) hâte, grande envie de.

(1824) BAM 76. An hast en deus da gaout madou, hac an aon en deus na o c'hollfe. ●(1880) SAB 197. an hast da binvidicaat.

(1957) BRUD 2/42. Esoh, avad, e oa he spered evid an derhent hag an hast da weled hoaz dremm garet he mab, a-barz ma vije douget d’ar bez, a roe nerz dei da zifrea ar gwellika ma helle.

(3) Bezañ hast gant ub. : être pressé.

(1911) FHAB C'hwevrer/Meurzh 54. m'en asur deoc'h, e skoe stank kement a hast a oa gantan.

(4) Kaout hast da : avoir hâte de.

(1659) SCger 65b. i'ay haste, tr. «hast ameus.» ●(c.1718) M 325/422) (N 1/31 - O 32/70 - P 71/219 - Q 220/242 - R 242/426) (S 1/138 - T 149/251 - U/V/W 252/343 - Y 343/344 - Z 344/345)">CHal.ms ii. haste I'ay haste, tr. «hast', press', foul emmés

(1834) SIM 120. rac hast ameus, evel el lavaren dêc'h, da vont d'ar guêr.

(1920) FHAB C'hwevrer 227. hast en devoa da veza distag deus e eost.

(5) Ober, kaout hast a, eus, ouzh ub. : aimer qqn.

(1904) KANNgwital 17/129. beza evit'han (...) leun a respet, ober ast anez'han. ●(1907) KANngalon Genver 295. an oll skianchou gaf ivantionou a vez great kement a ast anezho. ●(1909) KTLR 47. Dilezer a reaz Lizik, ha divar neuze, na vije great hast ebed anezhi. ●(1936) PRBD 55. Setu aze eur vamm. Daou grouadur e deus : unan dek, daouzek vloaz, hag unan bihan : bloaz pe bloaz-hanter. Eus an hini bras, ne ve ket lavaret e ra kalz a hast. Met an hini bihan a ve ganti, atao, war he barlen, war he breac'h pe ous he c'halon. ●(1942) FHAB Gwengolo/Here 201. e servichourien hag e verourien o devoa hast outan. ●(1939) KTMT 141. daoust m'he deus bremañ Nedig nebeutoc'h a hast, diouz gwelout, ouz Gwennael.

(6) Kaout hast d'udb. : être pressé d'avoir.

(1969) BAHE 62/50. Hast en deus d'e damm soub, rak, didiac'h, n'eo ket tomm dindan an oabl, kaer en deus galoupat.

II. Loc. adv.

(1) Dre hast : rapidement, à la va-vite.

(1846) BAZ 306. Ar servich divin a ioa cazi abandonet, ha gret dre hast en Ilis-ze. ●(1862) BSH 7. Anton ha Clocester, ha car roue Herry / A vale dre hast quen a vezoint arri.

(2) En hast : en hâte.

(1710) IN I 208. Jamæs un dra en her hac en hast, ne vez great mat. ●(1727) HB 253. dont a resont en hast.

(3) A-hast : en hâte.

(1575) M 1357. Eno á hast dastum aray lingnez humen, tr. «Là en hâte, il réunira la race humaine.»

(1838) OVD 60. laret a haste. ●(1843) LZBg 1blezad-2l lodenn 47. unan ag er grechénion fidel e zas de larèt dehai a hast é oé bet laqueit étré deourn er mandarin ur santance a varhue. ●(1855) BDE 87. er yoh pedenneu-hont e larér a hast. ●297. Er vugulion e yas a hast. ●(1897) EST 55. a hast hag a bréz.

(4) A-hast-kaer : à toute vitesse, en toute hâte.

(1986) LIMO 17 janvier. A hast-kaer, tr. «à toute vitesse.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...