Devri

jiletenn

jiletenn

f. –où (habillement)

I.

(1) Gilet.

(1857) CBF 24. eur jiletenn hag eur chupen, tr. «un gilet et une veste.» ●(18--) SBI II 186. Eur goz giletten, tr. «un vieux gilet.»

(1905) BOBL 05 août 46/2d. diou cheleten, eur bragou.

(2005) SEBEJ 66. (Ar Yeuc'h) les boutons dorés tranchaient sur le fond bleu des cheleten (gilets).

(2) Jiletenn war varr, war c'horre : pardessus.

(1879) ERNsup 170. jiletenn war var, Pontrieux, war c'hourre, Corn[ouaille], un pardessus.

II.

(1) Frankaat war e jiletenn : être sans inquiétude.

(1966) BRUD 30/16 (T) E. ar Barzhig. Ma oan orgedet ouz Ulla, ne oa deut gwech ebed da soñj din dimezi ganti, hag evid frankâd war ma jiletenn, vel ma lavare on tad-koz, Pier, e soñjen penaoz e oa heñvel menoziou ma mignonez ha re he zud.

(2) Bezañ frank e jiletenn : être capable, snas peur.

(1962) BRUD 16/16 (T) E. ar Barzhig. Peogwir ez out eur gwaz frank e jiletenn, setu ar pez az-po d'ober.

(3) Treiñ ar jiletenn war an tu-enep : faire les choses dans le sens contraire.

(1939) KTMT 127 (Li) *Brogarour. Me ! N'emaout ket mat ! Kement-se a ve trei ar jiletenn war an tu-enep.

(4) Bezañ reut e jiletenn : être ivre.

(1943) VKST Genver-C'hwevrer 205 *Petromik. Ha meur a c'hlaourennog zoken a gav c'hoaz an dro, pa'z eont d'ar friko, da ober re gofad ha da zont d'ar gêr, rount o boutou ha reut o jiletenn.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...