Devri

kizidik

kizidik

adj.

I. Attr./Épith.

A. (en plt de qqn)

(1) Délicat.

(1659) SCger 168a. quisidic, tr. «qui se plaint.»

(1872) ROU 80b. Délicat, difficile à contenter et facile à mécontenter, tr. «Kizidig.» ●(1876) TDE.BF 348a. Kizidik, adj., tr. «Difficile à vivre.»

(2) Sensible.

(1900) KEBR 19. Eun niz kizidik, tr. « Un neveu susceptible » ●Nized re gizidik, tr. « Des neveux trop susceptibles ». ●(1921) LABR ii. un inean tenér, hegé ha kizedik dreist penn. ●(1936) BREI 449/2a. kuit a anwazi nag a sponta an dud kizidik. ●(1947) YNVL 93. Ar yaouankiz a zo ur boked eus ar c’haerañ ’zo er bed, nemet bresk ha kizidik. Ne c’houlenn ket bezañ flac’hotet.

(3) Kizidik ouzh ar boan : sensible à la douleur.

(1911) BUAZperrot 279. kizidik ouz ar boan eveldomp.

►absol.

(1732) GReg 858b. Sensible à la douleur, tr. «qisidicq.» ●Il ne peut souffrir le moindre mal, tant il est sensible, tr. «Ne all qet souffr an distérâ poan, qer qisidicq ma zeo.» ●Pour peu qu'on le choque, il est sensible, tr. «Evit nebeud ma èn touchér, ez eo qisidicq.» ●Vous l'avez pris par son sensible, tr. «Qemeret oc'h eus ê dre'n andred qisidicq

(1876) TDE.BF 348a. Kizidik, adj., tr. «douillet, sensible à la douleur physique.»

(1929) MKRN 108. Lod eus ar verourien a grede e oa an aotrou o klask gout ma oa blod pe kalet kein an itron, pegen kizidik oa he soukil, ha den na grede tostat gant aoun eus fest-ar-vaz.

(4) local. Timide.

(1984) EBSY 49. (Sant-Ivi) kizidik, tr. «Timide.»

(5) =

(1924) FHAB Genver 32. eur skouarn tano ha kizidik awalc'h.

(6) Hargneux.

(1659) SCger 65a. hargneux, tr. «quisidic

(1876) TDE.BF 348a. Kizidik, adj., tr. «hargneux.»

(7) Plaintif.

(1659) SCger 93a. plaintif, tr. «quisidic

(8) Susceptible.

(1900) KEBR 19. Eun niz kizidik, tr. « Un neveu susceptible » ●Nized re gizidik, tr. « Des neveux trop susceptibles »

B. (en plt de qqc.)

(1) (Douleur) sensible.

(1866) SEV 118. Dre ma'z eo ar boan-ze kizidik, e ra dre-ze dounoc'h labour enn hor spered. ●(1876) BJM 180. gant pistigou kizidic en he gostez.

(2) Délicat, fragile.

(1838) CGK 4. Quisidicoc'h marc'hadourez na neus quet var boul ar bet. ●20. Bea zeus plant quisidic, da chom a blaç crouët, A voëler o tizec'ha ractal mint disvroet. ●(1883) SAQ I 37-38. ar garantez a zo eur blanten figus, kizidik ha naoneg. Figuz eo : n'en em blij ket e peb douar. ●(18--) SAQ I 257. Henvel eo : Ouz ar plant kizidik, da jomm a blas krouet / A zeu da zizec'ha pa vezont divroet.

(3) (Endroit) sensible.

(1902) MBKJ 218. gouzout a ra e pe du ema ann arroud kizidik.

II. Adv. Sensiblement.

(1955) STBJ 139-140. En eur vouez, a-unan, e laoskjont eur griadenn hirvoudus, leun a fiziañs hag a feiz, hag a zassonas kizidik er c'halonou kristen : « Aotrou ! ho pezit truez ouzomp ! Krist ! roit deomp ar pare ! Aotrou ! selaouit hor mouez ! Jezuz ! roit deomp yec'hed ar c'horf hag an ene !

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...