Devri

kuzul

kuzul

m. –ioù

I.

(1) Conseil.

(1499) Ca 53b. Cusul. g. conseill. ●(1576) Cath p. 22. ma holl confort ha cusul, tr. «toute ma force et mon conseil.»

(1659) SCger 30a. conseil, tr. «cusul, p. iou.» ●30a. Conseiller quelqu'vn, tr. «rei cusul da.» ●(1732) GReg 199a. Conseil, avis qu'on prend, ou, qu'on reçoit sur quelque affaire, tr. «Cusul. p. cusulyou

(1846) BAZ 27. da c'houlen cuzul digant unan bennac. ●(1857) HTB 80. Kavout a ree ennan eur c'husul mad. ●(1869) KTB.ms 14 p 210. ur c'huzuil-mad bennag. ●(1924) KANNgwital 263/199. imaj ar Verc'hez, Itroun Varia a guzul vat.

(2) Goulenn kuzul digant, ouzh : demander conseil à.

(1612) Cnf 41b. nep na entent (…) à goulenno cusul ouz an tut sauant ha gouuizyec.

(1894) BUZmornik 223. He respet evit ann eskibien a ioa ker braz ma c'houlenne kuzul digantho.

(1907) PERS 135. da c'houlen kuzuil digant an Aot. Persoun. ●(1913) FHAB Ebrel 120. Ma'z int stag mat ha doun, ma teuont da zistira [trouskennou an dokenn], eo gwelloc'h goulenn kuzul ouz ar medisin. ●(1929) KANNgwital 321/317. pleustri dalc'h mat ha goulen aliez soken kuzul digant an dud en oad.

(3) Kemer kuzul (digant ub.) : prendre conseil (de qqn).

(c.1500) Cb 55a. ga. donner / ou demander conseil. b. reyff / pe quemeret cusul. ●g. qui demande conseill. b. nep a quemer cusul.

(1659) SCger 30a. consulter, tr. «quemeret cusul

(1894) BUZmornik 192. hag aliez e kemere kuzul diganthan evit gouarnamant he rouantelez.

(4) Reiñ kuzul da : donner conseil à.

(c.1500) Cb 55a. ga. donner / ou demander conseil. b. reyff / pe quemeret cusul. ●(1612) Cnf 43a. ho sicour, reiff dezo cusul.

(1868) KMM 114. ho confessor (…) lakeat gant Doue da rei cuzul deoc'h.

(5) Kuzul-tiegezh : conseil de famille.

(1938) WDAP 2/123. Pa vez enebiez etre mad ar gward-dibabour hag hini an emzivad e vez bodet ar c'huzul-tiegez.

(6) (jeu) C’hoari kuzul : jeu où l’on se parle à l’oreille.

(1927) GERI.Ern 219. c'hoari kuzul, tr. « jeu d'enfant, où l'on se parle à l'oreille. »

II. [en apposition] Avis-kuzul : conseil avisé.

(1847) MDM 243. E fin holl e ranker dioual evez mad na dafet da c'houlenn aviz-kusul amañ hag aount. ●250. Kaout avis-kusul digant ar medisin pe remejou. ●384. goulenn aviz-kuzul ar pevar all. ●(1869) SAG 59. Doue a dleffe dont da c'houlenn aviz-kuzuil digant an dud.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...