Devri

Landernev

Landernev

n. de l. Landerneau.

I.

(c.1480) N 1394-1397. Ema dou hanter spes e placc aes am deseau / He eneff net gant Doe diuoe so guir roen ster / He corf so enterret parfet a coudet scler / Entre Doulas a scler han ker a Landerneau. ●(1576-1600) Cco 80. lãderne.

(1732) GReg 561a. Landerne.(1793) SD 108. Great er commission ar goüarnamand eus a Finistère, en Landerne, ar 28 deis a viz ventos, eil bloas eus ar Republicq, unan hac indivisibl. ●247. Great er Gommission eus an departamant a Finister, e Landerne, an 18 Pluviôse, pe mis ar glao, an eil bloas eus ar Republiq, unan hac indivisibl.

(18--) LED.gou 35. A Vontroulez, a Landerne / Eus a Dreger hag a Gerne. ●(1825-1830) AJC p. 280. landernef.(1834) HEB 411. pere a chomme equichen Landerne. ●(1834) SIM 29. e ranqe tremen dre Landerne, ar Faou ha Castellin. ●(1847) FVR 195. Lesneven ha Lannderne. ●(1857) CBF 131. Landerne.(1860) BAL 155. e Landerne, er Faou, e Kemper, Concarne, Pont-Abbat, Gouaien, Enez-Sizun, Douarnenez ; etc. ●(1863) ST 6. Landerne, Lezneven, Montroulez ha Kastel. ●(1865) FHB 1/7b. Er pevar devez kenta eus ar mis-ma e tlient beza e Landerne, Goueznou, Conq ha Locournan. ●(1869) TDE.FB xviiib. Lann-Ternok, Lann-Derne. ●(1876) TDE.BF 389a. Ann nep a ia euz a Landerne da Lesneven, al loar a bar war he gein hag ann heol war he dal. ●(1876) BJM 4. epad ur mission e Landerne. ●(1878) SVE 967. C’houez ann the hag ar c’hafe / A zo gant merc’hed Landerne. ●815. Pa vezit war bont Landerne / N'oc'h nag e Leon nag e Kerne. ●(1884) BUZmorvan 122. Sant Guevrok a glanvaz e Landerne enn eur ober tro ann eskopti. ●(18--) SON II 266. Adieu, pors Brest ha Recouvrans, / 'C'h an da guitaad Frans, / Ar Roc'h, Landernè, Castel-Pol, Montroulès, / Landivichau tremenen aliès ! ●(1889) CDB 160. Ann devez warlerc'h he eured / E oa foar e Landerne. ●(1890) MOA 21b. Lann-Derne ; - (Lann-Ternok ; - Lann-Terne), Landerne. ●(18--) SPY 11/7b. Da Landerne da gouent an Ursilinezet. ●(c.1890) CFB 42b. Landerne, Landernok.

(1905) ALMA 18. e Landerne emaint 11 a-enep 12. ●(1911) BUAZmadeg 119. pa gouezas klav e kear Landerne.(1912) DDPB 273/1642. Ann nep euz a Landerne a ia da Lesneven, / A bar al loar war he zalben. ●(1927) GERI.Ern 339. Landerne. ●(1928) FHAB Genver/27. deuet fenoz, eus a Landerne gant soudarded ha kanoliou. ●(1932) KELD 70. Landerne. ●(1983) GKDI 13a. D'an devez-se e Landerne, / E Brest hag e Kemper-Kerne, / Saverien-yer en dienez, / A youh d'an oll o faourentez.

(1869) TDE.FB xviiib. Lann-Ternok, Lann-Derne. ●(1890) MOA 21b. Lann-Derne ; - (Lann-Ternok ; - Lann-Terne), Landerne. ●(c.1890) CFB 42b. Landerne, Landernok.

(1825-1830) AJC 2571. lared a ris ma eta red a vou mond bete landerno / dre eun denvaligen eb efar doust penos a vou an dro.

(1980) (2005) IFTR 298. En Brest hag e Landivizio / En Kemper hag e Landerno.

II.

(1) Proverbe.

(1876) TDE.BF 389a & 811. Ann nep a ia euz a Landerne da Lesneven, al loar a bar war he gein hag ann heol war he dal. ●note de Troude : « Jadis en effet, ces deux villes et leurs environs étaient habitées par les plus grands seigneurs du pays, ce qui justifiait l'allégorie ci-dessus. Lesneven, disait-on, est le soleil du Léon, et Landerneau, la lune. – De mauvais plaisants ont dit de nos jours : La lune de Landerneau, ce qui n'est pas moins stupide que l'idée de celui qui fit placer sur la flèche d'une église, aujourd'hui détruite, un globe doré figurant la pleine lune et au-dessus un croissant figurant le premier quartier ».

(2) Proverbe.

(1878) SVE 815. Pa vezit war bont Landerne / N'oc'h nag e Leon nag e Kerne.

(1920) (1978) BSPL 152. Pa vézer var bount Landerné n'emaoc'h nag e Léon nag e Kerné.

(2003) TRMOR 45. War bont Landerne / N'emaoc'h nag e Leon nag e Kerne.

(3) Dicton.

(1878) SVE 967. C'houez ann the hag ar c'hafe / A zo gant merc'hed Landerne.

(1975) BRUD 50/3. C'hwez an te hag ar hafe / A zo gand merhed Landerne. ●(1994) BOUE 143. C'hwezh an te hag ar c'hafe / A zo gant merc'hed Landerne.

(2003) TRMOR 55. C'hwez an te hag ar c'hafe / A zo gant merc'hed Landerne.

(4) Dicton. Cf. note Gw. le Menn DDPB 273/1642.

(1878) SVE 990. Ann nep euz a Landerne a ia da Lesneven, / A bar al loar war he zalben.

(5) Proverbe.

(1878) SVE 991. Etre ar Faou ha Landerne, / N'emoc'h nag e Leon nag e Kerne.

(1995) PLTZ 85. Etre ar Faou ha Landerne / n'emeur nag e Leon nag e Kerne.

(6) Proverbe.

(1878) SVE 992. Pa vezit war bont Landerne, / Fri Leonard, reor Kerne.

(1981) ANTR 107. Pa vezer war bont Landerne ne vezer nag e Leon nag e Kerne. E vez da fri e Leon ha da revr e Kerne, a lavar tud zo. ●(1995) PLTZ 85. P'emeur war bont Landerne / 'mañ ar fri e Leon / Hag ar rêr e Kerne !

(2003) TRMOR 46. Pa vezit war bont Landerne / Fri leonard, revr kerne.

(7) Formule enfantine (Braspartz).

(1882) SVE 217-218. Heï ! Heï ! dikodrin... / Da Landerne da vit gwin; / Da vit gwin ha bara mad / Da Iannik vihen da wellaad.

(1975) BRUD 50/13. Hei ! hei ! Dikodrin... / Da Landerne david gwin, / David gwin ha bara mad, / Da Yannig vihan da wellaad.

(8) Formule utilisée par les parents lorsqu’ils font sauter leurs enfants sur leurs genoux.

(1957) SKOL 5/6/19. Hei do ! Marc'h Hamon, / Da landerne davit bonboñ. / Bonboñ, bara mat, / D'ar paotrig-mañ ha d'e dad / Hag un tammig war ar samm / D'ar paotrig-mañ ha d'e vamm. ●(1975) BRUD 50/7. Hei do ! marh [ano eur bugel] / Da Landerne david boñboñ, / Boñboñ, bara mad, / Hag eun tammig war ar zamm, / D'ar paotrig-mañ ha d'e vamm !

(9) Proverbe.

(1912) MELU 202. An neb a ya da foar Santez Katell e Landerne, / Ne gar nag e gorf, nag e ene.

(10) Mots-croisés.

(1955) SKOL 4/19/3. Unan eus mibien Adam hag Eva / Douar karet gant pep hini / Eus ar verb bezañ / Kentañ tra a weler e Landerne / ABEL / BRO / EO / L.

(11) Devise de noblesse (Guyomarc’h du manoir de Palud-Bihan).

(1973) LAND 191. Quemer, Quelen, en français "Prendre Conseil".

(12) Devise de noblesse (Manoir de Traoñ-Elorn).

(1973) LAND 195. Martèze (peut-être).

III. [Toponymie locale]

(1865) FHB 18/139a. An Tad Maneur a roaz c’hoaz goude-ze misionou e Roscanvel, Hanvec, Sant-Thomas-Landerne, e Logonna, e Berrien, Scrignac, Benodet, Sant-Rioual hag en oll garteriou ze e reaz eur vad dispar. ●(18--) SPY 1/7b. Rag se ta me oa kasset ar c'henta oa gallet / Da Landerne da gouent an Ursilinezet.

(1931) FHAB Gwengolo/336. Evelse e vezed digemeret (...) en tri Filier (...) e Landerne. (...) e Landerne hini ar Vrec'h Aour hag hini Taolenn Bacchus. ●(1974) ISHV 5. parrez Sant-Tomaz Landerne.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...