Devri

Menez-Mikael

Menez-Mikael

oronyme Mont Saint-Michel de Brasparts (Brasparts, 381,96 m).

(1914) ARVG Mae 79. Evelse an Elez, deut eus Menez-Mikêl. ●(1930) FHAB Gwengolo 329. Diou leo diouz Braspartz e kaver brudeta krec’henn a zo e Breiz : Menez Mikael, 391 metrad uhelder d’ezan. ●331. Ne ouezer ket pegoulz (...) eo bet savet chapel genta Menez Mikael. ●(1931) FHAB Gouere/252. Eun dervez ec'h en em gavjont e Koad ar Roc'h hag ac'hano e welent dirazo moudenn Kronou a hanver breman Menez Mikael. ●(1936) TKAL I 72. da glask an teñzor da Venez Mikael.

►Tuchenn-Mikael.

(1943) FHAB Mezeven 308. Diswel Tuchenn Mikêl er vuloc'henn hedro.

►Tuchenn/Torgenn-Mikael.

(1870) FHB 277/126a. ar pez a c’halvomp-ni ama meneziou, evel tuchen pe torgen Sant Mikeal.

(1922) GLPI 15. Diwar torgenn Sant-Mikêl. ●(1935) OALD 52/130. endra ma tasson mouez vras torgenn Sant Mikeal gant youc’h mantrus an hoper-noz. ●(1955) STBJ 10. Pa zeller etremek ar c’hreisteiz, he deus doare Tuchenn Sant Mikêl da veza stag ouzh Tuchenn ar Mouilc’hi.

►Menez Sant-Mikael.

(1904) KBSA 27. Hag an aotrounez a ziskenn war gern menez Sant Mikael, e Brasparz. ●(1906) BOBL 21 juillet 96/3a. kichen Sant-Riwal, parrez Brasparz, tostik da vene Sant-Mikel. ●(1914) MAEV 109. Ar ster Ellez, goude dont eus an douar e Gun-Elle, e-troad menez Sant-Mikeal. ●(1924) FHAB Mae 167. ez ejont o daou da bedi, da c’heun ar Youdik, e traon menez Sant-Mikêl. ●(1957) BRUD 2/78. Menez Sant-Mikêl a zave uhel e benn war ar vro. ●(2002) TEBOT 142a. Na pa oan war Menez Sant-Mikael / Nag ha kemer ma repoz.

►Menez-(sant)-Mikael-Brasparzh.

(1910) ISBR 64. Rivod e hratas de Gérialtan rein dehon er vro ol en dehé bet gellet guélet diar beg er mañné Hom pé diar mañné sant Mikél Braspar. ●(1971) LLMM 149/413. Un taol heñvel zo bet graet da Venez Mikael Brasparz, siwazh !

►Tosenn Sant-Mikael.

(1936) TKAL II 18. e-kichen tosenn Sant Mikael.

►Krec’h Sant-Mikael.

(1867) BBZ III 121. Adalek krec’h sant Mikel tre-beteg traon Elorn.

►Sant-Mikael.

(1916) KRVT 169/1c. En eur-ze e seblant beza eur porzig-mor / E dinaou Brenniliz, Sant-Mikael ha Kador.

►Moudenn-Kronon.

(1930) FHAB Gwengolo 331. Ne ouezer ket pegoulz (...) eo bet savet chapel genta Menez Mikael ; an hini a weler breman a zo bet adsavet er bloaz 1672 dindan ano a Zant Mikael Moudenn Krono ; Moudenn Kronon oa ano ar menez a-raok ma oa ar chapel warnan. ●(1931) FHAB Gouere/252. Eun dervez ec'h en em gavjont e Koad ar Roc'h hag ac'hano e welent dirazo moudenn Kronou a hanver breman Menez Mikael.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...