Devri

merk

merk

m. –où

I.

(1) Marque, signe matériel.

(1499) Ca 135b. Merc. g. cest signe faicte par impression de fer chault. g. caractere.

(1732) GReg 604b. Marque, signe, tr. «Mercq. p. mercqou. H[aute] Cor[nouaille] merch. p. merchau. Van[netois] merch. p. merchëu

(1849) LLB 1137-1140. en anuerzi breh guen / (…) E chib, én ur gerhet, en dopar ged ou losteu / Hag e zismant er merch en des groeit ou fazeu. ●(1883) MIL 148. Bols-dor ar vered a zoug ar merk 1668.

(1907) BOBL 09 novembre 163/2d. kas kuit merk ar poac'h.

(2) Marque, indice abstrait.

(1846) DGG 440. mercou ordinal a garantez. ●(1847) MDM 51. ann enoriou hag ar c'hlinkerez ne dint nemed merkou a c'hloriusded. ●(1882) BAR 227. ha setu aman an arouez pe ar merk a gement-se. ●(1893) IAI 8. Setu aze eur merk splam ha diarvar.

(1922) EOVD 218. ur merch a zifians.

II.

(1) Ober ur merk mat : faire une bonne affaire.

(1975) BAHE 86/23. Klevet e vez ivez ober ur merk mat : ur prenañ mat, un afer vat.

(2) (marine) Amer.

(1925) BILZ 109. ar vag a dostae ouz ar merkou. (…) Ha koulskoude er merkou eman. Setu karreg Beg-ar-Fri, setu ar steredenn : emaint an eil dre eben. ●(1971) TONA.morl 5. merk, tr. «amer, marque de navigation.» ●(1977) PBDZ 1005. (Douarnenez) deus alese a gemerez merkoù, tr. «de là tu prends des amers.»

(3) Den a verk : homme de marque.

(1792) HS 115. hé frièt, hannüet Uri, deine à verche, couraguss, ha fidèle dé Roué.

(4) Derc'hel merk eus udb. =

(1880) SAB 21. Doue (...) e roas urz ma vize dalc'hed merc eus ar burzud-se.

(5) Menstrues.

(1659) SCger 58a. fleurs des femmes, tr. «mercou.» ●(c.1718) CHal.ms ii. fleurs des femmes, tr. «amserieu, mercheu, misieu.» ●(1732) GReg 419a. Fleurs, terme de medecine, tr. «mercqou

(1876) TDE.BF 453a. Merkou, s. pl. m., tr. «Menstrues.»

III. (droit)

(1) Acte.

(1944) EURW I 18. eun dibun a dud – a bratikou – o tont da glask kuzul war o aferiou luziet, pe da ober eur «merk» bennak. Eur merk a veze graet eus eur c'hontrad war baper-timbr, ne vern a be seurt. ●(1967) BAHE 51/2. Skrivañ a ris ar merk (akta) hag her siellañ. ●(1975) BAHE 86/23. Merk a dalvez un akt dirak an noter ivez. Ober ur merk. Taldir hag a oa mab un noter, a gomz eus se ivez.

(2) Ober ur mark gant ub. : passer un contrat avec qqn.

(1905) BOBL 23 décembre 66/1b. Me ra eur merk ganid : te ha me a zo oblijet da heuill poentchou ar merk, ha n'allomp ket terri anezan heb hon asant hon daou.

(3) Kemer merk a : prendre acte de.

(1910) ISBR 276. Nahein e hras grons [Parlement Breih] a gemér merch a ou lézenneu.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...