Devri

meud / meudig

meud / meudig

m. –où

I. (anatomie)

A. (main)

(1) Meud an dorn : pouce.

(1499) Ca 137b. Meut an dourn. g. le poulce de main.

►absol.

(1633) Nom 24a. Pollex : poulce : an meut, bis meut, morzol an laou. ●211a. Dodrans, palmus maior : l'interualle entre le poulce & le petit doigt : an spaçc entrè'n meut hac an bis bian.

(1716) PEll.ms 940. Meut, Pouce, gros doigt de la main ou du pié. On y joint ordinairement Bis, doigt. , doigt pouce. Mais les vieux Dictionaires portent simplement an meut, le pouce. Pl. Meudou. ●(1732) GReg 299a. Ar meud. p. meudou. ar bis meud. p. an daou veud, an naou vis-meud. 743b. Pouce, tr. «Meud. p. meudou. Van[netois] medt. p. medtëu.» ●(1744) L'Arm 114b. Er mêtt ou mêdd, burlesquement Morholl el leu.

(1821) GON 42a. Ar bîz meûd, ou simplement ar meûd, le pouce. ●(1887) LZBg 45et blezad-3e lodenn 159. é spign dré é zeu ved.

(1900) KEBR 18. Ar meud, tr. « Le pouce » ●Ar meudou, tr. « Les pouces ». ●(1906) BOBL 22 septembre 105/3b. e veud hag e viz-ioud. ●(1945) DWCZ 88. Petra ’zo a-nevez ? eme an itron d’ar vaouez, a oa en he c’hichen, eur bugelig ganti war he brec’h, eun all krog en he zavancher, o suna, dre c’helle, e veudig.

(2) Biz-meud : pouce.

(1633) Nom 24a. Pollex : poulce : an meut, bis meut, morzol an laou.

(1659) SCger 95b. poulce, tr. «bès meut.» ●159b. bez meut, tr. «pouce.» ●(1732) GReg 299a. Ar meud. p. meudou. ar bis meud. p. an daou veud, an naou vis-meud. (1774) AC 155. ar bes meud a zioch ar scouarn, tr. «le pouce soit au-dessus de l’oreille.»

(1821) GON 42a. Ar bîz meûd, ou simplement ar meûd, le pouce. ●(1868) FHB 191/277a. Ar gountel a ziriklas divar an tam coat var he vis meud. ●(1872) DJL 34. betek he vez-meud. ●(1876) TDE.BF 55a. biz-meud, s. m. Pouce de la main et du pied.

(1909) KTLR 86. gant he bis meud. ●(1925) SFKH 4. stoket boden é gorn pri (…) ar ivin é viz med. ●(1925) BRUD n° 11, 12, 14, 15, en 1963 par Emgleo Breiz, Brest, graphie et pagination différentes de l’édition de 1925, puis en 2003 une édition bilingue par Skol Vreizh préparée par Bernard Cabon)">BILZ 21. Entre e viz-meud hag e viz-yod. ●(1935) LZBl Gwengolo/Here 160. He bizied meud zo divuhez ha ne lavigont mui. ●(1974) TDBP.III 218. Ur pakad daou deoder (daou-chroster) ma biz-meud.

(3) Gwazhenn-veud : la veine de pouls.

(1499) Ca 95a. Goazenn an meut. g. la vaine du poulce.

B. (pied) Meud an troad : gros orteil.

(1499) Ca 137b. ga. le grant orteill du pie. b. meut an troat.

II. (zoologie) Pince de crustacé.

(1923) ADML 53. peskik bihan, pendolok pe grankik ; n'az pezo ket re euz da zreïn pe euz da veudou da en em zifen.

III.

(1) Kouezhañ e veud(ig) en e zorn : être découragé. Cf. kouezhañ e viz en e zorn.

(1866) FHB 63/83a Yves Poulliquen.. Neuze e coezas va meudic em dorn. ●(1871) CST 47 (L) Y.-V. Gwilhou. Davus ne ouie petra da lavaret; kouezet e oa e veudig en e zourn. ●(1878) SVE 613. Kouezet eo he veudik en he zorn, tr. L.-F. Salvet «Il a le pouce tombé dans la main. (Il est découragé.)» ●(1889) ISV 481 (L) G. Morvan. O velet-ze, ar barier a goezaz he veudig en he zorn, hag en em lakeas, en eur grena, da ober e varo hag he gribel d'an azen. ●(1890) MOA 434 (L). Vous en aurez du regret, tr. J. Moal «c'houi a gouezo ho meud enn ho tourn

(1905) ALLO 13 (L) Y.-V. Perrot. Evidoun-me 'zo dizounet / Diouz ar c'hoant mont gant aotroned; Tapet oun en eun toull louarn / Ha va meudou doun em daouarn / A zo kouezet. ●(1909) FHAB Kerzu 381 *Laouic Beg ar Spins. Mes siouas ! en em gavet var an hent bras, ne zaleas ket e veud da goeza en e zorn. Sonjal a rea oa digor an hent dezan da vont etrezeg ar gear ha pa dâl her c'havas diouallet koulz pe velloc'h eget ar brouskoat. ●(1910) FHAB 308 *An Tour-Guen. Ar Vretoned keiz a gouezas o meudig en o dorn. Hogen re zivezad oa : o-unan o doa chachet ar beac'h war o c'hein. ●(1912) RVUm 317 (Gu). Koéhet é é ved getou en é zorn, tr. P. ar Gov «Son pouce lui est tombé entre les mains.» ●(1914) MAEV 235 (L) K. ar Prat. Bez ez eus kalz tud hizio hag a gav o brasa plijadur o wapaat ar veleien hag ar relijion; ne vankont tro ebet d'hen ober. A-wechou koulskoude e kouez o meud en o dorn. ●(1929) EMPA 13 (T) *Paotr Juluen. E noz-ze, bepret, ar re o doa tapet douari, e oa kouezet o meud en o dorn... ya, ar re o doa gallet sacha o c'hroc'hen ganto, rak... P'o doa gallet 'n em gonta, eur vag, siouaz, a oa chomet e dilerc'h. ●(1935) ANTO 159 (T) *Paotr Juluen. Hag e gwirionez m'en dije gallet paotr ar «fuzig» rei d'ezo holl ouspenn eur geñtel war an danvez mein, hervez an douarouriez, moarvat e vije bet kouezhet gantañ e veud en e zourn hag e lipenn war e lapenn, ma vije bet goulennet outañ eus pelec'h 'oa deut eno ar roc'hell-ze. ●182. Setu ma chom an den, kouezet gantan eun tammig e lipenn war e lapenn, hag e veud en e zourn, da lavarout eo, eun tammig genaouek, pa fell d'ezañ, dihun-mat, hag en sav adarre, eñvori an hunvreou en devez bet. ●(1936) PRBD 151 (L) K. Jezegou. Ar beleg a gouezas meudik en e zorn. ●(1939) KTMT 20 (Li) *Brogarour. Eur wech evelato eo bet kouezet meudig en e zourn. ●(1939) MGGD 69 (K) Y. ar Gow. Kuitaat a reas Yann ar Gergoad palez ar rouanez, izel e glipenn, rak kouezet e oa, an taol-mañ adarre, ar meud en e zourn. ●(1941) DIHU 357/222 (G) L. Herrioù. Hag er ré anehè e vo amoet eroalh aveit kredein meùelion er goarnemant, e goého kent pel ou med geté en ou dorn. ●(1942) VALLsup 37. Il fut confondu, tr. F. Vallée «koueza a reas e veud en e zourn popul.» ●(1955) STBJ 215 (K) Y. ar Gow. Ha, pa voe difaziet, war-lerc'h ar bater a-zoare a glevas gant e genseurted, e chomas e c'henou war nav eur hag e kouezas e veud en e zorn. ●(1957) BRUD 2/54 (K) Y. ar Gow. Homa, goude beza lennet skrid an aotrou Kêrlibellou, a gouezas ar meud en he dorn, sebezet-krenn ha fuc'het-mik gand trubarderez he alvokad. ●(1981) ANTR 121 (L) *Tad Medar. An Aotrou Maner a zo kouezed e veudig en e zorn dirag e voestad fuzennou n'eus anezo ken nemed ludu ha moged. ●(1986) PTGN 107 (L) *Tad Medar. Pa welas priz ar gwin dirag e fri, war an notenn, ar hamalad a gouezas e veudig en e zorn, anad deoh.

(2) Lakaat ar meud da :

(1872) GAM 44 (L). Ann Aotrou Keratry a oe renket lakat ar meud dezhan.

(1935) ANTO 37 (T) *Paotr Juluen. Sellit ouz bugale kalz a bolitikerien; aotrounez hag a votfe lakaat ar meud da gement manac'h ha leanez a zo, da belec'h e kasont o bugale d'ar skol ?... ●166. Ne vefe ket, d'o meno, ar soubenn eun tamm treut, / Ma teufed, a-greiz-holl, da lakaat d'e ar meud. ●(1935) BREI 421/3c (T). 'benn arc'hoaz ar beure em o kavet an tu da lakat ar meud d'ezi en he gwele.

(3) Bezañ laer betek e veud : être voleur invétéré.

(1938) FHAB C'hwevrer 57 *D. ar Mezou. Harp ennan edo Fanch ar Bleud, ar miliner, a varvas en deiz all hag a oa laer betek e veud.

(4) Treiñ e veudoù : ne rien faire. Cf. se tourner les pouces.

(1929) FHAB Mae 191 Y. Gostarreun. Ar C'hemro ne chomas ket da drei e veudou, hag en em lakeas dizale da zizoloï gwriziou ar gelvezenn.

(5) Poazhañ e veudoù : se tromper lourdement.

(1647) Am 504. Hen devez ac'hoaz he mendou poazet (lire : Hen devez a c’hoaz he meudou poazet), tr. Herve Bihan « Il s’est encore lourdement trompé »

(6) Bezañ peg e vizied kamm ouzh e veud : voir bizied.

(7) Diskouez ar pevar hag ar meud : voir pevar.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...