Devri

meuleudi

meuleudi

f. –où

(1) Louange, éloge.

(1505) Vc 21. Meulody louenez dudy, tr. «Louange, joie, agrément.» ●(1576) H 47. Meuledy pe flaterez, ouz teuel var fault hon nessafu, tr. « praise or flattery, concealing our neighbour’s fault. » ●(1612) Cnf 69b. meuledyou, pedennou hac oresonou. ●(1650) Nlou 27. Gant Ioa meuleudy ha dyboan, tr. «Avec joie, louange et quiétude.»

(1659) SCger 74b. louange, tr. «meuleudi.» ●(1727) HB 325. ur veuleudi excellant. ●(1732) GReg 584b. Louange, tr. «Meuleudy. p. meuleudyou

(1803) MQG 14. Hoguen, te, Baillic luch, a renco deomp sermon / Drouill-drast he meuleudi, n'eus cas e pez fêçon. ●(1866) FHB 89/289a. ober eur veuleudi a ganv. ●(1894) BUZmornik 256. Henoriou ar bed ha meuleudiou ann dud.

(1907) PERS 51. ar veuleudi a roet d'ezhan breman. ●156. da zonjal er veuleudi a gleve deuz eun tu all. ●(1933) MMPA 29. eur veulodi dispar. ●102. betegout tenna warni sellou ha meulodi an dud.

(2) Ober meuleudi a, eus ub. : faire les louanges de qqn.

(1906) KPSA 10. brasa meuleudi a c'helle ober euz a unan bennag oa lavaret en doa spered.

(3) Ober meuleudi ub. : faire les louanges de qqn.

(1931) FHAB Genver 36. An aotrou 'n Eskob a reas meuleudi an A. Gwilhou ha meuleudi martoloded Penmarc'h.

(4) Reiñ meuleudi da ub. : louer, féliciter qqn.

(1907) PERS 151. ar veleyen n'o doa ket a veuleudi aoualc'h da rei d'ezhan.

(5) Kanañ meuledi(où) ub., da ub. : chanter les louanges de qqn.

(1727) HB 623. A galon hac a c'henou / E canomp deoc'h meuleudiou.

(1900) MSJO 135. goude beza kanet meuleudi d'an Aotrou Doue. ●(1905) KANngalon Mae 394. kanomp gant joa he meuleudiou. ●(1949) KROB 12/5. Galvet eo da veva gant Doue evit an holl-viskoaz, da gana e veuleudiou.

(6) Mélodie.

(1633) Nom 213b. Melos, numerus, modulatio, modulamen, modulatus : chant, melodie, chanter par mesure, mesure de musique : quan, meuleudy, canaff dre musur.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...