Devri

mil .1

mil .1

adj./m. -où.

I.

A. Adj. numéral.

(1) Mille.

(1499) Ca 138a. Mil. g. idem ou mille. ●(1530) Pm 216. pan goalchas pemp mil den, tr. «quand il rassasia cinq mille personnes.» ●(1557) B I 276. En glachar ha mil amloary, tr. «dans mille douleurs et angoisses.» ●(1575) M 853. Oar vn feur mil fleuryn, tr. «Pour une somme de mille florins.»

(1659) SCger 80a. mille, tr. «mill.» ●(c.1680) NG 938. cant mil ble. ●(1732) GReg 144a. Cent mille, tr. «Cant mil

(2) Meur a vil + subst. : plusieurs miliers de.

(1867) FHB 102/393a. meur a gant ha meur a vil den.

(3) [au plur. accord avec le subst.] (Des) milliers.

(1970) GSBG 231. (Groe) miloù sardin, tr. «des milliers de sardines.»

B. Substantif.

(1) Mil ha miloù : beaucoup, grande quantité.

(1942) VALLsup 116a. Des milles (sic), tr. «milou.» ●(1943) DIHU 381/218. lahein mil ha mileu a dud.

(2) Ober mil : gagner.

(1935) BREI 438/2c. Ar sosialisted ha komunisted (…) o dije graet mil, sur avalc'h, ma o dije gallet rei da gredi e vije lazadeg.

II. [en composition dans des jurons]

(1) Mil va ereoù !

(1952) LLMM 30/35. Diouzh da glevout, mil va ereoù, e vez dalc'hmat va revr peget ouzh va skabell !

(2) Mil divil !

(1910) DIHU 61/110. Achiùet é toroñnat azé, mil divil !

II. [en composition dans des interjections]

(1) Mil azen !

(1923) KNOL 51. Mil azen ! a respountas. Brema 'peus great eun taol brao !

(2) 'Kre mil borgnon !

(1923) KNOL 29. Kre mil borgnon ! eme Ian. Hen-ma zo butun gantan avad. ●38. Kre mil borgnon ! Me zo 'vont. ●40. Kré mil borgnon ! Kement-se dioc'htu, eme Yann en eur vousc'hoarzin hag en eur anaout an aotrou Baro-hir.

(3) Non de mil borgnon !

(1923) KNOL 41. Peoc'h ! nom de mil borgnon !

(4) 'Kre mil gurun !

(1924) YAYA 27. Daoust hag a zo kollet da spered, kre mil gurun ?

(5) Nonde ’n tri mil !

(1923) KNOL 293. Hag-hen da bec'hi. Nonden tri mil ! An diaoul, sur a-walc'h, a zo er valaneg-ma.

(6) Mil gutez !

(1905) ALLO 45. Mil gutez, eat hoc'h en henchou ! ●48. Ah ! mil gutez, / Daoust hag e tizrofe hennez ? ●(1909) KTLR 24. Assa ! mil gutez ! a lavare, petra 'zo ? ●(1910) MAKE 30. «Hep ! pep ! pep ! emezi, lezit an traou-ze aman, mil gutez ! (1923) AAKL 21. Petra 'glaskit war va zro-me, mil gutez ! ●(1939) KLDZgwal 39. Sistr ac'han, avat, n'ho po ket ken, pe n'eo ket Katell ar Briz va hano, mil gutez !

(7) Mil c'hast (ruz) !

(1962) LLMM 92/191. «Mil c'hast !» emezañ, kounnaret holl d'e zaou gavandad. ●(1964) LLMM 102/28. Petra 'glevan, mil c'hast ruz !

(8) Mil gurun (an diaoul) !

(1905) ALLO 36. A, morjin, mil gurun, biskoaz ! ●40. Mil gurun ! biskoaz kement-all ! ●(1930) BIAL 28. Mil gurun an diaoul ! Te eo a zo kiriek eus an tanfoultr a dro gamm ze. ●(1957) BRUD 1/100. Plega ! Me, plega dirazoh ! Mil gurun an diaoul ! ●(1963) LLMM 96/12. «Mil gurun !» a sakreas Beg-e-dog, feuket ha brouezet. ●(1964) BRUD 19/11. «Mil kurun an diaoul ! Petra on-me deut d'ober war an douar kriz-mañ ?

(9) Mil krampouezhenn !

(1936) DIHU 298/57. A ! mil krampoèhen !... rah en dud e zou ur sord.

(10) Mil mallozh !

(1935) NOME 28. Mil malloz !...Keuz a savo dit, paotrig... ●(1974) YABA 01.06. Mil mallohig ! Hwi e zo hwi ur lapous !

(11) Mil mallozh ar beuz !

(1964) LLMM 107/411. Petra, Lizig ? Mil mallozh ar beuz ! C'hoazh e c'houlennez petra ?

(12) Mil mallozh an tan hag ar c'hurun !

(1908) PIGO II 123. Mil malloz an tân hag ar c'hurun ! Red eo d'in lazan 'nê o-daou !

(13) Mil mallozh ruz !

(1962) LLMM 92/190. «Gast an ampez ! Mil mallozh ruz a sakreas Frañsig.

(14) Mil mallistoull !

(1974) YABA 08.06. Mil mallistoul ! Petra e hret-hwi azé ?

(15) Mil mallin rous !

(1909) DIHU 46/250. Mil-mallein-rous alkent ! na braùet ur vichér !

(16) Mil diaoul an ifern !

(1911) KKAF 63. Mil diaoul an ifern ! Kredi a ran awalc'h em euz evet eur banne start a win, deac'h da noz, gant va mignouned.

(17) Mil tanfoeltr !

(1911) KKAF 72. Mil tan foultr ! Re zivezad eo da dec'het kuit.

(18) Mil sac'h goullo !

(1907) DIHU 26/433. Nann, guir é, mil sah gouli !

(19) Mil soubenn laezh !

(1907) DIHU 29/454. na fachet ket ken és, mil souben-leah !

(20) Mil skoulm yod !

(1910) DIHU 59/80. Ha ! en deu a ré goh ! elsé é komzet : mil sklom ioud ! ma ne garet ket digor d'emb aben é hamb de vountein en nor én ti.

(21) Mil gorn-butun !

(1924) YAYA 37. Mil gorn butun ! Koumprenn a ran an traou, erfin. ●(1932) TUML 25. Mil korn butun ! Pebez levenez ! Pebez dudi !

(22) Tri mil barrad luc'hed (kamm) !

(1957) BRUD 1/101. Tri mil barrad luhed kamm ! Ar wech-mañ... ●(1964) BRUD 17/33. Tri mil barrad luhed ! N'eus ket gwin ?

(23) Tri mil penton !

(1964) LLMM 107/418. Tri mil penton ! Petra a drellas e zaoulagad...

(24) Tri mil c'hast (ar voulc'hurun kac'het gant revr an diaoul) !

(1935) NOME 55. O tri mil c'hast !(1936) IVGA 283. - Gast ! gast ! gast ! tri mil c'hast ar voulc'hurun kac'het gant revr an diaoul !(1936) IVGA 27. Dañsit dañsou furoc'h, tri mil c'hast ! ●(1938) WDAP 2/92. Er maez ac'han, tri mil c'hast !

(25) Seizh mil bombañs !

(1922) IATA 23. Seiz mill bombans ! Biskoaz ne meuz gwelet seurt aridennou iun.

(26) Kroc’hen mil ma reoù !

(1970) BHAF 97. n’o-deus nemed mont en douar, evel an oll gristenien, krohenn mil ma reou... ●312. Amzer az po evelse da brederia ha diouz ma ri e kavi, krohenn mil ma reou.

III.

(1) Kanañ ar mil seurt ruz da ub. : engueuler qqun.

(1955) VBRU 7 (T) *Jarl Priel. E krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat ?

(2) Kas gant ar mil mallozh ma Doue : voir mallozh.

(3) Kas gant mil mallozh an Aotrou Doue : voir mallozh.

(4) C'hoari mil ha kazh : voir c'hoari.

(5) Aet ar c'hazh gantañ e-lec'h ar mil : voir kazh.

(6) Na vezañ marv mil den : voir marv.

(7) Klevet ar seizh mil : voir seizh.

(8) Lavaret ar seizh mil : voir seizh.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...