Devri

mougañ / mougiñ

mougañ / mougiñ

v.

I. V. intr.

(1) S'étouffer, suffoquer.

(1659) SCger 114a. suffoquer, tr. «mouga.» ●(c.1680) NG 886. Burhut eo na ougant.

(1908) PIGO II 160. Deus war veaz ; mougan ri aze. ●(1919) BUBR 10/268. an aer (...) a zo deuet breman da veza ker mac'h ha ker put ken na fell d'eomp mouga.

(2) (en plt du feu, d'une flamme) S'éteindre.

(1854) MMM 270. en eun tân pini ne vougo jamæs. ●(1862) JKS 369. ann tan-ze flamm bepred ha ne voug morse. ●(1869) HTC 159. da zevi en eun tan ha ne vougo biken. ●(1869) SAG 123. er memez mare an tan a vougaz.

(1909) FHAB Ebrel 100. evel ma voug eur c'houlaouen, pa vez peur-zevet ar vouchen. ●(1909) MMEK 94. an tan a vougaz raktal. ●(1912) MMPM 65. an tan a vougaz. ●(1935) SARO 27. eun tan gwall spontus bet kroget e Kemper, a vougas, en eun taol.

►sens fig.

(1834) APD 17-18. Mar santit anezàn o vlancât hag o vouga [tan ar garantez]. ●(1869) FHB 214/33b. guelet ar feiz o tont da vouga e calon kel liez a zen.

(1906) BOBL 27 janvier 71/2f. ar reveulzi a voug dre dammou.

(3) (horticulture) S'étioler.

(1849) LLB 927-928. Er gué iouank e voug é dan er hoeskeden, / aveid mé hrouieneint hag aveid mé reint taul / E ma ret mé tuemeint toh tereneu en heol.

(4) (en plt d'une douleur) Se calmer.

(1873) FHB 07 Even p. 147b. Brema, eme Vurtz, ema ho car e savete adarre evit eur pennad. He golo a riz adarre ; an tan a ioa enhi ; mes ar boan hag an danijen-ze a vougas nebeut ha nebeut.

II. V. tr. d.

A. (en plt de qqn, d'un animal)

(1) Asphyxier.

(1659) SCger 53b. etoufer, tr. «mouga.» ●(1732) GReg 375b. Étouffer, tr. «Mouga. pr. mouguet. van[netois] mougueiñ. pr. et

(1876) TDE.BF 470a. Mouga, v. a., tr. «Etouffer, suffoquer, asphyxier, parlant des personnes.» ●(1896) HIS 64. En dud en doé ind douget d'er forn, e oé bet mouget get er vureh.

(1925) FHAB Mae 162. mouget gant eun êzenn bunumus. ●(1925) FHAB Mezheven 215. mogedi ha mouga an dud kez.

(2) Bezañ mouget gant : être étouffé par.

(1879) BMN 304. Eur vaouez all (...), cavet mouget gant he boed.

(3) Tuer.

(1850) MOY 161. M'o devo da vouga an oll bugale mâl. ●(1878) SVE 20 §125. Mouga ann aer gant he c'hofad, tr. «étouffer le serpent avec sa portée.»

B. (en plt de qqc.)

(1) Étouffer (une plante).

(1849) LLB 701-702. É ma ret ou huenat, tenein ol el lezeu, / Ged eun ne vougehent émber er planteneu.

(1910) BOBL 16 avril 277/2e. Gouezit ez eus daou seurt plant : eur re a zistera, a zizec'h an douar hag eur re all a wella anezhan en eur skarza pe mouga al loustoni a zo o klask diwana. ●(1936) LVPR 91. e sav broustou regalis. An drailhou gwez-se, na dalvezont, kouls lavaret netra. Ha ma lezer anezo da boulza, e teuont da vouga, da luia da laza ar gwez-Olivez.

(2) Éteindre, étouffer (le feu).

(1659) SCger 53b. eteindre, tr. «mouga

(1876) TDE.BF 470a. Mouga ann tan, tr. «éteindre le feu.» ●mouga ar goulou, tr. «éteindre la chandelle.» ●(18--) SAQ II 45. mouga'n tan guall.

(1911) BUAZperrot 656. eur pil-dour a deuas hag a vougas an tantad. ●(1911) SKRS II 18. mouga an tan goall.

(3) (tunodo) Dépenser.

(1893) RECe xiv 268. an añbelhin miniq en deva mouget toud en bilheoz en eva.

(4) (tunodo) Mougañ ur vlevenn : boire un coup.

(1935) ANTO 82. plijout a ra d'ezañ mougañ eur vlewen.

(5) Mougañ e win : cuver son vin.

(1732) GReg 241b. Cuver son vin, se coucher après avoir mal bû, tr. «mouga e vin èr c'housqed

(6) Dominer (un bruit).

(1869) FHB 243/269a. ken na zeu an taboulinou d'ho mouga dre ho c'hroz birvidic.

C. sens fig.

(1) Abolir.

(1876) TDE.BF 470a. Mouga, v. a., tr. «éteindre, abolir, parlant des coutumes.» ●Mouga gisiou fall, tr. «abolir de mauvaises coutumes.»

(2) =

(1849) LLB 459-460. el luhed, er brogon / E vurlet el lagad hag e voug er galon.

(3) Mougañ e zle : payer sa dette.

(1923) KTKG 40. Eun den hag en deus dle a vezo paouroc'h ken n'en devezo mouget he zle.

(4) Juguler, étouffer.

(1866) LZBt Ebrel 102. hag a reaz urz d'ehan da vougan an diroll. ●(1884) BUZmorvan 1. da vouga ar goall ioulou euz he galoun.

(1910) MBJL 10. 'N eun daou vlâ e teujont a-benn da vouga falskreden Pelaj. ●(1933) MMPA 146. C'houi eo an Hini he deus mouget ar fals-kredennou ebarz ar bed holl ! ●169. pep tro, o deus kavet an tu da vouga kreansou an dud dife.

(5) Étouffer (sa colère, sa peine).

(1792) HS 33. Sara ne eèllass quet mouguein pèl hé foén.

(1838) OVD 142. mouguein aben-caër er golér. ●(1894) BUZmornik 268. Mes ho maro ne vougaz ket ar gounnar en devoa Des outho.

(1910) MBJL 145. pidi ar re all da vougan o buanegez.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...