Devri

muioc'h

muioc'h

adv.

(1) Plus.

(1732) GReg 86b. Beaucoup plus, tr. «Cals muy. muyoc'h cals.» ●243b. Davantage, plus, tr. «Muy. muyoc'h

(1857) HTB 46. dek kant gwech muioc'h. ●(1864) KLV 68. Ar patatez lakeat gand ar bal, a vlod muioc'h ann douar ato. ●(1872) GAM 71. Ar persoun en deuz ann daou farz muioc'h.

(1909) FHAB Mae 136. Mez evit mont var ar c'herrek a zo muioc'h er meaz, larkoc'h er mor, eo red kaout bag.

►[au dimin.]

(1909) DIHU 47/266. Un tammig muiikoh vehé feutet é ben. ●(1912) BUAZpermoal 898. Ar yaouankan a ve dodoennet bepred muioc'hik evit ar re-all.

►[devant un adj.]

(1831) MAI 21. muoc'h rucunus evit eur charogn brein. ●(1857) HTB 13. eur gondu muioc'h diempenn evit hini an esklav-ze ? ●119. heul eur vuez muioc'h poellet ha muioc'h kristen.

(1907) PERS 268. ne oa hini all ebet muioc'h aketuz egethan. ●(1910) MBJL 70. ec'h ê muioc'h digompouez ar vro. ●(1914) LZBt Du 19. evelze a vijent muioc'h hardiz. ●(1923) KNOL 167. ne heller ket beza muioc'h sentus avat.

(2) Muioc'h eget, evit : plus que.

(1834) SIM 250. daou a ra muioc'h eguet pêvar. ●(1862) JKS.lam 17. eur galoun eeun ha displeg a dal muioc'h evit ar wiziegez. ●(1868) FHB 178/171b. An oll a voar e deuz an Itali, muioc'h evit bro gristen all ebet, izom d'en em nevezi evelse.

(1908) KMAF 34. piou muioc'h egedoun-me en deus da glemm diwar o fouez.

(3) Muioc'h a : plus de.

(1872) FHB 407/334a. ober muioc'h a blijadur d'ar vastokined-ze. ●(1877) BSA 30. pedi Doue gant muioc'h a virvidigez. ●(1877) EKG I 93. Var bord ar mor o doa marteze muioc'h a izign an dud, eget enn douar braz.

(1936) BREI 457/3a. En hon bro, e c'hallfe beza maget kalz muioc'h a frouez evit na ve.

(4) Muioc'h eget bihanoc'h : plus que moins.

(1931) DIHU 241/292. Ha bleidi muioh eit bihañnoh.

(5) Muioc'h pe nebeutoc'h : plus ou moins.

(1878) EKG II 260. Eur bloavez muioc'h pe nebeutoc'h var an douar, petra a ra ze ?

(1911) SKRS II 188. en hor bro Breiz Izel, e tigouez ar memez tra muioc'h pe nebeutoc'h.

(6) Na muioc'h na nebeutoc'h : ni plus ni moins.

(1906) KPSA 182. Aotrou Persoun, eur c'hoariel eo, na muioc'h na nebeutoc'h, a roit ali d'in da ober.

(7) Biskoazh muioc'h ! : comme jamais !

(1976) LIMO 28 août. Sonerion ha kanerion en des laket bourapl en nozèh, biskoah muioh !

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...