Devri

munut .1

munut .1

adj.

I. Attr./Épith.

A.

(1) Menu, petit, très petit.

(1659) SCger 161a. munut, tr. «petit.» ●(1732) GReg 615b. Menu, delié, peu gros, tr. «munud. Van[netois] munut

(1954) LLMM 42/13. an aezenn-noz, ar stêrig, evned munut, netraigoù na weler ha na glever ket, petra bennak m’ouzer emaint aze ez kichen : en ur ger, ar vuhez ! ●(1955) VBRU 126. ken ma weled ur skornenn vunut stag ouzh pep blevenn ar c’hrev-goañv gwisket gant ar chas hag ar c’hezeg. ●(1972) BAHE 75/6-7. N’edo ket Flavius engortoz da gaout tommder evel en e vro, met kerse war-vat, evel ma vez lavaret, a oa bet gantañ, rak dre ma’z astenne an deiz, dre ma klouarae an aer, e veze un dudi arvestiñ ouzh ar begoù-douar o’n em wiskiñ a c’hlazur, a vokedoù-laezh, a vleunioù munut dizanav en e vro.

(2) Insuffisant.

(1975) YABA 17.05. rag ma oè ré vunud o galleg.

(3) Meuble.

(1922) FHAB Ebrel 102. e kouez an had-man e douar kompez, munut, neat.

(4) Glav munut : petite pluie fine, pluie menue.

(c.1718) CHal.ms iii. pluye menüe et fine, tr. «glaü munut, glaü foüet, moustrag'.»

II. Épith.

A.

(1) Bugale vunut : petits enfants.

(1633) Nom 116b-117a. Crepundia : drappeaux & linges de petits enfans : mezerennou ha liennennou euit an bugale munut. ●216a-b. Vagitus, vagor : le cry des petits enfans : gouachat, cry an bugalè munut.

(1728) Resurrection 1707. Ho bugalle munut auoa en desert se.

(1869) SAG 96. traou anavezet gant ar vugale vunut ! ●248. Beteg ar vugale vunut a zo goest d'en anaout.

(2) Moc'h, perc'hell munut : porcelets.

(1741) RO 783. euel perhel munut. ●(1763) Remed 481. al Leou hac ar Moc'h munut.

(1876) TDE.BF 473b. Moc'h munut, tr. «des petits cochons.»

(1924) BILZbubr 38/842. da fluta moc'h munud.

(3) Laezh-munut : petit-lait.

(1926) FHAB Meurzh 108. me zo o vont da beurechui va fourmachenn em eus gret gant al lez munud, peogwir ne'm eus ket a voc'h ken da implij anezan.

(4) (anatomie) Kostoù munut : côtes flottantes.

(1732) GReg 216a. Les fausses côtes, tr. «ar c'hostou munud

(5) Tendre, prime (jeunesse).

(1936) IVGA 72. va yaouankiz vunut.

B. (religion)

(1) Urzh munut : ordre mineur.

(1894) BUZmornik 429. n'en doa resevet nemed an Ursiou munud.

(1909) FHAB C'hwevrer 45. beza resevet an urziou munut. ●(1914) KANNgwital 135/377. Ped urz munut zo ? – Pevar : porzier, lenner, stolier, akolit.

(2) Eur vunut : petite heure canoniale.

(1727) HB 355. an Heuryou munut etre Non ha Gousperou. ●371. an heuryou munut, Prim, Tierç, Sext, ha Non. ●372. An heuryou munut eus a ofiç bras ar Verc'hes.

(3) Kloer vunut : enfants de chœur.

(1732) GReg 166a. Enfans de chœur, tr. «Van[netois] cloèr munud

(4) Breudeur vunut : frères mineurs.

(1926) FHAB Kerzu 449. Breudeur munut, tr. «les frères mineurs.»

III. Adv.

(1) Menu.

(1659) SCger 38a. dehacher, tr. «troc'ha munut.» ●(1732) GReg 615b. Hacher menu, tr. «Trouc'ha munud

(2) (musique) (Jouer) finement, avec finesse.

(1926) RECe xliii/157 . Zonet-u zonerian, zonet munut a sti, tr. «sonnez, sonneurs, sonnez, sonnez fin et serré.»

(3) Krenañ munut : trembloter.

(c.1718) CHal.ms iv. tremblotter, tr. «herissein, crenein munut

(1907) FHAB Here 252. Al laëron a oa flear en o bragou, o klevet ar seurt pez ha krena munut a reant en eur vont d'o c'hloz.

(4) Loc. adv. Munut-munut : à petits pas.

(1942) DIHU 378/174. Ha, menut-menut, hi de glask treuzein.

IV.

(1) Malañ munut : voir malañ.

(2) Malañ munut e vleud : voir bleud.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...