Devri

peadra

peadra

adv. & m./f.

I. Adv.

(1) De quoi.

(1633) Nom 52b. Viaticum, viæ auxilium : argent ou dequoy pour faire son chemin : archant, pe pe á dra euit ober ænt.

(1659) SCger 39b. auoir dequoy, tr. «cahout pe a dra

(1846) DGG 281. n'en devoa quet a beadrâ da reposi e ben. ●(1884) BUR I 4. Arc'hant al levrio-man a vo oll dispignet en kerz ar vugale galvet gand Doue d'ar velegiac'h (sic) hep kaout pe-a-dra d'ober ho studi.

(1900) MSJO 71. ma ne gav pe a dra d'en em vaga.

(2) Suffisamment, assez.

(1910) MAKE 51. «Peadra, emezan, am eus gwelet ar c'hezeg evel-se. ●57. eun nebeudig a zo alïes peadra evit hada drailh e-touez ar gwella mignoned. ●(1922) BUBR 13/19. Duhont e c'hellimp peadra en em welet. ●(1936) IVGA 106. Peadra oa kaout penn hag eun tamm urz.

(3) Peadra a-walc'h : largement de quoi.

(18--) SAQ I 19. Evit anaout Doue, eur zell en dro d'heomp ha varnhomp a zo peadra awalc'h.

(1906) KPSA 97. Peadra awalc'h a zo da gaout aoun… ●(1911) BUAZperrot 568. en eun henvelep doare ma oue peadra awalc'h da leina anter kant leanez.

(4) Pourquoi.

(1576) Cath p. 6. breman me goulen ouzit : pezadra ez eux te assemblet quemet-man a pobl en vean, tr. «pourquoi as-tu assemblé tant de peuple en vain (…) ?»

(1710) IN I 141. peadra ezouc'h-hu maro, pa edo en ho courc'hemen ar frouez hac ar bouet a vuez ? ●285. peadra'ta e tougont-ii an instrumanchou hac ar mercou a guemense ?

II. M./F.

(1) Biens.

(1732) GReg 185a. Commiditez, biens de fortune, tr. «Pe-a-dra.» ●774b. Il a de quoi, il n'est pas sans biens, tr. «Bez' èn deus peadra. pe-a-dra, ou, peadra, èn deus.»

(18--) SAQ I 166. ho c'holl beadra eat e teuz.

(1903) MBJJ 285. ar peadra eo a vank d'ê. (1905) HFBI 66. ar péadra dar maréou-sé a voa tout étré ho daouarn, all lévéou ac an arc'hant. ●(1907) PERS 96. hag an aezamant a zo da heul ar beadra. (1911) BUAZperrot 25. eun tammig brao a beadra. ●(1920) FHAB Genver 195. e damm beadra. ●(1954) VAZA 101. met ur mondian gant nebeut a beadra, met ken sart, ken dibreder ha den e-pad e vorredadenn war ur pikol lestr-bale.

►[au dimin.]

(1906) BOBL 24 février 75/1d. laërez a ra c'hoaz diganthi ar peadraïk hag a zo nesesser d'ezi.

(2) Ar peadra dioutañ : ce qui le compose.

(1902) PIGO I vi. ar peadra dioutan a zo eur freuz deuz ar c'henteliou am euz bet gant darn anê.

(3) Bezañ en e beadra : être à son compte, être propriétaire.

(1911) RIBR 157. al leanezed a yoa en o feadra.

(4) Den a beadra : personne fortunée.

(1911) BUAZperrot 383. E dad hag e vamm, tud a beadra. ●657. den a beadra hag a zantelez. ●(1955) VBRU 69. D’ar c’houlz-se an dud a-beadra ha n’hallent ket war zigarez-mañ-digarez mont re bell da ziskuizhañ e-kerz an hañv, e Krimea, da skouer, er C’haokaz pe en estrenvro, a feurme un datcha (ur c’henkiz) damdost da Voskov.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...