Devri

pleustriñ / pleustrañ

pleustriñ / pleustrañ

v.

I. V. tr. d.

(1) par ext. Méditer (des paroles, etc.).

(1866) FHB 55/10b. Greomp hor gallout evit pleustri hag entent mad ar c'henteliou-ze.

(1925) BUAZmadeg 43. Ar veleien (...) o doa klevet he gomzou ha pleustret anezo. ●344. e choumas eur pennad brao da bleustri he lavarou. ●(1928) BFSA 90. Pa voe aet ar breur Ael en-dro, e pleustras al laeron e gomzou. ●98. E-pad ma pleustre ar plac'h yaouank ar sonjou-se d'he zriouec'h vloaz.

►absol.

(1772) KI 261-262. dastumet eo er prison / en nebeut da Bleustri, tr. «il fut ramassé en prison / pour réfléchir un peu.»

(1864) SMM 18. evit gouzout eun dra bennag eo red studia ha pleustri.

(2) Fréquenter, hanter (un endroit, qqn).

(1866) FHB 75/183b. Ann dud a gav digarez da bleustra an ti bihan-man. ●(1899) HZB 13. bugale Set a bleustras bugale Kaïn.

(1903) MBJJ 71. eun autro-all hag a zeblant bean eur mignon d'ê ha pleustri anê kazi dalc'h-mad. 77. penauz pleustran an Arabed. 181. pa bleustront tud dife. ●(1910) MBJL 63. hep dale e pleustras Bretoned-all. ●(1912) BUAZpermoal 249. Ar c'horn douar-ze a oa pleustret gant eur bagad paganed. ●(1926) FHAB Gwengolo 327. pôtred hag a zo boaz da bleustri leurennou c'hoari.

►spécial. Fréquenter en mariage.

(1732) GReg 787b. Rechercher une fille en mariage, la voir sur le pié de mariage, tr. «en S. Brieuc, & h[aut] Treg[or] pleustrân & pleustri ur verc'h.»

(1896) GMB 500. pet[it] tréc[orois] pleustañ fréquenter.

(3) Dresser (un animal) au travail.

(1732) GReg 307b. Dresser des taureaux au travail, tr. «Pleustra. pleustri. Treg[or] Pleustriñ. ppr. pleustret.» ●556b. Dresser des taureaux au labourage, tr. «Pleustra tirvy. pleustri cozleou.»

(1896) GMB 499. pleustri, en Trég[uier] –iñ dresser (des taureaux au travail, au labourage).

(4) Accoutumer.

(1659) SCger 165a. plustra, tr. «accoutumer.»

II. V. tr. i.

(1) Pleustrañ war udb. : travailler sur qqc.

(1890) MOA 119b. Les élèves s'appliquent (s'exercent) pour Noël, tr. «ar vugale skol a zo o pleustri (var ar c'han) da benn Nedelek.» ●(1893) IAI 65-126. ar veleyen a gendalc'has da bleustra var al levriou.

(1900) MSJO 228. pleustrit eb damant var al labour dies-se. ●(1925) FHAB Eost 312. Arabat d'eomp kredi n'ez eus nemedomp o pleustri war yez koz ar Gelted.

►absol.

(1929) KANNgwital 321/317. Petra zo talvoudusoc'h d'eun den yaouank eget gouzout kass en dro al labour a zo da ober en eun tiegez ? Evit kement-se eo red dezhan peurliessa poania kals hag hirr amzer, chassa mat var e spered, pleustri dalc'h mat ha goulen aliez soken kuzul digant an dud en oad.

(2) Pleustriñ war, diwar-benn : méditer sur, réfléchir à.

(1847) BDJ 123. Pleûstra kalz war he vertuziou, tr. (GMB 500) «bien méditer sur.» ●(1860) BAL 15. Red eo eta lacaat ar speret da gompren, da bleustri var affer ar bed all. ●(1876) TDE.BF 438a. Goude beza bet evel-se eur pennad brao o pleustri diwar-benn ar zaout lard hag ar zaout treut. ●(1890) MOA 119b. Les mots pleustri var, prennent ecore le sens de méditer. ●Ann dud ne bleustront ket var ar pez a dlefent da ober, tr. «on ne fait pas les réflections qu'on devrait.» ●Ne bleustront ket var ho goasa pec'hejou, tr. «ils n'examinent pas leurs plus grands péchés.»

(1911) BUAZperrot 40. pleustri var berfeksionou an Aotrou Doue.

(3) Pleustriñ war ur vicher : exercer, pratiquer un métier.

(1893) IAI 65-66. e kouenchou sant Beneat, oa merket d'ar venac'h pleustra var eur vicher benag a gorf pe a spered, epad eiz-eur orolach bemdez.

(4) Pleustriñ gant : s'occuper de.

(1928) BFSA 106. Ma pleustre (prendre soin) gant an eneou, n'ankounac'hae ket ar c'horfou kennebeut. ●(1935) KANNgwital 387/38. da anaout ha da bleustri muioc'h gant traou ar relijion.

(5) Pleustrañ da : s'étudier à, s'appliquer à.

(1880) SAB 241. Pleustromp eta da gompren un dra bennac eno.

III. V. intr.

(1) Se plaire en un lieu.

(1869) TDE.FB 12a. Je ne puis m'accoutumer ici, tr. «n'ounn ket evit pleustra ama.» ●(1876) TDE.BF 521a-b. Pleustra, tr. «s'habituer en en un lieu, s'y plaire.» ●Pleustra a rit-hi aze ? tr. «Vous plaisez-vous en ce lieu-là ?»

(2) = (?) Méditer (?).

(1953) BLBR 57/5. pedi ha pleustri a ra hag en aon ne zigorje brezel etrezo, e lavar d'ar C'hont Gwerok : (...).

IV. V. pron. En em bleustriñ.

A. V. pron. réci.

(1) S'arranger avec qqn.

(1896) GMB 500. pet[it] tréc[orois] 'n im bleustañ s'arranger avec (qqn.).

(1910) MBJL 6. En em bleustri eta a rê ar gristenien hag ar Vretoned.

(2) Se fréquenter.

(1906-1907) EVENnot 24. (Ar Veuzid) Kindirvi gompoz ec'h omp ha kouskoude nan imp bleustromp ket, tr. «voyons, fréquentons.»

B. V. pron. réfl. = (?) Méditer (?).

(1868) FHB 161/34a. N'ema ket, emezhan, en hor sonch dianzao ez eo talvoudek lenn : eun dra galloudeg eo evit en em bleustri, deski, ha creski er mad.

V. [empl. devant un v. amené par la prép. «da»] S'efforcer, faire de son mieux.

(1869) FHB 210/1a. pleustri (...) da zont bemdez gouiziecoc'h en ho micher. ●(1893) IAI 110. neuze eo e pleustras adarre da denna ar sklavourien euz ho stad truezus. ●123. pleustra da lakâd peb ini enn he eaz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...