Devri

preder .1

preder .1

m.

(1) Pensée, intention.

(1575) M 2131-2132. Arrhe an neff defæt, no deues nep preder / A caffout remet flam, ho blam en nep amzer, tr. «Du ciel encore, ils n'ont aucune pensée / De trouver rémission heureuse de leur crime en aucun temps.»

(1732) GReg 710b. Pensée, tr. «preder. p. prederyou

(2) Soin.

(1732) GReg 871a. Soin, tr. «preder. p. prederyou.» ●(1752) PEll 720. Preder, soin, souci, sollicitude.

(3) Kaout preder gant : penser à.

(1877) BSA 32. ne doa ken preder nemet gant ar beden pe al labour. ●77. Ne doa ken preder nemet gant traou an env.

(4) Kemer preder d'ober udb. : prendre soin de faire qqc.

(1911) BUAZperrot 20. e dud a ioa kristenien vat hag a gemeras preder d'e zevel e doujans Doue. ●72. Preder a gemere da lakât e veleien da gelenn o farrisioniz dre o oberou evel dre o c'homzou.

(5) Kemer preder gant, ouzh ub., udb. : prendre soin, s'occuper de qqn, qqc.

(1909) NOAR 109. ar preder a gemer ouz ar re glanv. ●(1911) BUAZperrot 80. Mari (...) a gemeras ar preder kenta gant ar mabik Jezuz. ●525. c'houi a gemero preder gant an dra-ze. ●(1936) LVPR 70. Al lotrus ne gemer preder ebet ganto.

(6) Kaout preder ouzh udb., ub. : avoir soin de qqc., qqn.

(1866) SEV v. kaout preder euz hor silvidigez.

(1907) AVKA 86. nag a vrasoc'h preder nan evo ket diouzoc'h, tud amgredig !

(7) Hep preder : sans faire attention, sans y penser.

(1732) GReg 871b. Sans soin, tr. «hep preder.» ●(1752) PEll 720. Hep preder, sans soin, sans prévoyance, à l'improviste.

(1855) BDE 138. a pe za d'oh touchein én tan hemb perder. ●693. er pehedeu (...) em behé groeid hemb perdér.

(8) Gant preder : avec attention.

(1732) GReg 871b. Avec grand soin, tr. «gand cals a breder

(1936) PRBD 174. Gortos a raan, eta, abalamour da se, ma teufoc'h da selaou gant preder, ar pez am eus da lavaret.

(9) E preder : sous prétexte de.

(1925) BILZ 153. Dont a rê eta ar marc'heg da Gastell-Brechou, e preder gwelet an itron, e gwirione evit gwelet Janedig.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...