Devri

priz

priz

m./f. & adv. –ioù

I. M.

A.

(1) Prix (valeur, coût).

(1499) Ca 164b. Pris. g. value / ou pris. ●(1575) M 372. pris vn vuy, tr. «la valeur d'un œuf.» ●(1612) Cnf 42b. LAzrez traezou important, da lauaret eo à pris bras, so pechet maruel. ●(1633) Nom 120a. Leuidensa : drap grossier & de vil pris : mezer gros hac á pris dister.

(1659) SCger 97b. prix ou valeur, tr. «pris.» ●pris qu'on donne en achetant, tr. «pris.» ●(1732) GReg 756a. Prix, valeur, tr. «Pris.» ●(1767) ISpour 206. ur briz hemp som.

(1834) APD 65. prena a uz d'ar priz leal. ●(1846) BAZ 285. eur priz divoder ha diræzon. ●(1849) LLB 1104. er briz a ou madeu. ●(1868) FHB 199/344a. Priz an ed (...) a jom ato peusvad evel ma oa er sizunveziou tremenet.

(1906) KANngalon Mezheven 143. eur priz dreist-ment. ●(1923) FHAB Genver 10. ne vije ket kalz a chipoterez gantan war ar priz ! ●(1924) FHAB C'hwevrer 45. priz an traou o tiskenn. ●(1925) FHAB Mae 165. pe briz e yae al loened. ●(1933) ALBR 39. pesort priz ec'h a al leueou bihan. ●(1935) CDFi 21 septembre. pe briz ez a ar zaoud nevezel. ●(1943) FHAB Gwengolo/Here 350. A stok-varc'had : evit eur priz izel kenan.

(2) Prix, récompense (dans un concours, etc.).

(1499) Ca 164b. priser. b. lacat vndra en pris. ●(1633) Nom 205b. Niceterium, palmarium : guerdon de la victoire : an pris ves an victoer. ●206a. Brauium : pris de la iouste : an pris á gounezer ò tennaff dan armou pe ò gouren.

(1732) GReg 756b. Prix, recompense, tr. «Pris. p. prisou.» ●Gagner le prix, tr. «gounit ar pris

(1866) FHB 81/228b. priziou er C'homisou, en arereziou ?

(1904) SKRS I 97. Gouel ar priziou a ioa e skol gristen ar baotred. ●(1907) FHAB Eost 184. Roïdigez ar priziou. ●(1936) FHAB Ebrel 124. hor plouad kerne a zo hanvet bep tro goude ar priz kenta. ●(1948) KROB 5/8. Annaig-Vari Mingamt, eus Lokornan-Kerne, a zibradas ar priz kenta. ●(1951) BLBR 39-40/22. dibradet kaer ar priz kenta.

(3) Loened prizioù : bêtes de concours.

(1963) BAHE 35/37. bro ar c'hezeg mat (…) hag al loened-prizioù !

B.

(1) Dougen priz : coûter, valoir.

(1955) STBJ 200. ar pez o deveze da werza ne zouge nemet priz dister.

(2) Diskenn-priz : rabais, remise.

(1935) BREI 414/4a. adgoulenn diskenn-briz.

(3) Tu priz tu miz : coûte que coûte.

(18--) SAQ II 247. Ober he zilvidigez heb mank, tu priz-tu miz, koustet pe gousto.

(1936) PRBD 55. Ma kavit gwelloc'h mont d'ar baradoz, tu pris – tu mis, eget ober mui ar pec'hed ha mont d'an ifern, o keuz a zo souveren, a ze dreist pep tra. 71. Me fell din, tu pris-tu mis, en em ziwall eus ar pec'hed.

(4) Seul priz seul miz : coûte que coûte.

(18--) SAQ II 187. Eun dra a zo, unan hebken, hag a dleomp da c'houlen seul priz seul miz, hag an dra-ze eo silvidigez hon ene.

II. Loc. adv.

(1) A-izel-briz : à bas prix.

(1790) MG 110. Me bernai lonnèt a izel briz.

(2) A-briz-izel : de peu de valeur.

(1689) DOctrinal 172. Da caout un abit fris, isquis, à pris isel, tr. Ernault (GMB 246) « …un habit de frise, grossier, de peu de valeur. »

(3) A-briz-buhez : au prix de sa vie.

(1868) FHB 156/413b. Ar zouaved o deus brezelekeat, evel ma reont e pep leac’h, gant courach hag a bris buez. ●(1869) FHB 251/330b. er vartoloded o labourat a bris buez o clask miret oc’h ho lestr do (lire : da) vont da goll.

(4) War-briz : au prix de.

(1970) BRUD 35-36/143. Da houzoud eo ha ne vije ket deuet an Nominoe da glok war briz eun arboellerez re striz hag a ra heug.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...