Devri

rouez .1

rouez .1

adj.

I. Attr./Épith.

A. (en plt d'éléments pris par unité)

(1) Rare.

(1499) Ca 177b. Rouez. g. tenure. l. rarus / rara / rum.

(1893) IAI 4. Rouez e bet e gwirionez an dud santel en amzer-ze. ●(18--) SAQ II 54. Rak ar vugale a vez ar pez ma vezont great. Nebeut a dreac'h gouen ; lod her gra ; mez rouez awalc'h int.

(1900) MSJO 70. roues oa evelato ar famillou n'o dije ket eun azen ous ho heul. ●(1905) IVLD 81. ar re a lakea Bernadett gaouiadez a oa rouez. ●(1910) MBJL 184. roues (rare) eo ar sort kouencho. ●(1915) MMED 415. rak rouez eo ar bec'herien a deu da zevel.

(2) [au dimin.] Rouezik : assez rare.

(1868) KMM 267. Rouezic int, zoken, ar re a velo anezi.

(3) (en plt de phénomènes) Rare.

(1909) FHAB Gouere 194. ha rouez e vez guelet ar boan o voaska lod deuz ar re vella ?

(4) (en plt d'une plantation) Clairsemé.

(1732) GReg 171b. Clair qui n'est pas épais, tr. «Rouëz

(1857) CBF 89. Me gav ar segal gwall rouez, tr. «Je trouve le seigle bien clair.»

B. (en plt d'un groupe d'éléments) =

(1868) FHB 186/235b. Rouez e voue an niver euz ar re a c'hellaz diachap.

C. (Outil)

(1) Dont les dents, les doigts sont écartés.

(1908) FHAB Ebrel 124. eur rastell rouez he bizied.

(2) Krouer rouez : crible à maille moyenne.

(1732) GReg 234b. Crible raisonnablement gros, Croëzr rouez

D. (en plt de qqc. d'abstrait)

(1) (Parole) Facile.

(1530) Pm 244 (Mab Den). Mar roez da loquancc en brancel, tr. «Aussi facile (que soit) ton éloquence (mise) en branle.»

(2) Rare.

(1902) MBKJ 35. Rouez eo ar vignounach diazezet var ar garantez. ●(1906) KPSA 117. ker rouez eo breman ar Feiz er bed, ma vezer douget da gaout re a fisianz pe re-nebeut.

II. Épith.

A. (en plt de qqc.)

(1) (en plt de tissu) Qui est tissé lâche, peu serré.

(1936) IVGA 156. gant he liñser-rouez hag he rastell. ●(1972) SKVT I 141. Ur sac'h-rouez ganto war o fenn. ●(1973) SKVT II 65. ur pezh liñser rouez rouz.

(2) (en plt de vannerie) Qui est tressé ajouré.

(1926) FHAB Mezheven 218. goudeze e vez gwalc'het [ar gloan] en dour red e boutegi rouez.

(3) Douar rouez : terre ameublie.

(1857) CBF 106. Douar rouez, tr. «terre ameublie.»

(4) Kribin rouez : gros séran.

(1732) GReg 360b. Le gros seran, tr. «Ar gribyn rouëz

B. (en plt de qqn)

(1) (Visage) serein.

(1732) GReg 390b. Face sereine & joïeuse, tr. «Dremm rouëz.» ●861a. Un visage serein, tr. «Un drémm rouëz. ur visaich rouëz

(2) Qui ne peut garder un secret.

(1732) GReg 853b. Qui ne peut garder un secret, tr. «un dèn rouëz. p. tud rouëz

III. Adv.

(1) (Semer) clair, peu épais.

(1872) ROU 102b. Semer clair, tr. «Ada tano, rouez, sclear.»

(1937) FHAB Gouere 200. ec'h hadont gwiniz pe gerc'h, rouez.

(2) Tudet rouez : faiblement peuplé.

(1929) SVBV 166. ar c'horn-douar boemus-se a zo tudet rouez.

(3) Peu nombreux.

(1909) FHAB C'hwevrer 58. ar gwenneien oa koezet roues e fons o zokou.

IV. Bezañ rouez e damouez : voir tamouez.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...