Devri

seurt

seurt

m., pron. ind., prép. & conj. –où cf. sort

I. M.

(1) Sorte.

(1612) Cnf 39b. an sceurt tut-sé, so hanuet houlier, ha houlieres. ●(1621) Mc i. euit pep seurt tut. ●(1647) Am 753. Mar bez foull e’r bro nep sceurt jolory. He fezo hem’zy, a n’y c’hoario., tr. S’il y a foule dans le pays, un tapage d’aucune sorte, ce sera dans ma maison, et nous jouerons. »

(1710) IN I 43. disenoret he friedelez gant peb seurt crimou. ●(1732) GReg 877a. Sorte, espece, tr. «Seurd. p. seurdou.» ●Il y a bien des sortes d'animaux sur la terre, tr. «Cals a seurdou anevaled, a so var an doüar.»

(1834) SIM 112. Ur seurt arvest abominabl. ●(1872) FHB 394/227b. N'euz ket da abegi ar seurt nevezentiou.

(2) Er seurt : aussi.

(1900) MSJO 131. neuze e velas eur sklerijen er seurt ne doa morse tanvet en he c'halon. ●(1913) AVIE 197. hui e iei de gol rah ér sort. ●219. Ér sort é oé bet é gré Lot. ●258. hag ér sort é hrer doh té. ●332. El laeron (...) en anjulié ér sort.

(3) Seurt biskoazh : comme jamais.

(1908) PIGO II 16. e teuas e-leiz a bikou da flemman anean, seurt biskoaz.

(4) Ar seurt-se ! / Seurt-se !

(1926) FHAB Mae 234. Eno neuze, e veo tremenet, dre c’henou ar paour keaz, eul lost leue lardet mat, – ar seurt-se ! – flour ha melus, unan eus an dibab !... ●(1978) BAHE 99-100/70. Petra ’zo erru ganit, Louizig ? Bez’ez eus ur penn ouzhit ! Seurt-se !

(5) Er seurt : de cette sorte.

(1900) MSJO 213. hag e kavint enhan eun tenzor er seurt n'o deus ket guelet nag an dud o deus bevet dindan al Lezen goz, nag ar re o deus bet dindan al Lezen neves. ●(1906) KANngalon Eost 175. Pini misioner katolik n'en deuz ket guelet meur a vech taoliou er seurt-ze. ●(1906) KANngalon Du 249. leor ebed er seurt-ze. ●(1915) KANNgwital 156/82. Raktal e tirollaz eur glaou dourbill er seurt ne veler ket alies.

(5) Ur seurt pe seurt : une chose ou une autre.

(1893) IAI 76. An oll babed o deuz bet eur seurt pe zeurt da c'houzaon.

(6) Ur seurt bennak : quelque chose.

(1893) IAI 108. an den a zesk atao eur seurt benag gant sotoc'h evitan.

(7) Comme.

(1923) FHAB Gwengolo 338. Breiz a-bez a vo eno dastumet seurt n'eo bet biskoaz.

(8) Ranellat diwar seurt ha netra : bavarder de tout et de rien.

(1944) VKST C'hwevrer 52. hag e choman da ranellat diwar seurt ha netra.

(9) A bep seurt : de toutes sortes.

(1633) Nom 123a. Scutulatus color : pommelé : marellet á pep seurt liou.

(1874) FHB 501/247a. En em lacat a ra da ober a bep seurt ariezou. ●(1879) BMN 313. Di eo e tirede a vareadou, a vagadou, tud a bep seurt broiou. ●(1894) BUZmornik 877. tud aviuz a zornaz adarre a bep seurt traou divar he benn d'ar roue.

(1909) KTLR 170. Mez ar vaouez (...) a lavaraz d'ezhan deuz a bep seurt hanoiou vil. (1914) FHAB Eost 240. An itroun her c'harie kalz abalamour ma rea an aneval a bep seurt simijou. ●(1928) FHAB Mezheven 225. A bep seurt traou a vez sanailhet en o fenn.

[devant un sing.]

(1857) HTB 29. ar mann en difoa bep seurt blaz.

(1913) FHAB Eost 235-236. plajou fleuret a bep seurt liou. ●(1921) FHAB Meurzh 60. eva buredadou a bep seurt dour trenk.

(1903) MBJJ 320. setu perak e taul o liorzo a-gonfont trevajo ha freuz a bep seurt. ●(1906) KANngalon Mae 103. mont dispont a dreuz ar reier hag an danjeriou a bep seurt. ●(1907) PERS 314. goulennou a bep seurt, sot ha diboell aliez. ●(1911) FHAB Here 294. frouez a bep seurt oc'h aoï. ●(1913) KANNgwital 122/240. paea taillou ha deveriou a bep seurt. ●(1916) KANNgwital 169/187. dillad-dindan a bep seurt.

(10) [sans compl.] A bep seurt : toutes sortes de choses.

(1910) MAKE 49. A bep seurt e lavare en eur vont gant an hent etrezek Kemper.

(11) Seurt ebet : Rien.

(1876) TDE.BF 564a. Seurt e-bed, adv., tr. «Rien.»

II. Pron. ind. Rien.

(1862) JKS 234. ne gemeran seurt euz ho tra. ●(1893) IAI 33. na zinac'he seurt d'ar c'horf.

(1922) FHAB Mezheven 167. me n'oun mui mat da zeurt.

III. Loc. prép.

(1) Seurt gant : comme.

(1931) VALL 135a. Comme, de l'espèce de ceux-ci, tr. «seurt gand ar re-ma(ñ).» ●(1935) BREI 415/3c. Eun tarkad em bize roet gant plijadur d'eun diod seurt gant hennez !

(2) A-seurt gant : comme.

(1931) VALL 135a. Comme, de l'espèce de ceux-ci, tr. «a-seurt gand ar re-ma(ñ).»

(3) Ar seurt gant =

(1908) PIGO II 23. Biskoaz tad na welis ar seurt ganit ! ●31. re bell amzer e tarempredis ar seurt gante ! ●162. Ar gir-ze, da vihanan, a zo gwir... 'vit ar seurt ganimp.

(4) Ar seurt da =

(1955) STBJ 184. ne zeree ket ouz kanfarted ar seurt deomp.

IV. Loc. conj. A-seurt ma : comme.

(1958) KOGI 10/08. c'hoari gant binvioù a-seurt ma oa gwechall.

V.

(1) Klevet e seizh seurt (ruz) gant ub. : voir seizh.

(2) Lavaret ar seizh seurt (ruz) eus ub. : voir seizh.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...