Devri

skouarn .2

skouarn .2

f. & adv. –où d. divskouarn

I. F.

A.

(1) (anatomie) Oreille.

(1499) Ca 182a. Scouarn. g. oreille dhomme. ●(1612) Cnf 5b. dre ma diu scouarn. ●(1633) Nom 17b. Auris : l’oreille : an scouarn. ●Capreolus : le bout de l’oreille : pen an scouarn. ●Auris meatus : l’ouuerture de l’oreille : an digor an scouarn. ●271a. Flaccus : qui a les oreilles lasches & pendantes : vuan (lire : vnan) en deus diuscouarn lausq hac á diuill, diuscouarn bodes.

(1659) SCger 86b. oreille, tr. «scoarn, p. diouscoarn.» ●(c.1680) NG 1679. Cornë e scoharn deheu. ●(1732) GReg 678a. Oreille, l’organe de l’ouïe, tr. «Scoüarn. p. diouscoüarn, divscoüarn. Van[netois] scoarn. p. discoarn. scoaharn. p. discoaharn.» ●Le conduit de l’ouïe, le trou de l’oreille, tr. «Toull an scoüarn.» ●L’aile de l’oreille, sa partie superieure, tr. «Penn an scoüarn.» ●Le lobe de l’oreille, sa partie inferieure, tr. «Qicq an scoüarn.» ●(17--) FG II 3. caër oc’h eus joüal d’ham discouarn, tr. «vous avez beau pousser de hauts cris à mes oreilles.»

(1849) LLB 252. ged men diwskoharn. ●1203. é tal é ziwskoharn. ●(1872) DJL 21. goude beza kravet eun tamig he skouarn glei.

(1900) KEBR 14. Ar skouarn. ●An diskouarn. ●(1902) PIGO i 13. digor mad da ziouskouarn. ●(1910) MAKE 20. perc’hen da ziouskouarn vouzar. ●(1923) KNOL 269. troc’hit d’ezan e ziouskouarn a-resed e benn. ●(1935) BREI 392/2d. eun tammik kalapousenn e krap he skouarn.

►[au duel après un art. ind.] Un divskouarn : une paire d’oreilles.

(1888) SBI ii 118. Eun diouscouarn deus ma mestrès a ra d’ei calz a enor, tr. «Deux oreilles a ma maîtresse qui lui font beaucoup d’honneur.»

(1922) FHAB Gouere 212. abalamour m’en doa eun diskouarn hag eur mouë marc’h.

(2) Ober skouarn vouzar ouzh ub. : faire la sourde oreille.

(18--) SAQ i 153. pa gendalc’her pell da ober outhi ar skouarn vouzar.

(1902) MBKJ 237. Loiz XIV a reas skouarn vouzar. ●(1905) KANngalon Here 514. Rouanez an env ne reaz ket skouarn vouzar.

►absol.

(1911) BUAZperrot 21. goaz a ze d’an den ma ra skouarn vouzar.

(3) Ober skouarn vouzar da udb. : faire la sourde oreille.

(1958) LLMM 67/91. e rae al levier Percy Rutherford skouarn vouzar da safar ar ganerien.

(4) Teurel e skouarn : écouter.

(1926) FHAB Here 392. Den ebed arôzan ne oa deut en e spered, tôl e skouarn da zelaou trouz ar galon ha finvadennou ar c’hreuz eus an den.

(5) Reiñ skouarn da ub., udb. : prêter l’oreille à qqn, aux dires de qqn.

(1882) BAR 16. Allas ! roet en deuz scouarn d’an droug-speret. ●(1894) BUZmornik 76. rei skouarn d’ar seurt rambreou pe zorc’hennou-ze ? ●(1896) LZBt Mae 11. intent a ran e vo roet skouarn dehan.

(1905) IVLD 191. rei a reont skouarn da zelaou rambreou eur verc’h hag a zonj d’ezhi beza guelet ar Verc’hez.

(6) Skouarn gaoc’h =

(1947) YNVL 12. Kontrol da betra, skouarn-gaoc’h ?

B. Ouie de poisson.

(1633) Nom 42b. Branchiæ : les oreilles des poissons : diuscoüarn an pesquet.

(1732) GReg 682a. Ouïe, partie de la tête des poissons, qui s’ouvre, tr. «Scoüarn pesq. p. scoüarnou pesk.»

(1925) DIHU 170/306. (Groe) Skoarn, tr. «ouie de poisson.» Dastumet get Bleimor. ●(1934) BRUS 256. L’ouie, tr. «er skoharn –eu ; duel : diskoharn

C. [en apposition]

(1) Kloc’h-skouarn : boucle d’oreille.

(1838) OVD 206. Rebecca é receu clehiér-discoharne ha braguerisseu merhèd. ●234. er hlehiér-discoharne e receuas Rebecca.

(2) Bizoù-skouarn : boucle d’oreille.

(3) Ruilhenn-skouarn : boucle d’oreille.

(1872) FHB 406/325b. rillennou scouarn aour.

(4) Kaoc’h-skouarn : cérumen.

(1932) DIHU 250/53. É Guéned-Izél hun es ur gir eit Cérumen : kaoh-skoharn.

(5) Fank-skouarn : cérumen.

(1499) Ca 82b. Fanc an scouarn. g. moeulle doraeilles. ●(1633) Nom 15b. Aurium marmoratum, cerumen : l’ordure des oreilles : fancq an diuscouarn.

(6) Skarzh-skouarn : cure oreille.

(1732) GReg 241a. Cure-oreille, tr. «Scarz-scouarn. p. scarzou-scouarn

D. (en plt de qqc.)

(1) = (?) Fer d’une pelle (?).

(18--) SAQ ii 154. var skouarn ar bal.

(2) Anse (d’un récipient, etc.).

(1732) GReg 39a. Anse, ce qui sert à manier une utencile, tr. «scoüarn. p. scoüarnou.» ●Anse de Rechaux, tr. «Scoüarnou ur brasoüer.» ●Anses de barate, tr. «Scoüarnou ur c’helorn.» ●(1738) GGreg 35. scoüarnou ar pod, tr. «les anses d’un pot.» ●scoüarnou ar brasoüer, tr. «les anses d’un rechaud.»

(3) plais. Poignée de guidon.

(1924) SBED 45. Ni iei ol ar un dro peb unan é varh-hoarn / Ha valéou nezé krog mat en é ziskoarn.

II. Adv. A-skouarn : auriculaire.

(1964) LLMM 107/413. test a-lagad hag a-skouarn.

III.

A.

(1) Reiñ skouarn : écouter. Cf. prêter l’oreille.

(1864) SMM 28 (L) G. Morvan. Ha meur a hini, o rei neuze scouarn d'an ærouant, o deuz serret outho ho unan dor an Env. ●(1889) ISV 158 (L) G. Morvan. Ar sclaf, o rei scouarn d'he gamarad, ne rea van euz a gement a lavaret dezhan a enep relijion Mahomet. ●310. Ha ni diodet ma'z omp, zo prest ato da rei scouarn d'ar re a voar blejal ha sklankat huela. ●(1896) LZBt Mae 11 (T). intent a ran e vo roet skouarn dehan.

(1910) FHAB C'hwevrer 42 (L). Doue ra viro, kerent kristen, ne rofec'h skouarn d'ar re 'ro harp d'ar skoliou dissakret ha ne c'houlenfent nemet rei lamm d'ar skoliou kristen. ●(1925) BUAZmadeg 47 (L) Ao. Madeg. E leac'h rei skouarn da zelaou ar virionez.

(2) Bezañ ul lastez hir e skouarn : qui n’est pas très intelligent.

(1959) BRUD 7/19 L. Inizan. Tamm fallagriez ebed en e gorv. Eul lastez hir e oa e skouarn. Komañs a ree c'hoari gand e voned pe «dapa lapined ruz» evel ma vez lavaret. ●25. eul lastez hir e oa e skouarn : un tammig re hir. Evelse e vez lavaret euz eun den berr e spered.

(3) Mont e skouarn ar c'had : se perdre.

(1926) FHAB Mezheven 235 *Breizadig. Bep sul, setu adarre ugent lur, dek skoed, hanter-kant lur aet e skouarn ar c'had, debret en ostaleriou. ●(1942) VALLsup 132. D'un objet perdu on dit fam. : aet eo e skouarn ar c'had.

(4) Mont e skouarn ar c’had : être oublié.

(1942) VALLsup 126. (La commission, le travail, etc.) a été oublié, tr. F. Vallée «aet e skouarn ar c’had T[régor] fam.»

(5) Bezañ e skouarn ar c'had :

(1938) FHAB Meurzh 1938/74. Ne ouezan ket eus a belec'h e teu ar vugaligou er broiou all; er c'hornig douar ma'z oun me ganet, e teuont holl eus skouarn ar c'had e Menez Are. (...) En arvoriou, e leverer e vezont kavet, dindan ar c'herreg, etouez ar bizin. Tangi Malmanche a gont an hevelep tra en e gontadenn c'hallek «Kou le Corbeau» p. 10 : d'autant que je savais très bien comment se font les enfants et qu'on ne les trouve pas dans l'oreille d'un lièvre. ●(1960) PETO 65 (K) Y. ar Gow. Ganeomp hor bevañs, c'houi 'oar mat, / 'Vez don e skouarn hir ar c'had. ●(1962) LLMM 94/353 (K) Y. ar Gow. «Diwallit, va zud,» emezon, «e kouezhfe ar meud en ho torn rak ar susit-se, ma'z eus anezhañ, a zo e skouarn ar c'had

(6) Ober skouarn danav :

(1945) DWCZ 88. An Aotrou hag an itron a reas skouarn tano.

(7) ... ar biz en e skouarn : voir biz.

(8) Pa gavin un neizh logod e skouarn ar c'hazh : voir neizh.

(9) Bezañ teñval e skouarn : voir teñval.

(10) Bezañ kroget ar big en e skouarn : voir pig.

B.

(1) Ober divskouarn d'ur babig : boire en l’honneur d’un enfant le jour de son baptême.

(1955) STBJ 52 (K) Y. ar Gow. Evit heulia ar c'hiz, e veze dao troi en ostalidiou da bêa banneou en enor d'ar mevel nevez, evit ober diskouarn dezañ.

(2) Dont gant e zivskouarn d'ar gêr : revenir indemne.

(1790) MG 176 (G) I. Marion. Eid-on-mé, ne mès meit pautrèt, trugairé Doué; ha m'ou lausq de ridêq èl léh ma carant : meit ma tei ou discoharn guet-t'ai d'er guær, ne oulennan quet davantage.

(3) Tommañ e zivskouarn da ub. : donner des gifles.

(1790) MG 130 (G) I. Marion. rac m'hou pehai remerquét en em mès manquét d'em mam, me duemmou hou tiscoharn.

(4) Tapout e zivskouarn da brennañ a-dreñv : être sot.

(1978) PBPP 2.2/447 (T-Plougouskant). Ne soñj ket gant hennezh e tap ma divskouarn da brennañ a-dreñv, tr. J. le Du «il ne croit tout de même pas que mes oreilles sont assez longues pour se nouer derrière /la tête/»

(5) Lakaat c'hwen e divskouarn ub. : voir c'hwen.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...