Devri

skoulmañ / skoulmiñ

skoulmañ / skoulmiñ

v. cf. koulmañ

I. V. tr. d.

A. Nouer.

(c.1718) CHal.ms iii. noüer denoüer, tr. «clomein, sclomein, diglomein.» ●(1732) GReg 661b. Nouer, faire un neu, tr. «scoulma. pr. scoulmet

(1896) GMB 612. pet[it] tréc[orois] skourmañ.

B. sens fig.

(1) Skoulmañ an dispignoù : boucler le budget.

(1932) KANNgwital 358/229. Ha kavet e vo an dek miliar a vank evit skoulma dispignou ar vro ?

(2) Nouer (de l'amitié).

(1909) FHAB C'hwevrer 44. skoulma mignouniach gant eur Breizad yaouank.

(3) Skoulmañ ar peoc'h : conclure la paix.

(1911) BUAZperrot 225. E genvroïz a gasas anezan evel kannad da skoulma ar peoc'h. ●271. eun den troëtoc'h var ar pez a skoulme ar peoc'h, eget var ar pez a hade ar freuz !

(4) Skoulmañ an daouarn : se prendre par les mains.

(1922) FHAB Du 350-351. D'ezo eo breman en em voda, skoulma o daouarn da ober eur jaden ha da youc'hal.

II. V. intr.

(1) Assurer les dépenses.

(1933) ALBR 25. Er bloa-man, dija, e renker sevel truajou neve a-benn gallout skoulma.

(2) Skoulmañ re verr : ne pas être satisfaisant, suffisant.

(1927) FHAB Genver 22a. Re verr e skoulm an holl respontchou-ze ; hini anezo ne dap.

III.

(1) Skoulmañ ganti : s’en tirer à peine financièrement.

(1931) VALL 78. Je ne puis joindre les deux bouts, tr. F. Vallée «n'oun ket evit skoulma ganti, eur vriad leun hag eun ere berr a zo degouezet ganéñ.» ●(1951) (T) *Jarl Priel LLMM 25/71. Kaer am boa poanial noz ha deiz (...) bec'h am beze atav o skoulmañ ganti... ●(1954) (T) *Jarl Priel VAZA 72. Tremen bec'h he deveze o skoulmañ ganti. ●(1981) (L) *Tad Medar ANTR 23. Poan a zo o veva ha kalz euz ar verourien n'int ked evid skoulma ganti.

(2) Skoulmañ ganti : faire la boucle (financièrement).

(1981) (L) *Tad Medar ANTR 148-149. Gant pevar hant hordennad ar bloaz n'eus ked peadra da ober tan-gwall bemdez. Red eo ober piz warno m'o peus c'hoant skoulma ganti.

(3) Lakaat an daou benn da skoulmañ : boucler un/le budget.

(1935) (T) BREI 412/3a. 6 miliar 450 milion evit lakat an daou benn da skoulma.

(4) Skoulmañ an daou benn, an eil penn ouzh egile : s’en tirer à peine financièrement. Cf. gwalc'hiñ an eil dorn gant egile, sec'hañ an eil dorn gant egile, pakañ an daou benn.

(1868) (L) Goulc'hen Morvan FHB 172/127b. Ni, da viana, ma'm bije gallet chom er guær, a elle brao coulma an eil penn oc'h eguile euz ar bloaz. ●(1884) FHB 15/116a. Hag epad ar bloavesiou-ze e skoulmet an daou-benn hag e choume arc'hant.

(1918) LILH (G) L. Herrieu 18 a Vae. hag e vo ret dehon merhat gobér un tam kanùerh benak aveit sklomein en deu ben. ●(1924) CDFi 1er mars 1. N'int mui gwest, emezo, da skoulma an daou benn euz ho miz. ●(1933) (T) ALBR 72. Abalamour m'o deus aon na vefe lavaret eo teusk an treou gante ha n'int ket evit skoulma an daou benn. ●(1950) L. B. KROB 21/5. Ar pez a zo ret evit beva a jom ker, ha kals tud o deus mil boan o skoulma an daou benn.

(5) Skoulmañ an daou benn ag ar blez / daou benn ar bloaz : boucler son budget annuel.

(1891) (G) CLM 95. Betag bermen ean en dès attàu clommet en neu ben ag er blé.

(1913) (T) LZBt Gwengolo 7. Daoust d'an tad da labourat (...) d'ar vamm da zellet piz ouz an dispigno, ho devoa bec'h, koulskoude, o skoulman daou benn ar bloavez.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...