Devri

Spered-Santel

Spered-Santel

m.

I. Saint-Esprit.

(1621) Mc 90. an Speret santell.

(1732) GReg 360b. Le Saint Esprit, tr. «ar spered santel

(1900) MSJO 214. dre c'halloud burzudus ar Spered-Santel. ●(1907) AVKA 38. nemed hadgenel a rafe dre an dour hag ar Spered Santel. ●(1911) BUAZperrot 417. Penaoz int deuet da veza ken helavar ? Dre nerz ar Spered Santel. ●(1927) BBMT 7. A dural é oé hoah duéh de laret bamdé chapelet er Spered-Santél.

II.

(1) Na vezañ deuet holl ar Spered Santel war an douar gant ub. : ne pas être très intelligent.

(1877) EKG I 6 (L) L. Inisan. Ne lavaran ket e ve mear sot ebet, evelato ne ket deuet gantho oll ar Spered-Santel var an douar.

(2) Bezañ dilezet gant ar Spered Santel : ne pas être très intelligent.

(1964) BRUD 17/8 P.-J. Helias. Hounnez 'm-eus aon, a zo bet dilezet gand ar Spered Santel.

(3) Laouen, eürus evel ar Spered Santel : très joyeux.

(1909) FHAB Here 311 *Laouig Beg ar Spins. Biel a oa eur paotr eus an dibab, krenv evel eur marc'h, dous evel eun oan, laouen ha seder evel ar spered-santel. ●(1909) KTLR 175 (L) K. Jezegou. Hag an ealig divin, laouen evel ar speret santel, lugernus evel an heol, kregi e m'dorn. ●(1923) FHAB Ebrel 148 (L) *Ab Tenenan. Yannig a c'hellas kaout e vilhed digant ar ministr hag a zizroas da gaout ar Zae zu, laouen evel ar Spered santel. ●(1925) FHAB Kerzu 469 *Melegan. Ha Katell eus he c'hostez a oa laouen evel ar Spered-Santel. ●(1928) FHAB Mae 171 (L) Y.-V. Perrot. E zilhad a veze atao e truilhou; bale a rae diarc'hen; daoust da-se e veze atao kel laouen hag ar Spered Santel. ●(1929) FHAB Mae 185 (L) Y.-V. Perrot. Eur c'hard eur goude e pigne, an noter da gambr an hini goz, laouen evel ar Spered Santel. ●(1938) FHAB C'hwevrer 55 D. ar Mezou. Hag an êlig Doue, laouen evel ar Spered Santel, lugernus evel an heol, kregi em dorn. ●(1951) BLBR 39-40/19 K. Riou. Echu ganit da amzer-skol, va faotr. Eurus out 'vel ar Spered-Santel, sur. ●(1959) BRUD 7/19 (L) F. Inizan. Saig e veze d'ar wech laouenn o tond en ti, laouenn evel ar Spered Santel.

(4) Bezañ laeret ar Spered-Santel : être intelligent.

(1943) HERV 158-159. Emaint ganet e-giz-se ha n’o deus ket peurvuia laeret ar Spered Santel.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...