Devri

'ta .3

'ta .3

adv. cf. eta, enta

(1) Donc.

(1868) FHB 177/163b. Perak neuze 'ta neuz menek ebed anezhan abaoue keit amzer ? ●(1870) MBR 172. Kea 'ta enn hent affo, tr. «Mets-toi donc vite en route.»

(1909) NOAR 28. Sell 'ta ! Unan bennak a zo ganez, mestouet ! ●(1926) BIVE 15. Pesort tud 'ta 'zo war an douar en eur hirio !

(2) [dans une loc. interj.] Donc.

(1847) MDM 345. Holla-ta, Fainch, en em drompla brao a rez. ●(1869) EGB 130. Holla-ta ! tr. «attention !» ●(1869) EGB 130. Ai-ta, dao d'ehi, béc'h d'ehi ! tr. «allons donc, courage !» ●(1877) EKG I 141. Alo 'ta ! N'ounn ket ken diskiant.

(1923) FHAB 1922 – légérs changements de langue – Pièce inspirée de Molière, M. de Pourceaugnac)">AAKL 11. Asa 'ta mat ! N'ho peus ket a zonj am eus bet an enor da eva ganeoc'h estreget eur wech. ●(1924) BILZbubr 45/1068. Ac'hanta 'ta, pôtr, tiet out ! Kroc'hen kurunou !... ●(1950) KBSA 119. «Ac'hanta 'ta !» eme Yann. «N'em boa ket lavaret d'it ! Ha gortoz ! N'eo ket echu c'hoaz !

(3) N'eo ket 'ta ? : n'est-ce pas ?

(1866) LZBt Gwengolo 187. Gwastell oc'h, pe oc'h war vean, ne ket 'ta ?

(1912) FHAB Meurzh 71. Red eo, ha n'eo ket 'ta, beza diboëllet evit lavaret kement all.

(4) Laka 'ta ? : n'est ce pas ?

(1906) BOBL 28 avril 84/3d. Me a gav d'in n'omp ket daou zuer-paper disane an eil d'egile, laka'ta ? ●(1908) BOBL 01 août 188/1a. Biskoaz n'ho poa klevet rêzon skler ebed evel hounnez c'hoaz, laka ta ? ●(1913) PRPR 25. Ar frouez difennet en deus atao gwelloc'h blaz evid egile, laka 'ta. ●(1918) LZBt Mae 21. Ma shume we, Maria, a lares bremaïk, laka 'ta ?

(5) Na petra 'ta =

(1896) LZBt Meurzh 20. Penno braz ar vro a fell d'he bewan dizoursi, na petra 'ta ?

(1909) KTLR 32. Cheun, na petra 'ta, a gorde gant he zaouzorn an tamm moustachou oa var he vuzel. ●(1921) FHAB Genver 18. Hag an diaoul, na petra 'ta, a yeas eur zac'had droug ennan. ●(1923) FHAB C'hwevrer 55. Roi a reant o ger e kasjent o droulansou dirak tri ezel eus ar vreuriez, d'ar re-man da varn hervez o c'houstians, evit netra, na petra 'ta, ha kuit dre eno a brosezou rivinus. ●(1924) ZAMA 21. Hag an holl, na petra 'ta ; a ziredas da guzuliata ar paour kêz prins yaouank. ●(1929) FHAB Genver 33. hag ar yer bihan, goudeze na petra 'ta, a vije rannet war zaou hanter.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...