Devri

talvezout

talvezout

v.

I. V. tr. d.

(1) (en plt de qqc. d'abstrait) Valoir, être utile, servir à, mener à.

(1857) HTB 2. Roet a oe d'ar bugel mestri mad, hag oll ar pez a helle talvout evit hen euni, evit hen diski hag evit hen renta fur. ●(1868) KMM 117. Petra dalv deoc'h kemeret re a c'hlac'har hag a ran-galon pa varv ho tud ? ●(1872) ROU 96a. La précipitation ne vaut rien, sauf pour prendre des puces, tr. «mont a lamm ne dalv netra, nemet da baca c'hoenn.»

(1909) KTLR 156. Bah ! petra dalv glac'hari ? Deomp, atao, en avantur Doue ! ●(1911) BUAZperrot 153. Keuz divarlerc'h ne dalvez netra / teuler evez eo ar gwella. ●(1924) ZAMA 88. kement-se n'en dije ket talvezet d'in da nemeur. ●(1926) FHAB Mae 183. Setu petra dalv dizenti ouz hon Tad.

(2) (en plt de qqc. de concret) Servir à.

(1902) LZBt Du 4. An aluzennou-ze a dalveou deomp (...) grasou a buill er bed ma. ●(1902) PIGO I 155. e talc'h neuze gant e hent kas goût da betra e talveo d'ean ar pennad lêr-ze.

(3) Équivaloir à.

(1933) BRND 36. An akrad a dalv 0 hektarad 404.671.

(4) Signifier, avoir le sens de.

(1907) AVKA 34. N'eom ket da droug kémer ar gir a «vaouez». Er jude d'ar mare-ma an hano-ze a dalvee ar gir a «itron.» ●198. Sav-tôl ar gir a «de» a vije kemeret gant ar Judevien evid talveout maread amzer.

(5) Talvezout da ub. : revaloir (vengeance) à qqn.

(1857) CBF 122. M'hen talvo d'id ! Damanti a ri ! tr. «Tu me le payeras ! Tu t'en repentiras ! » ●(1878) EKG II 81. Gortozit, bremaik ni hen talvezo d'eoc'h. ●148-149. Kea atao, persoun Gall, m'hen talvezo d'id… ●(18--) SAQ I 292. pa gavinn an tu, m'hen talvezo deoc'h.

(1908) FHAB Here 305. bremazont ni hen talvezo dezan. ●(1942) DRAN 143. ez oa ar baotred e soñj da dalvezout d’ar re all maro o c’heneil.

(6) (en plt de qqn) Valoir.

(1884) LZBt Meurzh 55. ar Gappadosianed ne dalveont ket kalz tra.

(1907) PERS 154. beza ez euz hag a oar petra dalvezan.

(7) (en plt de qqc.) Valoir de l'argent, avoir de la valeur.

(1612) Cnf 44b-45a. Nep à guerz eth è mis hezreu termen bedé mis maé gant condition ma paezher dezaff quement euel à taluezo an eth en marchat.

(1877) EKG I 44. en eur baea anezho an degved, da hirra, euz ar pez a dalvezent.

(1923) KNOL 15. Da brad ne dalv netra. Ema goloet, bremaïk, gant ar brouan.

(8) Ne dalvez ket : inutile de.

(1910) YPAG 3. Mes bah ! ne dalv ket d'in 'n em chakat ! ●(1913) KOME 11. Dalv ket 'n em chakat !… ●(1938) DIHU 327/144. Ne dalv ket laret en des dalhet de douladein èl araok !

II. V. tr. i.

(1) Talvezout ouzh udb. : être bon pour qqc.

(1955) VBRU 75. morse ne blijas din ar vicher kelenner, dre ne oan ket bet krouet eviti, ha marteze o vezañ ne dalvezan ket outi.

(2) Vouloir.

(1907) AVKA 284. Ma c'houle an diskibien an eil digan egile : «Petra dalve dehan laret ?»

(3) Talvezout keit ha : avoir le même sens, la même signification que.

(1925) FHAB Mezheven 228. pante, panteou, ger anavezet gant an holl e Gorre-Leon hag a dalv, e brezoneg, keit hag ar ger «assemblée» e galleg.

(4) Talvezout da : servir de, tenir lieu de.

(1869) FHB 205/388a. an ilizou, moded ha gobaried da dalvout da scuer d'ar re a zao ilizou.

(1903) MBJJ 52. Forn heman, herve kreden ar baganed, a dalvee da govel da Vulkan. ●314. sant Yan, a dalveaz da bautr-a-rauk d'hon Zalver. ●(1911) BUAZperrot 539. Ar pez a jome anezi a dalveze da c'houdoren d'ar vesaerien a zivardro. ●(1926) FHAB Eost 305. eun tour a dalvez da gouldri.

(5) Talvezout kement ha : avoir le sens de.

III. V. intr. Lakaat da dalvezout.

(1) Mettre à profit.

(1855) MAV 28. Ar bugel a lekeaz ar c'helen-ze da dalvezout.

(1911) SKRS II 14. Eno he doa lakeat da dalvout ar c'henteliou mad roet dezhi gant he mestrezed. ●27. N'ouzomp ket hag hen an tad difeiz a lakeas ar gentel da dalvout.

(2) Appliquer.

(1911) BUAZperrot 21. Maximin a lakeas da dalvezout an ursiou striz a ioa bet douget gant an impalaëred all en e raok.

(3) Mettre en valeur, faire valoir.

(1839) BESquil 274. é oé arrihue en amzér de laquat de dalhouet é siance hac abiltæt.

(1911) BUAZperrot 245. Red eo lakât ar galloudegeziou da dalvezout.

IV. V. pron. réfl. En em dalvezout : se faire valoir.

(c.1718) CHal.ms i. Voila un homme qui brille dans les compagnies, tr. «chetu un deen a oura him daluoüet.» ●(1792) HS 238. Er-ré e ra hum dalvouit, er-re e glasque bout hannaüet aveit er péh m'ann dint, ha guhavé aveit er péh n'enn dint quet.

V.

(1) Na dalvezout ur penn pour : voir pour.

(2) Na dalvezout ur bilhenn : voir pilhenn.

(3) Na dalvezout ur c'horniad : voir kornad.

(4) Na dalvezout ludu ur c'hornad butun : voir kornad.

(5) Na dalvezout ul louf ki : voir louf.

(6) Na dalvezout ul liard toull : voir liard.

(7) Na dalvezout ur spilhenn : voir spilhenn.

(8) Na dalvezout ur bouton : voir bouton.

(9) Na dalvezout ur bramm : voir bramm.

(10) Na dalvezout un taol botez : voir botez.

(11) Na dalvezout vioù brein : voir vioù.

(12) Na dalvezout ur chik butun : voir butun.

(13) Na dalvezout ur vrennigenn : voir brennigenn.

(14) Na dalvezout muioc'h eget ur felc'h ki : voir felc'h.

(15) Na dalvezout ar fred : voir fred.

(16) Ne dalvez ket ar vevenn ar vezherenn : voir bevenn.

(17) Ober ur sell a dalvez c'hwec'h real : voir real.

(18) Talvezout c'hwec'h real : voir real.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...