Devri

tan-gwall

tan-gwall

m. tanioù-gwall

(1) Incendie.

(1732) GReg 331b. Embrasement, incendie, tr. «Tan-goall.» ●522a. Incendie, tr. «Tan-goall

(1847) FVR 387a. Ne vank nemed eur fulen dan / Evit enaouin eunn tan gwall. ●(1867) BUE 171. ann holl danio-gwall bet lac'het. ●(1869) SAG 189. enep an tan-ouall. ●(1878) EKG II 56. Great oan evit guelet tanou-goall enn nosvez-se. ●(18--) SAQ II 45. mouga'n tan guall.

(1907) PERS 301. an tan goall a zo en ho ti. ●(1909) FHAB Gouere 202. assurans an tan-gwall. ●(1911) SKRS II 17. an tan goall a grogas en eun theatr e Pariz. ●18. mougerien an tan goall. ●(1935) SARO 27. eun tan gwall spontus bet kroget e Kemper, a vougas, en eun taol.

(2) Lakaat an tan-gwall war ub. : mettre le feu chez qqn.

(1878) EKG II 156. Kentoc'h e lmezint ac'hanoc'h da lakaat an tan-goall varn-ho, eget diskleria eur belek epken.

(3) Lakaat an tan-gwall e : mettre le feu dans (un endroit).

(1732) GReg 522a. Faire un incendie, mettre le feu à la maison de quelqu'un, tr. «lacqât an tan-goall ê ty ur re-bennac.»

(1878) EKG II 33. goude beza lakeat an tan goall e Kerc'hoenner.

(4) Seniñ an tan-gwall : sonner le tocsin pour un incendie.

(1907) PERS 197. Me ia da lakad son an tan goall.