Devri

tog / tok

tog / tok

m. –où, togeier

I.

A. (habillement)

(1) Chapeau.

(1499) Ca 198a. Toc. g. chappeau.

(1659) SCger 22a. chapeau, tr. «toc.» ●175a. toc, tr. «chapeau.» ●(1732) GReg 205b. Il a eu un beau chapeau en contre-échange d'un méchant manteau, tr. «Beza èn deus bet un tocq caër èn esqem[m] da ur goz vantell.» ●(1745) BT 328. unn toque didronce arnehou, tr. «un chapeau non restroussé par dessus.»

(1849) LLB 216. tokeu plouz. ●1048. ou zok goleit t'ur velouzen. ●(1867) FHB 135/242a. an dud-ze (...) a zivisc deoc'h ho zog ker brao ha tra.

(1903) MBJJ 32. 'neur hija hon zoko. ●(1914) KZVr 91 - 29/11/14. Tok re vesk, tr. «chapeau à rebords trop petits. Goelo, Even.» ●(1931) VALL 110b. Chapeau, tr. «tog ou tok m. pl. ou et tokeier

(1964) BRUD 17/29. Eun tok seiz bouloutenn.

(2) En e dog : portant le chapeau.

(1907) PERS 372. e rea poltret an Aot. Person, var eun tam paper, en he dok.

(3) Mont e tog : porter le chapeau.

(1945) DWCZ 15. Ne lavaran ket o vont e tok, nann, met brao ha kempenn o vont e koef.

(4) Moull an tog : forme d'un chapeau.

(1732) GReg 151b. Forme d'un chapeau, tr. «Moul an tocq

(5) Pod un tog : forme d'un chapeau.

(1907) i BSPD 506. grouiet int é pod me zok.

B. par méton. Homme.

(1790) MG 120. mèrhèt coroll ou hunan ; n'en dai quet bourrus : réd-è ma vou d'er bihannan un tri, pé puar toq.

(1857) CBF 54. Ped den oc'h ? Etro daouzek, ken tok, ken koeff.

II.

(1) Tête (de clou).

(1928) BFSA 269. tok an tachou.

(2) (architecture) Châpiteau.

(1928) FHAB Ebrel 135. koulounennou bihan, stag-ha-stag, hag ouz an tokou bihan a zo war o gorre ez eus kizellet deliou.

(3) (agriculture) Sommet d'un tas de paille.

(1994) HETO 49. Ha me oa tapet da vegañ ar bern plouz rag e dog a oa o vond war ar hostez.

III. (en plt du cidre) Ober e dog =

(1935) BREI 437/1d. Awechou, ar jistr, goude peurgarget ar barrikennou, ne verv ket evel m'eo dleet : elec'h teurel diwarnan forz koc'h-jistr, ne dol nemet eun eonenn wenn, ha ne ra ket e dog.

IV. Blasons populaires.

(1) Tokoù-bordet : surnom des habitants de Landévant.

(1911) DIHU 71/255. É Lanndevan é touger Tokeu bordet. Er morhanù-sé ataù e zou reit de Lanndevañniz.

(2) Tokoù-kolo : surnom des habitants de Brignogan.

(2003) TRMOR 27. Brignoganiz / Pennoù panez / Tokoù kolo / Revr dizolo.

(3) Tokoù-kolo : surnom des habitants de Plougastel-Daoulas.

(1995) PLTZ 111. Plougastelliz / tud divisk / tokou kolo / rêriou briz ! (Klevet er Forest-Landerne).

(2003) TRMOR 46. Plougastelliz / Tud diwisk / Tokoù kolo / Revrioù brizh. [lavarenn]

(4) Tokoù-plouz : surnom des habitants de Belz.

(1911) DIHU 69/224. Belziz e zou Leuiged aveit lod ha Tokeu plouz aveit kod [lenn : lod] aral.

(5) Tokoù-plouz : surnom des habitants de Berric.

(1947) BRMO 31. ceux [= paysans] de Berric, Foéuérion (vaniteux) ou Tokeu Plouz (chapeaux de paille).

V.

(1) Lavaret d'e dog // lavaret etre e dog hag eñ : se dire à soi-même.

(1900) KRL 23 (Ku-Sant Trifin). Me a lare etre ma zok ha me, tr. «Je me disais en moi-même.» ●(1974) YABA 30.11 (Gi) J. Jaffre. Azé, ne hrei ket mui ardeu, e lar ean d'é dok. ●(1975) YABA 26.07 (Gi) J. Jaffre. Aman e vo mad me zraou, a larèn de me zog. ●11.10. A p'en des troeit en Aotrou ag é hent, Oann a larè d'é dok...

(2) Divizout etre e dog hag eñ : se dire à soi-même.

(1957) AMAH 94 (T – Jarl Priel). Evit va c’helou, diwar an degouezh-se e tivizis etre va zog ha me ne stagjen biken da zeskiñ yezh ar valtetourien vrein-se.

(3) Kas e dog d'ar bern : faire une déclaration de naissance.

(1900) KRL 27 (Ki-Kastellin). Mont da gass e dok d'ar bern, tr. «Aller à la mairie, faire une déclaration de naissance.» ●(1952) LLMM 34/51 (Ki-Douarnenez) . Kas e dog d'ar bern : diskleriañ ur bugel nevez-c'hanet.

(4) An tog hag ar c'hulotoù zo ganti : c’est elle qui dirige (la maison).

(1911) RVUM 361 (Gu). En tok hag er huloteu e zou geti.

(5) C'hoari gant e dog : perdre la tête.

(1991) Remi Derrien (K) Kerrien. C'hoari a ra gant e dog : koll a ra e spered.

(6) Bezañ tost e dog d’e benn : se mettre facilement en colère. Cf. bezañ tost e voned d’e benn.

(1935) BREI 434/2a. Ma ouezo mat ar C’hallaoued, n’eo ket pennou dotu eo ez eus ac’hanomp, hag eman tost hon tokou d’hor pennou.

(7) Ar c'hoef hag an tog zo ganti : voir koef.

(8) Stlapañ ar boned war-lerc'h an tog : voir boned.

(9) Kemeret e voned evit e dog : voir boned.

(10) Kac'hat en e dog : voir kac'hat.

(11) Ober un troñs d'e dog : voir troñs.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...