Devri

treid

treid

plur.

I.

(1) Pluriel de «troad».

(17--) TE 421. golhein treid é Apostolèt.

(1829) CNG 95. Int e voque humble d'é draidigueu.

(1907) AVKA 269. da oalc'hi treido e diskibien.

►[au plur. avec un art. ind.] Un treid : des pieds.

(1909) FHAB Eost 233. m'en dije bet eun treid evel ar re all, morse eur seurt perchen n'e dije gallet chom en e sav ; mes eun treid en devoa goest da c'hol tri hent-kar. ●(1962) TDBP I 37. Hag eun treid a-dreuz dezañ 'vel eur hrank, tr. «Et il avait des pieds de travers comme un crabe.»

(2) fam. Treid-bank-ostaleri : pilier de comptoir.

(1982) PBLS 373. (Sant-Servez-Kallag) un treid-bank-ostaleri, tr. «un pied-de-banc-d'auberge, un pilier de café.»

II.

(1) Tennañ e dreid : partir.

(1924) (T) F. al Lay BILZ 73. Digor dor ar presbital, Pipi a dennas gantan e dreid er-mêz an ti, hag hen e hent.

(2) Bout e-dan an treid : être oppressé.

(1790) (G) I. Marion MG 407. Deit-zou chonge deign é hèn de vout disprisét ha laqueit idan en treid, mé péhani e oai bet attàu bet-ha nezè é pèn er hompagnoneaheu inouraplan.

(1906) (G) L. Herrioù DIHU 13/214. Ur skol léh ne veint ket distroeit ag en hent guirion e zeli heli er Vreihiz ma ne fal ket dehé bout lakeit édan en treid. ●(1908) (G) L. Herrioù DIHU 35/66. Epad ma vou disprizet er brehoneg get er Vreihiz, er Vreihiz, ind eùé, e vou disprizet get en dud aral hag édan en treid é chomeint.

(3) Gars evel e dreid : très con, bête comme ses pieds.

(1978) (T-Plougouskant) PBPP 2.1/209. Hennezh zo gars evel e dreid, tr. J. le Du «il est bête comme ses pieds.»

(4) Klask e dreid : fuir.

(1925) (T) *Dir-na-Dor FHAB Eost 299. En dro-ze, ar Re C'hlas hag a c'helle c'hoaz bale a dôlas o armou hag a glaskas o zreid. ●(1926) (T) *Dir-na-Dor FHAB Genver 18. Ar Re C'hlas, eme eun trede, eur pôtr teo, eur c'houzoug berr d'ezan 'vel hini eur ribot, a glaskas o zreid. ●(1984) (K-Poullaouen) LPPN 672. Klask an treid, tr. «s'échapper; ex. : "an aviateur 'na klasket i dreid, l'aviateur s'était enfui; poen' e' demp klask hon treid, il est temps que nous filions.»

(5) Mont d'e dreid : prendre la fuite, prendre ses jambes à son cou.

(1744) (G) L’Arm 212a. Lacher (...) Le pied, tr. «Monétt dé dreid

(1931) VALL 323. Prendre la fuite, tr. F. Vallée «mont d'e dreid fam.» ●404. Prendre ses jambes à son cou, tr. F. Vallée «mont d'e dreid

(6) Bezañ kleuz betek begoù e dreid : manger et boire comme un trou.

(1890) (L) MOA 506. Il boit et mange comme un trou, tr. J. Moal «kleuz eo bete begou he dreid (Fam.)»

(7) Bezañ ront e dreid : être ivre.

(1910) F. Kergoat FHAB C'hwevrer 61. A veac'h ma veze goulaouet an deiz ma veze dija rond he zreid da Gatou Fri-Kam.

(8) Mont diwar e dreid : s’emporter avec fureur.

(1880) (L) V. Roudaut SAB 200. Ar miracl braz-se (...) eo a lacaas ar Farizianet da vont en egar, er meaz anezo o-unan, divar o zreid. ●204. Ar pez a rê d'ar Farizianet mont divar o zreid. ●(1890) (L) MOA 228. S'emporter avec fureur, tr. J. Moal «mont divar he dreid

(1915) (L) K. Jezegou HBPR 65. Kastellis pa glevchont oa hano da lamat ho eskob digantho, a ieas neat divar ho zreid.

(9) Lakaat treid ub. er vann da seniñ glaz : faire pirouetter qqn.

(1890) (L) MOA 390. Faire pirouetter quelqu’un, tr. J. Moal «lakaat treid unan bennag er vann da zeni glaz

(10) Chom etre treid ar bed : rester seul, sans parents ou aide.

(1900) (Ku-Sant Trifin) KRL 20. Chom etre treid ar bed, tr. «Rester seul, sans parents, sans soutien.»

(11) Tommañ plant e dreid : commencer à se fâcher.

(1942) VALLsup 72. Commencer à se facher, tr. F. Vallée «tommañ plant e dreid d'ezañ T[régor].»

(12) Sevel e dreid d’ub. :

(1936) BREI 441/2a. Ar «Front populaire» (…) en doa touet sevel e dreid d’an Ao. Laval a zo war an hent ha goulou d’ezan, ermêz hag ebarz.

(12) Ken ma c'hoarzh an diaoul ouzh an treid : voir c'hoarzhin.

(13) Ken ma c'hoarzh e dreid ouzh ub. : voir c'hoarzhin

(14) Troc'hañ ar peuriñ eus a dre treid ub. : voir peuriñ.

(15) Troc'hañ ar foenn dindan treid ub. : voir foenn.

(16) Sevel merien d'e dreid : voir merien.

(17) Krignat treid ar sent hag ar sentezed : voir sent.

(18) Krignat treid ar sent : voir sent.

(19) Gars ken ez eo faout bizied e dreid : voir bizied.

(20) Bezañ fardet e votoù a-raok e dreid : voir botoù

(21) Bezañ stag ar yod ouzh e dreid : voir yod.

(22) Sachek ar moc'h war e dreid : voir moc'h.

(23) Tennañ ar c'hezeg war e dreid : voir kezeg.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...