Devri

war-gil

war-gil

adv. À reculons.

(1732) GReg 790b. A reculons, tr. «var guil

►[form. comb.]

S3m war e gil

(1732) GReg 790b. Marcher à reculons, tr. «qerzet var e guil

(1879) BMN 199. An Autrou person ne zeuas ket var he gil evit en em zifen.

S3f war he c'hil

(18--) SBI II 110. Hac hi 'retorn ac'hanè war he gil, tr. «Elle de revenir de là sur ses pas.»

P1 war hor c'hil

(18--) KTB.ms 14 p 65. Distroomp war-hon-gil.

(1905) LZBl Mae 129. gwelloc'h eo mont var hor c'hil.

P2 war ho kil

(1871) KTB.ms 15 p 71. nemet digwezoud a rafe d'hec'h dont war-ho-kil.

P3 war o c'hil

(1847) GBI II 310. War-ho-c'hil en ti int bet êt, tr. «Ils retournèrent dans la maison.»