Devri

war-lerc'h

war-lerc'h

prép., adv. & conj.

I. Prép.

A. temp. Après.

(1866) FHB 96/347b. deiz ha bloaz varlerc'h ar mision.

B. spat.

(1) À la poursuite de.

(1868) FHB 163/55b. chilpaden eur c'hi o redek varlerc'h eur preiz. ●(1878) EKG II 11-12. al louarn o reded varlerc'h ar c'had pe al lapin.

(1954) VAZA 186. redek war-lerc'h un dala.

(2) Chom war-lerc'h : louper, rater.

(1974) THBI 212. war bouez eun tammig jomen war lec'h (lire : lerc'h) an treñ.

►[form. comb.]

S1 war va lerc'h

(1612) Cnf 5b. leueret var ma lerch. ●(1621) Mc 105. Bet ouff disobeisant, ha gret da tut an ty crial voar ma lerch.

(1867) MGK 35. o vont di war va lerc'h. ●(1878) EKG II 137. klevet a rean o tiridignat armou ar zoudarded a rede var va lerc'h.

(1910) MAKE 98. lezel Katellig baour war va lerc'h da zizec'ha war he zreid gant an dienez.

S2 war da lerc'h

(1906) BOBL 24 mars 79/2f. An houadez ruz a hirvoud war da lerc'h gant ar c'hoant d'az kaout.

S3m war e lerc'h

(1877) EKG I 41. ar goad a ioa aridennet var he lerc'h dre ma oa eat.

(1907) AVKA 63. e n-am veskas gan ar re all ac'h ê war e lerc'h.

S3f war he lerc'h

(1710) IN 14. en he raoc ha var he lerc'h.

(1878) EKG II 171. Poaniuz eo da eur vamm lezer var he lerc'h he bugale.

(1908) FHAB Mae 149. ar bugel (...) a adkane war he lerc'h meuleudiou Jezuz ha Mari.

P1 war hol lerc'h

(1659) SCger 95a. Posterité, tr. «a re a zeui voar hon lerc'h.» ●(1710) IN 177. evit ma teuhor var hon lerc'h.

(1868) FHB 170/108a. ha da zirouda evese ar re a redje war hol lerc'h.

P2 war ho lerc'h

P3 war o lerc'h

(1869) KTB.ms 14 p 93. Ma teujont holl war ho lerc'h.

(1910) MAKE 62. a-wechou chas a harze hag a chalpe war o lerc'h.

II. Adv.

A. temp.

(1) Après.

(1870) FHB 285/190b. eur pez a eiz real digoch a deuas varlerc'h.

(2) Suivant.

(1612) Cnf 31a-b. caffout nerz da Iun en dez varlerch.

(1866) LZBt Ebrel 123. Enn Here ar bla war-lerc'h. ●(1894) BUZmornik 233. Er bloaz varlerc'h.

(1903) ADBr xviii 346. ha mateze girio vil ar zul warlerc'h. ●(1929) MANO 146. Mikael an Nobletz a voe anterret d'ar meurz varlerc'h.

(3) An (en) deiz war-lerc'h : le lendemain.

(1732) GReg 546a. Le jour suivant, tr. «An deiz varlerc'h

(1835) AMV 29. A gant a hini a zo bet guelet ho vont da gousquet leun a yec'het, pere, en deiz var-lerc'h, a so bet caset d'ar bez !

(1902) PIGO I 28. gortoz ac'hann d'an de war-lerc'h. ●(1922) SAIL 19. An dizintent a badas betek an de war-lerc'h.

(4) En retard.

(1904) KZVr 354 - 19/08/04. war-lerc'h emaomp gant hor labour. ●(1915) KZVr 101 - 07/02/15. peotramant e chomo ma labour war-lerc'h, tr. «ou mon travail restera en retard.» ●(1967) BAHE 52/48. Na ken kasaus all bezañ tapet war-lerc'h, selloù an holl war an dilerc'het.

B. spat. Qui suit.

(1612) Cnf 12a. guelit an reol man voar lerch. ●14b. ez lenno gant attention, an manyer pe-heny à so aman var lærch. ●(1621) Mc 38. oz dont da len an traou man so voar lerch.

C. Loc. adv. Amañ war-lerc'h : ci-après.

(1878) EKG II 198. Ar gador-varn e deuz roet ar varnedigez a zo aman varlerc'h. ●(1882) BAR 165. Her uelet a raimp aman varlerc'h.

III. Loc. conj. War-lerc'h ma : après que.

(1929) MKRN 99. war-lerc'h m'en doa reit e rapenn da Baolik, tr. «après la raclée qu'il administra à Paolik.» ●(1993) MARV xii 10. (Ploulec'h) war-lerh ma'm boa debret an tamm kig-sall-ze.