Devri

yaouankiz / yaouanktiz

yaouankiz / yaouanktiz

f.

(1) Jeunesse (période).

(1659) SCger 68a. ieunesse, tr. «iaouanctis.» ●(1710) IN I 39. adalec ho ïaouanctis. ●(1744) L'Arm 7a. Adolescence, tr. «Youanctiss. m.» ●(17--) FG II 4. étoués balboüézerés va jaouanctis em boä scrivet counchou.

(1846) BAZ 274. En em briva a reas adalec he iaouanctis eus a vin hac eus a guement evach a c'hell mesvi. ●(1849) LLB 1486. én é iouankis. ●(1877) MSA 35. Doue en deuz cavet mad e vijec'h difrouez epad ho iaouankis.

(2) La jeunesse, les jeunes gens.

(c.1718) CHal.ms iii. les Ieunes gents, ne demandent qu'a rire, et folastrer, tr. «yaoanctis ne- glasqu' meit deuermant.» ●(1744) L'Arm 191a. Jeunesse, tr. «Youanctisse.» ●191b. Youanctiss pé ouiehai, / Cohonni pellehai, / Moliaheu a rehai.

(1860) BAL vii. Iaouankis, a c'hui ive, tud var an oad. ●(1874) FHB 508/301a. Ar yaouankis so buaneg / Dibaot he c'haver gouzanveg.

(1905) KANngalon Mae 388. ar re vella euz iaouankiz ar skol. ●(1907) BOBL 07 décembre 167/1a. En dro d'an tan, kozni ha iaouankiz a zo dastumet.

(3) litt. Début.

(1914) RNDL 109. Hou pédet em es é youankiz en dé. ●(1936) IVGA 49. Re vrao an holl a oa yaouankiz an deiz.

(4) Roulañ/Rouliñ ar yaouankiz : rouler sa jeunesse.

(1838) CGK 30. Pautret gret o peus evel-hon pa roulen ma yaouancquis.

(1913) PRPR 19. da foueta bro, da «rouli ar iaouankiz,» evel ma leverer.

(5) E bleuñv ar yaouankiz : à la fleur de l'âge.

(1911) BUAZperrot 169. ez out en em gavet e bleun da yaouankiz.

(6) E barr ar yaouankiz : à la fleur de l'âge.

(1911) BUAZperrot 489. pôtred seder evel ma 'z int, hag i e barr o yaouankiz.

(7) Ren e yaouankiz : vivre sa jeunesse.

(1921) PGAZ 20. Marie-Jeanne Eucat epad ma renaz he iaouankiz. ●22. keit ha m'edo o rên he iaouankiz.

(8) En e gentañ yaouankiz : dans sa prime jeunesse.

(1894) BUZmornik 6. Odilon en devoa resevet ann donsur zantel enn he genta iaouankiz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...