Devri

Recherche 'a-daol...' : 18 mots trouvés

Page 1 : de a-daol (1) à a-daolou-2 (18) :
  • a-daol
    a-daol

    adv. Tout d'un coup.

    (1877) EKG I 240. Dre eno e voat kouezet a daol var ar veleien. ●(1878) EKG II 166. ar zoudarded hag ho c'habiten a lammaz enn ti a-daol. ●(1879) BMN 37. Guelit an heol : ne zav ket a daol, a nebeudou eo e teu da zevel.

    (1906) KANngalon Mae 112. Souden, an or a zo digoret a daol. ●(1907) PERS 168. diunet a daol. ●(1913) KZVr 25 - 24/08/13. A-dôl, tr. «violemment, brusquement.» ●(1936) FHAB Eost 300. Hag eus an eil trubuilh d'eben, setu emaomp en em gavet e miz eost, evel a daol.

  • a-daol-askell
    a-daol-askell

    adv. À tire d'aile.

    (1926) FHAB Eost 286. D'an traon, d'ar red, a daol-askell… ●(1962) LLMM 95/411. a-daol-askell e nijent a spered d’ar gêr.

  • a-daol-da-daol
    a-daol-da-daol

    adv. Balotté.

    (1790) MG 316. Mæs me mès pemb a vugalé, hac a pe chongean penaus, pe vanquehèn guet-t'ai, é vehènt a-daul-de-daul é-mésq en dud.

  • a-daol-dak
    a-daol-dak

    adv. Tout à coup.

    (1942) DADO 21. Ha m’ac’h eus c’hoant da skopa war ar pleñchod, gra hardiz, a-daol-dak ! ●(1955) VBRU 5. e tisammis a-daol-dak va bec’h dirak va zud. ●(1977) LLMM 182/200. Ken prim all, a-daol-dak, e krogas hor mignoned da ziskenn.

  • a-daol-dall
    a-daol-dall

    adv.

    (1) À corps perdu.

    (c.1836) COM II moj. 5. A ia adarré a-daol-dall.

    (1909) KTLR 184. Mez ar c'hoant da zavetei he vuez a reaz d'ezhan kregi a daol dall e beg eur roc'h vraz. ●(1931) VALLsup 40b. A corps perdu, tr. «a-daol-dall

    (2) À tout hasard.

    (1913) KZVr 25 - 24/08/13. A-daol dall, tr. «à tout hasard.»

  • a-daol-darzh
    a-daol-darzh

    voir a-daol-tarzh

  • a-daol-krenn
    a-daol-krenn

    adv. Tout à coup, subitement.

    (1924) FHAB Meurzh 102. A daol-krenn, peoc'h ! ●(1950) LLMM 23/12. A-daol-krenn ar pastor ha kregiñ en ur maen-kailhastr.

  • a-daol-lagad
    a-daol-lagad

    adv. À vue d'œil.

    (1878) EKG II 27. Soudarded ar republik a heulie, a daol-lagad, Polidor, guella ma c'hellent.

    (1913) KZVr 25 - 24/08/13. A-dôl lagad, tr. «à vue d'œil.»

  • a-daol-sourpren
    a-daol-sourpren

    adv. Par surprise.

    (1856) GRD 355. a pe gouéh a daul sompren maleirieu ar nehai.

    (1922) EOVD 186. Pe hrér er péhed a daul sompern pé dré hoannedigeh. ●(1931) GUBI 207. Ur huéh é arriùant a daul sompren én ti.

  • a-daol-sur
    a-daol-sur

    adv. À coup sur.

    (1924) FHAB Gouere 263. Kement a vo grêt (...) a zigaso, a dôl sur, (...) bennoz pe malloz. ●(1925) SFKH 9. Goapeit e vehé bet a daul sur. ●33. Amen (...) é pasou ur mitern benak, a daul sur. ●(1935) BREI 438/1a. N'ouzon, a daol sur… ●(1936) BREI 450/3c. Hag e teuio, a dôl sur.

  • a-daol-tag
    a-daol-tag

    adv. Tout à coup.

    (1968) LOLE 40. an armeou alaman a zo aet war 'raog hag a-daol-tag.

  • a-daol-tarzh
    a-daol-tarzh

    adv. Tout à coup.

    (1912) BUAZpermoal 297. eur maro digouezet a dôl-tarz. ●(1955) VBRU 83. Dre aon rak bezañ tapet a-daol-darzh.

  • a-daol-trañch
    a-daol-trañch

    adv. Tout à coup.

    (1950) KROB 28-29/14. ne c'hell ket dilezel e labour ha dont a-daol-trañch d'ho kaout !

  • a-daol-trumm
    a-daol-trumm

    adv. Soudain, soudainement, tout à coup.

    (1929) FHAB Mae 180. hep gedal gwellaenn da zont, a-daol trumm. ●(1963) LLMM 99/274. A-daol-trumm e klevjont tud o redek a-us dezho ha ken skeltr e oa an tiig koad se ma skloke evel un daboulin.

  • a-daoladoù
    a-daoladoù

    adv.

    (1) À coups redoublés.

    (1716) PEll.ms 1260. A daüladou, par coups. ●(1752) PEll 867. A Dauladou, par coups, à coups redoublés.

    (2) Par moments.

    (1659) SCger 10b. aucune fois, tr. «à dauladou.» ●(1732) GReg 674a. Il ne travaille que par ondées, que par reprises, tr. «Ne labour nemed a dauladou.» ●809b. A diverses reprises, tr. «a dauladou

    (1867) BUE 141. pa deuaz ar bobl a eur wouez, da grial a dolado : – Sant Ervoan ! Sant Ervoan ! ●(1872) ROU 72b. Qui vient par accès, tr. «a daoladou.» ●90a. Intermittent, tr. «a daoladou.» ●(1890) MOA 102b. Qui vient par accès, tr. «a-daoladou

    (3) Par à-coups.

    (1931) VALL 7b. par à-coups, tr. «a-daoladou

    (4) À bâtons rompus.

    (1931) VALL 60b. à bâtons rompus, tr. «a-daoladou

  • a-daolennoù
    a-daolennoù

    adv. Sous forme de tableaux.

    (1870) FHB 265/32a. Nep en defe c'hoant da anaout huez (lire : buez) sant Joseph, buez sant Paul, buez sant Stanislas, etc. ho c'hafe eno da lenn a daolennou.

  • a-daoloù .1
    a-daoloù .1

    adv. Parfois.

    (1854) PSA I 306. en ton-zé a golér e guemér a dauleu.

    (1912) BUEV 32. A dauleu en tam kig e zé de vout dukel dré forh bout lakeit ar en daul, taulet ha stuhellet du-hont ha du-men. ●66. A dauleu e kleué ér ganbr e oé édandou èl ur marh é vonet d'er pear zroed. ●110. A dauleu be oé estroh eit unan é konz ar un dro dohtou.

  • a-daoloù .2
    a-daoloù .2

    adv. A-daoloù sailh : par des bonds répétés.

    (1921) BUFA 140. Er lon gouiù, p’en des ean guélet, e saù, e skrign é zent hag a dauleu saill e za aben de Franséz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...