Devri

Recherche 'a-dreuz...' : 27 mots trouvés

Page 1 : de a-dreuz (1) à a-dreuzou (27) :
  • a-dreuz
    a-dreuz

    prép. & adv.

    I. Prép.

    A. spat.

    (1) À travers (champs, etc.).

    (1633) Nom 238a. Trames : chemin à trauers des champs : vn henth á treus an parcou.

    (1744) L'Arm 23a. Au-travers, tr. «A-dress

    (1868) KMM 51. Tenn oa ar bale, ha diez an ent a-dreuz ar meneziou. ●(1869) KTB.ms 14 p 145. a roaz ur wialennad d'ar postillon a dreuz he faz. ●(1878) EKG II 16. Ha ni enn hent a-dreuz ar c'hoajou hag ar goaremmou. ●24. mont a riz adreuz ar goueriou bian hag ar brouan. ●87. Mont a riz var eeun adreuz ar parkeier betek an hent bras. ●(1882) BAR 58. hag a ieaz a benn her a-dreuz ar meneziou. ●(1889) ISV 423. evit va ren adreuz ar c'hoajou-ze, leun a laginier.

    (1902) PIGO I 121. mont e-kwit a-dreuz parkou. ●(1906) KANngalon Mae 103. mont dispont a dreuz ar reier hag an danjeriou a bep seurt. ●(1911) BUAZperrot 857. a dreuz lanneier brugok.

    (2) Au travers (d'un plan vertical).

    (1906) KPSA 165. Sellit oc'h an heol pa vez o steredenni en iliz-veur, a-dreuz gwer kaer ar prenecher. ●(1907) PERS 327. an avel, o c'huibanat a dreuz garanou ar gofesion.

    (3) En travers de.

    (1910) FHAB Gwengolo 270. ar mogeriou ledan a oe savet a dreuz an Enez da gaeat outo.

    (4) En travers de (la face).

    (17--) EN après 1286. Louis a ra ur vahad dean dreus e ben, tr. «Louis lui donne un coup de bâton par la tête.»

    (1878) EKG II 70. en eur blanta gant-han eur stafad a-dreuz he c'hinou.

    B. temp. De par (le temps).

    (1911) BUAZperrot 243. da viret e gomzou a dreuz ar c'hantvejou. ●(1911) SKRS II 71. Kaer ho deuz bet, a dreuz ar c'hantvejou, ober brezel dezhi.

    II. Loc. prép.

    (1) A-dreuz dre : à travers (champs, etc.).

    (1633) Nom 140a-b. Paries medianus : paroy trauersant les parts de la maison : moguer pehiny á vez á treuz dr'en parcou, moguer creïs.

    (1878) EKG II 154. a-dreuz dre ar c'hoat.

    (1941) DIHU 355/220. a dreuz dré er hoèdeg.

    (2) A-dreuz dre : au travers de.

    (1834) SIM 194. an hini (…) a sell ur pez a bêvar real adreus dre ul lunedou melen, hac er c'hemer evit ul louis aour.

    (3) A-dreuz da : à travers.

    (17--) EN 889. a dreus des fas marmous, tr. «à travers ta face de singe.»

    (1849) LLB 348. Lod a drez d'ur gerheg e sten ned ar vareu.

    (1902) PIGO I 102. hag hen da fanisan war ger, a-dreuz d'ar poullou, ken ma zailhe an dour dreist d'e benn. ●(1903) MBJJ 56. a-dreuz d'an douar gwiniek. ●(1918) LZBt Mae 32. Tri devez e padas ar veaj, a dreuz da douar displen da-vat. ●(1928) SAKO 40. a-dreuz d'ar brankou.

    (4) A-dreuz da : au travers de.

    (1849) LLB 2121. Lausket ind de zevir a drez d'ul lien guen.

    (1935) BREI 396/3b. a-dreuz da blenken dijuntr o c'hoz fouken.

    (5) A-dreuz da : (?) en travers de (?).

    (c.1785) VO 131-132. ni e arrihuas a drès d'ur sted pradeu.

    (6) Sellout a-dreuz ouzh : regarder de travers.

    (1907) PERS 198. sur oun e sell a dreuz ouzoc'h. ●(1924) BILZbubr 40/895. Biliz a zellas (…) a-dreuz eus an diou wialenn.

    (7) sens fig. Chom a-dreuz gant e hent : rester en route, ne pas continuer.

    (1921) PGAZ 18. he spered n'oa ket goall zigor ha poud oa da zeski. Setu ma chommaz a-dreuz gant he hent ha ma tistroaz da gaout he dud.

    III. Adv.

    A.

    (1) De travers, en travers.

    (1499) Ca 39b. Coezaff atreux. g. choir de trauers. ●(1633) Nom 143a. Transtra : sommiers mis de trauers : treustou, soumyerou á vez lecquæt á treus.

    (1659) SCger 14b. de biais, tr. «a dreuz.» ●biaiser, tr. «mont a dreuz pe a gosté.» ●120b. de travers, tr. «a dreus.» ●(1732) GReg 217a. De côté, en biais, tr. «a-dreuz

    (1872) ROU 106b. Si quelque traverse nous arrête, tr. «mar teu un dra bennac a-dreuz

    (2) [au superlatif]

    (1919) BUBR 9/236. hag o fringal adreusa ma c'hellont !

    (3) Tout a-dreuz : tout-venant, non-trié.

    (1969) BAHE 62/39. Evit an avaloù e oa un istor all. Aze 'oa ket da zibab. Pa veze hejet ur wezenn 'oa 'met dastum d'ober, tout a-dreuz.

    (4) Sellout a-dreuz : regarder de travers.

    (1633) Nom 18a. Limis obtueri : regarder de trauers, ou tourner la veuë : sellet á dreus, pe treiff è guelet.

    (1659) SCger 27b. regarder du coin de l'œil, tr. «sellet a dreus pe a gorn.» ●175a. sellet a dreus, tr. «regarder de trauers.»

    (5) Mont a-dreuz : prendre les chemin de traverse.

    (1877) EKG I 301. Du ho fenn, glac'haret hou c'haloun, ez eant a-dreuz varzu Sibiril.

    B. sens fig.

    (1) Lavarout ur gomz a-dreuz : dire un mot de travers.

    (1710) IN I 197. disterra coms a vez lavaret dezo a-dreus.

    (2) Kemer ub. a-dreuz : prendre qqn du mauvais côté.

    (1912) MMKE ix. Ar C'hernevad (…) an eus (…) karante gwirion da ginnig, da vihanan mar ouier kemer anezan en e bleg... Rak arabad, pet sonj, kemer anezan a-dreuz.

    (3) Bezañ e benn a-dreuz : être de mauvaise humeur.

    (1899) BSEc xxxvii 156 / KRL 21. Ema e benn a-dreuz, tr. «Il est mal disposé, de mauvaise humeur.»

    (4) (dans le parler des Johnies) (Acheter) au forfait.

    (1979) LJDR 25-26. certains se risquaient cepandant parfois encore lorsqu'ils trouvaient des vendeurs condescendants, à des achats «a dreuz» c'est-à-dire à «forfait» de parcelles entières.

    (5) Lezel a-dreuz : laisser de côté.

    (1894) BUZmornik 172. lezel he fedennou hag he devosionou a dreuz. ●218. ar seurt traou-ze a c'heller hag a dleer zoken da lezel a dreuz pe a gostez evit eur pennad.

    C. (marine)

    (1) Dont, kouezhañ a-dreuz =

    (1944) GWAL 163/170. (Ar Gelveneg) A-enep da zont a-benn ez eus dont a-dre. (...) Pa ne sent ken ur vag ouzh he stur e kouezh a-dreuz. Eoriet eo ar vag, ne grog mui an eor er strad ; loc'hañ a ra ar vag dindan efed ar red hag an avel : kouezhañ a ra a-dreuz (da gentañ, pa grog ar vag da «zriva», e lavarer : «emaomp o tont a-dreuz» ; damdost goude, kaset ar vag a-dreuz : «deut omp a-dreuz.» ●171. Pa vez kaset ur vag distur ez eeun war un all : «a-dreuz e teu warnomp ; halomp ar chadenn ha leuskomp (lezomp, laoskomp) da gouezha a-dreuz

    (2) Kostez a-dreuz =

    (1944) GWAL 163/170. (Ar Gelveneg) Kostez a-dreuz eo ar vag p'emañ troet kostez ar vag ouzh ar gwagennoù pe ouzh an avel.

    (3) Lakaat a-dreuz =

    (1944) GWAL 163/172. (Ar Gelveneg) ez eo bet staget war fard an eor ur gordenn nevez o tont eus diadreñv ar vag, en doare m'eo kostezet ar vag a-dreuz ; ar stronk ne da ken dindan ar vag, aesoc'h eo pesketa. Lakaat ar vag evel-se a zo lakaat a-dreuz.

    IV. Épith.

    (1) (Parole) de travers.

    (1944) DIHU 389/3. un hantér komz a dreuz.

    (2) (Regard) de travers.

    (c.1785) VO 43. ur seèl a drès. ●(1790) MG 363. Pihue-benac en dès er malheur de zigueor é vêg inemb dehai, e vou heurus mar paƒs guet seèlleu a drès.

    (1838) OVD 223. ur sèl a drès a berh hou nessan.

    (3) =

    (1967) BAHE 54/50. laezh a-dreuz bervet en e bart e-unan.

    (4) (Chemin) de traverse, traversier.

    (1877) EKG I 63. anaout mad a reamp an hentchou adreuz kerkoulz hag an hentchou braz. ●256. evit ho c'has dre an hentchou a-dreuz.

    (5) =

    (1981) ANTR 140. Peder bañsion a zo er skolach. Ar bañsion a-dreuz eo an hini gwella marhad.

    V.

    (1) Tremen a-dreuz drez ha spern : voir drez.

    (2) Tremen troad al leue a-dreuz genoù ub. : voir leue.

    (3) Bezañ e leue a-dreuz ennañ, (en e gof) : voir leue.

  • a-dreuz hag a-benn
    a-dreuz hag a-benn

    adv.

    (1) Dans tous les sens.

    (1849) LLB 950. Ridet ol er harter hag a drez hag a ben.

    (1907) VBFV.bf 78b. a dréz hag a ben, tr. «en tous sens.»

    (2) sens fig. À tort et à travers.

    (c.1785) VO 53. ne faut meit ou mèlein a drès hac a bèn ha gobér goab a nehai.

  • a-dreuz hag a-dal
    a-dreuz hag a-dal

    adv. À tort et à travers.

    (1910) ISBR 257. Taulet e oé bet, a dréz hag a dal, er prizon, er ré e huché rè ihuél. ●(1934) MAAZ 128. deusto ma seblant bout téchet de bohonein a dréz hag a dal.

  • a-dreuz hag a-hed
    a-dreuz hag a-hed

    adv.

    I.

    (1) Dans tous les sens.

    (1834) SIM 155. obliget e voe da vont hac adreus hac a hed evit pellât dious an hent-pras. ●(1877) EKG I 15. an archerien (…) a c'haloupaz a-dreuz hag a-hed evit klask ho eskop kollet.

    (1902) MBKJ 151. tud o tivale, a bell bro, a-dreuz hag a-hed ! ●(1909) FHAB Here 301. ar pennaouer, a veler o c'haoliata a-dreuz hag a-hed an irvi diouz ma kav ar founusa toulladou da grabanata.

    (2) Par les chemins de traverse.

    (1834) SIM 155. obliget e voe da vont hac adreus hac a-hed evit pellât dious an hent-bras.

    (3) En long et en large.

    (1878) EKG II 69. Goude beza furgutet dre bevar c'horn an ti, a-dreuz hag a-hed, ez ejont divar err d'ar c'hreier.

    II. sens fig.

    (1) À tort et à travers.

    (1659) SCger 119a. a tort & a droict, tr. «a dreus hag a het

    (1878) EKG II 89. lod-all a bec'he hag a gomze a-dreuz hag a-hed.

    (1900) KZVr 106 - 25/02/00. (Lannuon) kozeal a-dreuz hag a-hed hep poueza 'pez a lerer. ●(1911) BUAZperrot 189. Hon enebourien a gomz a dreuz hag a hed.

    (2) À la va vite, à la hâte.

    (1732) GReg 121a. Brocher, faire à la hâte, tr. «ober a dreuz hac a hed

  • a-dreuz-da-dreuz
    a-dreuz-da-dreuz

    adv. & prép.

    I. Loc. adv.

    (1) De part en part.

    (1849) LLB 975. ou feut a drez da drez [gué iouank].

    (2) D'un côté jusqu'à l'autre.

    (1906) DIHU 8/133. Ur gargatoul bras e guhé a drez de drez en diskoé.

    II. Loc. prép. A-dreuz-da-dreuz da.

    (1) À travers (d'une route, etc.).

    (1933) IVGV 10. Ruiou an holl gêriou (…) a zo stignet dreuz-da-dreuz d'ezo seizennou.

    (2) sens fig. À travers, par.

    (1912) BUAZpermoal 199. Epad tri devez, e redas a-dreuz da dreuz d'ar c'hoajou ha d'ar meneziou.

  • a-dreuz-didreuz
    a-dreuz-didreuz

    prép. =

    (1877) FHB (3e série) 35/276b. Terri a ranket adreuz didreuz an oll deputeud (lire : deputeed).

    (1907) FHAB Eost 185. penaoz eo eat an traou a-dreuz didreuz dre skoliou kristen Leon ha Treger. ●(1926) FHAB C'hwevrer 72. Hag e sav, e sav c'hoaz uhelloc'h, a-dreuz didreuz ar reier.

  • a-dreuz-dreuz
    a-dreuz-dreuz

    voir a-dreuz-treuz

  • a-dreuz-foran
    a-dreuz-foran

    adv. (Laisser) de côté.

    (1857) CBF 92. Warc'hoaz ec'h hadimp ar gwiniz hag e vezo red d'e-omp lezel pep tra a-dreuz for-han, tr. «Demain nous sèmerons le froment, et pour cela nous devrons laisser de côté tout autre chose.» ●(1890) MOA 189a. Laisser tout de côté, pour faire ceci ou cela, tr. «lezel pep tra a-dreuz-foran

    (1924) NFLO. côté. laisser tout de côté pour..., tr. «lezel pep tra a-dreuz-foran evit...»

  • a-dreuz-fuilh
    a-dreuz-fuilh

    adv. En désordre.

    (1869) TDE.FB 269a. Tout est en désordre chez lui, tr. «ema ann traou a dreuz ful (fuill) enn he di.»

  • a-dreuz-glez
    a-dreuz-glez

    adv. Complètement de travers.

    (18--) SAQ II 39. he c'hinou he-unan a zo eat a dreuz-glez.

  • a-dreuz-hent
    a-dreuz-hent

    adv. & prép.

    I. Adv.

    (1) À la traverse.

    (1732) GReg 936a. Aller à la traverse, à travers païs, tr. «Mont a dreuz-hend

    (2) En travers du chemin.

    (1862) JKS 330-331. Pegen dishevel oc'h-hu kerkent ha ma teu a-dreuz-hent enn hoc'h enep ann distera enebiez.

    II. Prép. A-dreuz-hent da ub. : à la traverse de qqn.

    (1931) VALL 755a. aller à la traverse de qqn, tr. «mont a-dreuz hent da u. b

  • a-dreuz-jou / a-dreuzoù
    a-dreuz-jou / a-dreuzoù

    adv. À tour de bras. cf. a-dro-jouez

    (1923) KNOL 268. ha flao ; a-dreujou war ar wezenn. ●(1931) VALL 80b. (frapper) à tours de bras, tr. «a-dreuzou.» ●(1955) STBJ 26. a lakae o foetou hag o bizier da droi a-dreuz-jou.●51. A-dreuz-jou e stlape diouti dornadou moneiz. ●180. Gant ma baz-loaek, o troi a-dreuz jou en dro d'am fenn.

  • a-dreuz-kaer
    a-dreuz-kaer

    adv.

    (1) Tout de travers.

    (1929) MKRN 166. Petra a ia a-dreuz kaer d'ar foar ? ●(1939) RIBA 14. tennein a oug é verh un draen pisk, chomet abarh a dréz kaer.

    (2) sens fig. De travers.

    (1939) RIBA 71. ou des kemerét é alijeu a dréz kaer.

  • a-dreuz-kartel
    a-dreuz-kartel

    voir a-dreuz-karter

  • a-dreuz-karter
    a-dreuz-karter

    adv. Par les chemins de traverse, à travers champs.

    (1872) ROU 92a. Par monts et par vaux, tr. «a dreuz carter.» ●(1874) FHB 502/250a. hag e reont meur a leo a dreus carter.

    (1914) MAEV 146. C'houi, marteze, pe me a vije lammet en ur park bennak evit redek a dreuz karter ? ●(1955) MIPO 19. mond d'ar gêr a-dreuz karter evel ma'z on deuet. ●(1982) PBLS 600. (Langoned) oaet vefen da Sant-Maor a-dreuz kartell paneved oa bras an dour, tr. «je serais bien allé(e) à Saint-Maur à travers champs (mot-à-mot : à travers quartier) si la rivière n'avait pas été haute.»

  • a-dreuz-kil
    a-dreuz-kil

    adv.

    (1) = (?).

    (1787) PT 36. Guet ur guir ean en dès hun flastret ar en doar. / A dreschil hèmb predér.

    (3) En reculant.

    (1931) GUBI 29. Kentéh er penmoh ar é hoar / Um den un tammig a drechil. ●(1964) BLBR 146/31. adal ma kerhet a drechil.

    (3) Kouezhañ a-dreuz-kil : tomber à la renverse.

    (c.1785) VO 106. couéh guet scontt a dresquil. ●(1792) HS 99. ean e gouéhass à dresquile ag é gadouér.

    (1854) PSA II 278. ean e gouéh a dresquill ar ur gadoér. ●(1896) HIS 44. Ou zad (…) e goéhas a drehil (lire : a drechil) a ziar é gadoér.

    (1907) VBFV.bf 1b. a-drechil, tr. «à la renverse.» ●(1912) BSGU 28. er Blei-Garù e goéh a drechil. ●(1931) ATBR 8. Yannig a gouez a dreuskil. ●(1934) BRUS 92. A la renverse, tr. «a dreskil

  • a-dreuz-kof
    a-dreuz-kof

    adv. À plat ventre.

    (1867) FHB 119/117b. hag e coezas a dreus cof varnezhan. ●(1877) FHB (3e série) 2/15b. A dreuz-coff var eur vaz e teuaz a benn, goude mil ha mil ehan, d'en em sacha betec eun toull ti. ●(1877) EKG I 163. Eun heur a ioa edo ar zoudarded gourvezet var ho c'hleuz (...) kredi a c'hellit ne dlient ket beza en ho eaz a dreuz-kof var eur c'hleuz. ●(1878) EKG II 53. E kichen, a dreuz-kof, an eil var egile.

    (1924) YAYA 41. Kouezet eo bet, a dreuz kof, en eun taol krenn, gant eur maro rust.

  • a-dreuz-penn
    a-dreuz-penn

    adv.

    (1) De part en part.

    (1732) GReg 936a. Tout au travers, tr. «A dreuz-penn

    (2) Par-dessus la tête.

    (1904) DBFV 3a. adrez pen, tr. «par-dessus la tête.»

  • a-dreuz-skoaz
    a-dreuz-skoaz

    adv. En bandoulière.

    (1938) WDAP 2/103. eur bidon goullo eur sac'hig lien rous dislivet dalc'het en istribilh a-dreuz-skoaz gant bep a lerennig. ●(1957) AMAH 280. ur sac'h ganin a-dreuz skoaz.

  • a-dreuz-treuz
    a-dreuz-treuz

    adv. & prép.

    I. Loc. adv. À travers.

    (1911) BUAZperrot 618. kezeg direiz, hag a gasas anezo a dreuz-dreuz, dre ar reier hag ar spern.

    II. Loc. prép.

    (1) A-dreuz-treuz da : à travers.

    (1874) FHB 502/250b. hag ez eaz a dreus treus da eur c'hoat evit en em guzet.

    (2) A-dreuz-treuz dre : à travers.

    (1911) BUAZperrot 191. Epad tri dervez, e redas a dreuz-dreuz dre ar c'hoajou hag ar meneziou. ●458. a dreuz dreuz dre goad Bresilien.

  • a-dreuz-troad
    a-dreuz-troad

    adv. (Reculer) d'un pied.

    (1908) FHAB Gwengolo 281. anet eo ne gilo ket a dreus troad.

  • a-dreuz-varc'had
    a-dreuz-varc'had

    adv. (Acheter) en bloc.

    (1732) GReg 99a. Il a acheté toute cette boutique en bloc, tr. «ar stalyad marc'hadourez-hont èn deus prénet oll a dreuz-varc'had

    (1931) VALL 70a. acheter en bloc, tr. «prena a-dreuz-varc'had

  • a-dreuz-viziez
    a-dreuz-viziez

    adv. =

    (1910) FHAB Meurzh 78. Greomp 'ta eun destumadeg adreuz-vichanz eus ar brasa madoberou a fouilhezas ar Romaned dre c'hourenez Arvor goude ar vrezel.

  • a-dreuz-vor
    a-dreuz-vor

    adv. (en plt du vent) C'hwezhañ a-dreuz-vor = (?) souffler de la mer (?).

    (1878) EKG II 134. An avel a c'houeze a dreuz-vor hag am c'hase hag am digase euz an habter-noz d'ar c'hreisteiz, hag eus ar c'hreisteiz d'an hanter-noz.

  • a-dreuz-wel
    a-dreuz-wel

    adv. Par transparence.

    (1943) ENUR 148. hag e stagas d'o zresañ a-dreuzwel.

  • a-dreuziadoù
    a-dreuziadoù

    adv. Par rangées.

    (1962) EGRH I 4. a-dreuziadoù adv., tr. « par rangées. »

  • a-dreuzoù
    a-dreuzoù

    voir a-dreuz-jou

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...