Devri

Recherche 'ali...' : 21 mots trouvés

Page 1 : de ali (1) à alina (21) :
  • ali
    ali

    m. & adj. –où

    I. M.

    (1) Avis, conseil.

    ●(1580) G 182-183. non neus doñ grat na mat na ty, / Douar na chatal nac aly, tr. «nous n'avons à notre disposition ni bien ni maison, / Terre ni bétail, ni conseil.»

    ●(1710) IN I 352. Sant Augustin a ro un ali bras d'an intanves.

    ●(1838) CGK 6. dre e haliou fall. ●(1864) SMM 33. Setu an diou guentel hag an daou ali oc'h eus bet diaraog. ●(1868) FHB 161/40b. Eun ali evel kent am be da rei deoc'h. ●(1868) FHB 199/343a. Koulsgoude, ma mignon, e rofen ali dec'h da sonjal erfad er pez ac'h eus c'hoant da ober. ●(1874) FHB 506/287b. Chetu ama en tam ali / A roaz er fur-sot a zevri. ●(1878) EKG II 33. me n'oan evit goulen ali ouc'h den. ●(1889) ISV 207. heuil va ali ha savete da ene en eur sacrifia.

    ●(1907) PERS 226. heulia he ali. ●227. heb goulen he ali. ●262. rei aliou mad da bep hini. ●(1911) BUAZperrot 118. o c'houlenn ali eun all. ●490. Diskiant eo da aliou. ●(1919) DBFVsup 2a. alu, alud (Arv[or]), ali (B[as] v[annetais]), tr. «avis, conseil.» ●(1926) FHAB Genver 25. eun ali bennak diwarbenn an netadurez. ●(1929) MKRN 153. E alïou, e furnez a ziske d'hon Tadou / Beva santel. ●(1931) GUBI 136. en ali-sé / E bredégeh dré hou puhé. ●(1943) FATI 128. kemer a ra ali tud gouiziek.

    (2) Ali fall a zen : personne de mauvais conseil.

    ●(1907) AVKA 146. un ali fall a den out.

    (3) War ali : sur les conseils de.

    ●(1911) BUAZperrot 83. var ali ar Werc'hez. ●92. ha var he ali e lakejont sevel iliz sant Per ha sant Paol. ●589. Var ali sant Fransez a Zal. ●(1957) AMAH 153. War va ali, e lenne un dek pe daouzek pezh-c’hoari.

    (4) Dre ali(où) : sur les conseils de.

    ●(1882) BAR 66. Dont a reaz d'an Templ dre ali ar Speret-Santel. ●(1894) BUZmornik 194. ha goudeze e tistroaz d'ar gear dre ali he eontr.

    ●(1907) PERS 279. Piou a c'hellfe niveri an oberou en euz an Aot. Vianney lakeat sevel, dre he aliou hag aliez gant sikour he arc'hant ?

    (5) Bezañ en ali : être d'accord que.

    ●(1912) BUAZpermoal 35. ha p'eo gwir n'oc'h ket en ali gwelet ac'hanon o vont ken d'ar foariou, hounnez a vezo ma diveza.

    II. Attr.

    (1) Bezañ ali : être d'avis (que).

    ●(1913) KZVr 26 - 31/08/13. me 'zo ali, tr. «je suis d'avis que...» ●(1927) GERI.Ern 14. ali 'venn d'eoc'h, tr. je serais d'avis, je vous conseillerais.»

    (2) Bezañ ali da : être partisan de.

    ●(1902) PIGO I 183. Neuze, 'me Bersonik, me a vije ali da grapad pep hini war e ween, hag an hini a welo eur c'hastel pe eun ti bennag a laro d'ar-all.

    (3) Bezañ ali war : être d'accord sur.

    ●(1965) BAHE 46/2. An holl a vo ali war ar poent-se.

    (4) Bezañ ali gant ub. : être du même avis que qqn.

  • aliañ / aliiñ .1
    aliañ / aliiñ .1

    v.

    I. V. intr. S'allier.

    ●(1499) Ca 6a. Aliaff. g. alier.

    II. V. tr. d.

    (1) Allier.

    ●(1904) DBFV 5b. aliein, v. a., tr. «allier, unir, joindre ensemble.»

    (2) Inviter.

    ●(1659) SCger 70a. inuiter, tr. «allia.»

    III. V. pron. réci. En em aliañ : se marier.

    ●(1904) DBFV 5b. hum aliein, tr. «se marier.»

  • aliañ / aliiñ .2
    aliañ / aliiñ .2

    v. tr. d.

    (1) Conseiller.

    ●(1659) SCger 30a. Conseiller quelqu'vn, tr. «allia vre benac.» ●128b. Allia, tr. «inciter.» ●(1710) IN I 141. alia peb-unan a ràn da Gomunia bep Sul.

    ●(1878) EKG II 6. Ne fell ket dign oc'h alia re.

    ●(1919) DBFVsup 2a. aluein, aliein, tr. «donner conseil, conseiller.»

    (2) Aliañ ub. da : conseiller à qqn de.

    ●(1877) EKG I 243. hag alia a ran ac'hanoc'h da ober eveld'oun. ●(1878) EKG II 7. ar re-all a alian da zistrei fenoz pep hini d'he gear. ●(1894) BUZmornik 103. Pa alier ar gristenien da gerzet var roudou ar zent.

    ●(1904) DBFV 5b. aliein, v. a., tr. «conseiller, induire.» ●(1911) BUAZperrot 496. hag alia a reas an eskibien da rei an urziou sakr d'ar gloareged dirag an dud fidel.

    (3) Conseiller de.

    ●(1933) ALBR 73. Alia a ran kenan labourat gant al lysol-ze.

  • aliañs
    aliañs

    f. –où

    (1) Alliance.

    ●(1580) G 430-431. Eval se ez dleomp treyf dyoz an bet hon credance, / Ha lesel he hol spy deffry he alyance, tr. «Ainsi nous devons détourner du monde notre foi, / Et laisser tout son espoir, sérieusement, et son alliance.»

    ●(1744) L'Arm 11a. Alliance, tr. «Aliance.. eu. m.»

    ●(1857) GUG 129. Eit sterdein hoah en allianç / Étré er pèn hag er mampreu.

    ●(1904) DBFV 5b. alians, f. pl. eu, tr. «alliance.» ●(1913) AVIE 289. goed en alians neùé.

    (2) Alliance, mariage.

    ●(1575) M 239-240. Deze ne tal ansaff, euit caffout auanç, / Lauaret en nep ty, ho deffe alianç, tr. «Il ne leur sert à rien de proclamer, pour avoir du soutien, / De dire qu'avec aucune maison ils avaient alliance.»

    ●(c.1680) NG 443-446. allianceu, / Ligne, vzur, madeu, / Zo dem occasion / De ober pehedeu.

    ●(1857) GUG 63. Aveit santifiein ol en allianceu / Groeit revé el lézen étré er priedeu.

    ●(1910-15) CTPV I 149. fondein alians ou merh Mari-Leouiz, tr. «rompre les fiançailles de leur fille Marie-Louise.»

    (3) Jav-aliañs : entremetteur de mariages.

    ●(1984) HBPD 60. Jaù alians é, pe gav en tu, é asé kavouit ou far d'er merhed hag ou faréz d'er bautred.

    (4) (religion) An Arc'h aliañs : l'Arche d'alliance.

    ●(1888) SBI II 174. Dirac ann arc'h allians, tr. «Devant l'Arche d'alliance.»

    (5) Groupe.

    ●(1575) M 2043-2044. Eno nemet goeluan, ha poan dicontananç, / Penaux pennac ha cry, entre pep alianç, tr. «Là rien que pleurs et peine continuelle / De toute façon, et cri, entre chaque groupe.»

    (6) Allié.

    ●(1580) G 913. Huy eu ma spy ham allyance, tr. «C'est vous mon espoir, mon alliée.»

  • aliañset
    aliañset

    adj.

    (1) Marié.

    ●(1821) SST 263. Peh obligationneu en dès deu briet goudé m'en deint alliancet ?

    (2) Allié.

    ●(1904) DBFV 5b. alianset, tr. «allié, parent par alliance.»

  • aliañsiñ
    aliañsiñ

    v.

    (1) V. tr. d. Allier (des familles).

    ●(1904) DBFV 5b. aliansein, v. a., tr. «allier (des familles).» ●(1907) VBFV.fb 4a. allier, tr. «aliansein.»

    (2) V. intr. Se marier.

    ●(1910-15) CTPV I 149. p'ariùent t'aliansein, tr. «quand ils se fianceront.» ●(1996) CRYK 209. Aliañsiñ fôta dehe, tr. «Ils veulent se marier.»

  • alieniñ
    alieniñ

    v. tr. d. Aliéner.

    ●(1650) Nlou 476. NAtur humen, vn den he alienas, tr. «La race humaine, un homme la rendit hostile.»

  • alier
    alier

    m. –ion

    (1) Conseiller.

    ●(1866) SEV 241. unan euz a alierien parlamant Breiz. ●(1870) FHB 279/139b. ar c'henta euz a alierien ar roue.

    ●(1938) GWAL 110-111/56. N'oa war hon tro, avat, na mestr, na kentelier, nag alier, na difazier. ●(1939) RIBA 17. é védisinour hag é aliour.

    ►[empl. comme épith.]

    ●(1939) RIBA 73. Hag en diaol aliour monet get é hent.

    (2) (droit) =

    ●(1868) FHB 167/87b. alier e lezvarn Roazon. ●(1868) FHB 178/176a. alier e Lez Roazon.

  • alies
    alies

    adv., prép. & conj.

    I. Adv.

    A. Souvent.

    ●(1499) Ca 6a. Alies. g. souuent. ●(c.1500) Cb 12a. Alieus. g. souuent. ●(1521) Cc [Alies]. g. souuent peingner. b. cribat alieux. ●(1576) Cath p. 26. peheny he galue alyes en esicour, tr. «qui l’appelait souvent à son secours.» ●(1621) Mc 6. Communiet em eux à lies. ●(1633) Nom 260b. Oscedo : baailler souuent : disleuy-guèn á lies.

    ●(1659) SCger 128b. A liès, tr. «souuent.» ●(1716) PEll.ms 11a. Aliés, tr. «souvent frequemment.» ●(1727) HB 64. pehini a zeu alies hepzi da veza noasus ha dar c'horf ha dan Ene.

    ●(1824) BAM 356. Bouchat alies d'ar Crucifi. ●(1838) CGK 22. Mar n'her quet nemeur da govés, / Na dan ofern goal alyès. ●(1868) KMM 7. Tostaït eta aliessoc'h ouz Sacramant an Aoter. ●(1868) SBI I 122. Neuze 've toliou treid ha fassadou, / Hag alièz boudennadou, tr. «...et souvent caresses de fagots.»

    ●(1911) BUAZperrot 123. alies e lavare d'ezo. ●153. ha setu ar pez a zizonjer marteze re alies.

    B. Loc. adv.

    (1) Alies-alies : très souvent.

    ●(1869) SAG 8. ar mankou enem gaf aliez-aliez.

    ●(1904) SKRS I 193. Stank avoalc'h eo an dud a zeu gantho ar ger «diaoul» aliez-aliez.

    (2) Alies a wech : souvent, maintes fois.

    ●(1732) GReg 794a. Il regimbe souvent, tr. «alyès a veach ez rebecq.»

    ●(1867) FHB 104/411b. A-liez a wech oz peuz klevet ha guelet ac'hannon oc'h houarna kezeg.

    ●(1905) KANngalon Eost 467. Aliez a vech, goude eur goall darvoud benag.

    (3) An aliesañ : le plus souvent.

    ●(1911) BUAZperrot 78. a ro lamm d'eomp an aliesan.

    II. Loc. prép.

    (1) Ken alies a : tant de, autant de.

    ●(1710) IN I 368. hac a c'hortos, bevomp gant ar mel eus a guen alies a instruction hac a exempl mad.

    ●(1866) FHB 65/98a. Al labourer ne ket torret he benn gant ar sonjou cleuz a zivoued ho empenn da guen alies a hini.

    ●(1911) BUAZperrot 252. ar brotestanted a zo en o zouez ken alies a greden dishenvel hag a benn den.

    (2) Ken alies ha bep : aussi souvent que chaque.

    ●(1904) SKRS I 223. e reas eno katekiz ken aliez ha bemdez. ●(1911) BUAZperrot 449. ken alies ha bep sizun. ●(1934) FHAB 366. evel ma vez kinniget d'ezo ken alies ha bemdez.

    III. Loc. conj.

    (1) (An) aliesañ ma : le plus souvent que.

    ●(1834) SIM 185. ha se aliessa ma ellàn.

    ●(1900) MSJO 73. ma teufe he bugale da dostaat an aliesa ma c'hallint ous an daol santel. ●(1911) BUAZperrot 123. Aketus e veze da welet e venec'h aliesa ma c'helle. ●(1924) ARVG Ebrel 90. a gemer diskwiz ha dihan aliesan ma c'hall.

    (2) Ken alies gwech (ha) ma : chaque fois que, aussi souvent que.

    ●(1906) KANngalon C'hwevrer 46. kaout sonj anezhi ken aliez guech ma zeomp d'an oferen. ●(1911) BUAZperrot 672. ken alies gwech ma 'z ear en eun iliz. ●(1915) MMED 345. Sant Bernard (...) a lavare Ave Maria ken alies guech ha ma 'z ea dre gichen an imach. ●(1922) FHAB Mae 148. spurji anezan a vezo red ken alies gwech ma 'z eo bet gwadet.

  • aliesved
    aliesved

    s. (grammaire) Pluriel.

    ●(1867) FHB 126/175b. Kenta gour en aliesved (1re personne du pluriel). ●(1870) FHB 289/222a. en aliezved au pluriel) e leverer pabed. ●(1870) FHB 292/245b. en unved hag en aliezved.

  • aliet .1
    aliet .1

    adj. Allié.

    ●(1633) Nom 189b. Auxilia, cohortes auxiliariæ : secours des alliez : sicour an re aliet.

  • aliet .2
    aliet .2

    s. Allié (prlt de famille).

    ●(1576) H 50. Incest, a dal quement da lauaret euel compaignunez. Charnel gant e chares pe e alyet en degrezyou difennet, tr. « Incest, that is as much as to say carnal converse with one’s kinswoman or one’s relation in the forbidden degrees. »

  • Alieta
    Alieta

    n. pr. Aliette.

    ●(1896) RECe xvii 264. Alietta ar Brouder, tr. «Aliette Le Brouder.»

  • aliez
    aliez

    m. (grammaire) Pluriel.

    ●(1913) PRPR 121. awechou e lak an aliez en o, awechou en ou.

  • aliezik
    aliezik

    adv. Assez souvent, un peu trop souvent.

    ●(1929) MKRN 89. Aliezik eta, d’ar zul da noz, e vize eun tammig penndommet.

  • aliiñ
    aliiñ

    voir aliañ

  • alij
    alij

    m. –où Conseil.

    ●(1919) DBFVsup 2a. alij (Lor[ient]), s., tr. «incitation, suggestion (un peu différent de aviz, ali). V. aléj.» ●(1921) GRSA 315. sentein doh me alijeu. ●361. Neoah me sento doh houh alij. ●(1939) RIBA 56. en alij en doè reit é vreur dehon. ●71. ou des kemerét é alijeu a dréz kaer.

  • alijiñ
    alijiñ

    v. tr. d. Conseiller.

    ●(1921) GRSA 198. Deit on aveit houh alijein ha rein konfort deoh.

  • alikemanoù
    alikemanoù

    plur. Cajoleries.

    ●(1913) KZVr 26 - 31/08/13. Alikemano, tr. «cajoleries, G[oelo]. Even.»

  • alimolud
    alimolud

    voir armolud

  • Alina
    Alina

    n. pr. Aline.

    ●(1889) ISV 135. Alina a zebras chasun eun tam bouet.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...