Recherche 'ampl...' : 16 mots trouvés
Page 1 : de ampl-amplik (1) à amplik (16) :- ampl / amplikampl / amplik
adj. & m.
I. Adj.
A. Attr./Épith.
(1) Ample.
●(1880) SAB 76. pa oa amploc'h cals ar gazul.
●(1910) EGBT 64. ampl, ample, spacieux.
(2) Spacieux.
●(1910) EGBT 64. ampl, ample, spacieux. ●65. Kambcho ampl gant eur chiminal e pep kambr.
(3) (?) Rapide (?).
●(1922) FHAB Mae 130. rak e gazeg ne oa ket ampl ; koz e oa ha ne felle ket d'ezan presa warni.
B. Attr.
(1) Bezañ ampl da grediñ : croire facilement qqc., être crédule.
●(1908) PIGO II 88. Breman e weler piou zo ampl da gredi hag en piou e c'heller fiziout eur gaou hep aon da goll e boan.
(2) Nombreux.
●(1612) Cnf 158 [60]. Evs an pechet-man eo lauaret ampl an speczou, hac an pez à apparchant outoff.
●(1908) PIGO II 176. amploc'h eo an dud war ar goulen 'vit nan eo hen war an ober.
(3) Amplik eo se : c'est aller un peu loin, c'est un peu fort.
●(1908) PIGO II 104. Ober fae war ar person ? Ma fe, amplik eo ze ! Ar person n'e ket falloc'h 'vit eun all...
II. Adv.
(1) Kaout udb. ampl : disposer de qqc. en quantité suffisante.
●(1687) MArtin 7. Mam bé paper ampl da scrivan.
●(1907) AVKA 206. Nag a servijerien en ti ma zad ho deus bara ampl !
(2) Lavarout amplik : exagérer.
●(1925) SATR 17. An dud a lâr amplik awechou !
(3) Lavarout amploc'h eget justoc'h : raconter, dire plus que moins ; exagérer.
●(1838) CGK 5. Laret amploc'h evit justoc'h vit beza guir merc'hetaër.
●(1907) AVKA 296. Jesus a c'halle koulskoude respont penaoz laret ampoc'h evid justoc'h deus e nerz n'eo ket digare awalc'h evid galvel eun den dirak ar barner. ●333. En tu ar Sav-Heol ema ar c'hiz ganthe da displega ho sonj gan komzo ampoc'h 'vid justoc'h. ●(1913) KZVr 29 - 21/09/13. laret amploc'h 'vit justoc'h, tr. «dire plus que moins.» ●(1962) TDBP II 16. An dud a lavar ive amploh evid justoh, tr. «les gens en disent (racontent) aussi plus que moins (ils exagèrent.»
(4) Goulenn amplik : demander un peu trop.
●(1872) ROU 73b. Vous demandez un peu trop, tr. «amplic a c'houlennit.»
●(1913) KZVr 29 - 21/09/13. amplik, tr. «un peu trop.» ●Amplik mat ec'h êt ganti, tr. «vous y allez trop largement, vous n'êtes pas assez modéré (en paroles, actions, dépenses).»
(5) [au compar.] Amploc'h : plus.
●(1913) KZVr 29 - 21/09/13. amploc'h ma oa ret, tr. «(vous en avez fait) plus qu'il ne fallait.»
(6) Beaucoup, largement.
●(1829) IAY 106. Comset em eus ampl voar an exempl-se.
(7) Amplement.
●(1880) SAB 100-101. braz eleiz eo ganta ar Redemsion, ar prena, an dilivra a zo barreg, ampl e ranc paea.
III. Subst. Loc. adv. War an ampl : largement, amplement.
●(1913) HIGO 5. Ha koulskoude, ar merc'hed a oa ken koant ha ken moust 'vel int breman, war an ampl ! ●(1928) BREI 57/4b. Ken kaer, war an ampl, eo bet er wech-man 'vel er wech all. ●(1958) BAHE 15/18. met trawalc'h, war an ampl, a zo bet lakaet a-wel.
- amplaat
- ampladur
- amplamant
- amplastr
- amplded
- amplder
- ampled .1ampled .1
m. & adv.
I. M.
(1) Avantage.
●(1913) KZVr 29 - 21/09/13. Amplet, tr. «avantage, gain, profit.» ●(1919) KZVr 338 - 24/08/19. ampled, tr. «avantage, Treger.»
(2) Ober, tennañ ampled eus : tirer profit de.
●(1904) KZVr 349 - 17/07/04. tenna amplet, ober e vad eus, tenna talvoudegez eus. ●(1913) KZVr 29 - 21/09/13. tenna amplet, tr. «tirer profit.» ●(1966) BRUD 30/13. Med n'he-doa ket greet ampled euz he deskamant. ●(1970) BHAF 343. ober a reas ampled euz pep tra.
(3) Ober ampled : être avantageux.
●(1904) KZVr 349 - 17/07/04. ober amplet, beza talvoudus, fonnus. ●(1913) KZVr 29 - 21/09/13. ober amplet, tr. «être avantageux.»
(4) Ober ampled gant : (?) rendre efficace (?), faire le meilleur usage (?).
●(1936) BREI 456/3c. penôs e kred d’ec’h e c’heller ober ar muia ampled gantan [an Talbenn breton] evit Breiz ? ●(1957) AMAH 239. miret am eus betek hen ar boulouennoù gwer gant holen roz-moc'h hag ar strinkelligoù ma ranken gwechall ober ampled ganto ken alies.
(5) N'ober ampled ebet : ne pas avancer.
●(1913) KZVr 29 - 21/09/13. Ne ra amplet ebet, tr. «il n'avance pas. Coadout.» ●(1920) FHAB Meurzh 283. kaer poanial a vezo, kaer dastum ha lakat a goste, ne vezo grêt ampled ebet keit ma vo tud (...) o lakat dismantr ha koll kement a zo en o c'harg.
II. Loc. adv. Eus an ampled : de beaucoup.
●(18--) BSG 232. Manquet ê'r brovision demeus an ampled, / Kercouls deus a arc'hant evel demeus a hed.
- ampled .2ampled .2
s. –où Emplette, achat.
●(1659) SCger 49a. emplette, tr. «emplet.» ●(1779) BRig I 40. Pa voé ariv er ghér à deujont oll dè di èvit caout ò hamplejo, tr. « Quand il fut de retour, ils vinrent tous chez lui pour recevoir recevoir leur (sic) emplettes. »
●(1982) TKRH 129. oc'h ober he ampledoù.
- ampled-ampled-
voir amplet-
- ampleretampleret
adj.
(1) Absorbé par une occupation.
●(1935) BREI 396/2b. amplêret omp ken ec'h omp ! ●(1942) VALLsup 2a. Absorbé par une occupation, etc., tr. «ampleret T[regor].»
(2) Bezañ ampleret gant al labour : être accablé, débordé de travail.
●(1906-1907) EVENnot 25. (Ar Veuzid) Ampleret ec'h on gand al labour, tr. «Accablé.»
(3) Bezañ ampleret gant udb. : être embarrassé par qqc.
●(1935) BREI 392/2d. eur galapousenn (...) / Me a garfe mont diskabell ; / Ganti oun ken amplêret, / 'Vel pa 'm ije hec'h laeret.
- ampleriñ
- amplet
- ampletiñampletiñ
v.
I. V. tr. d.
(1) Ampletiñ al labour : rendre le travail efficace, rentable.
●(1926) FHAB Kerzu 447. Red eo kemer ar gwella stumm d'ampledi al labour pa'z omp ken dilerc'het ha ma 'z omp.
(2) Ampletiñ ober udb. : se préparer à faire qqc.
●(1904) KZVr 349 - 17/07/04. ampleti ober, en em lakaat a du d'ober, en em bourchas d'ober (Goelo). ●(1913) KZVr 29 - 21/09/13. ampleti (ober), tr. «se préparer (à faire).»
II. V. tr. i.
(1) Être efficace.
●(1910) YPAG 5. Red mat eo d'in ampledi 'n eur stumm bennak, kement 'vel a labour am eus d'ober !… ●(1929) ENLA 9. Aman eo red ampledi ha poanial.
(2) Ampletiñ gant =
●(1935) BREI 432/2b. ar voraerien (…) a zo en em vodet (…) evit gwelet penôs ampledi gant o micher ; rak ne reont ket nemeur, er mare-man ; tamm 'bet muioc'h eget al labourerien.
- ampletusampletus
adj. Avantageux.
●(1904) KZVr 349 - 17/07/04. ampletus, talvoudus, fonnus. ●(1913) KZVr 29 - 21/09/13. ampletus, tr. «avantageux, en parlant surtout des choses, G[oelo] T[régor].» ●benveg ampletus, tr. «outil qui facilite le travail.» ●treid ampletus da gailhoti, tr. «grands pieds, avantageux pour fouler (après avoir bêché) Trézény, Corfec.» ●(1923) BUBR 32/642. bara melen evel an aour hag ampledus da zibri. ●(1935) BREI 392/2c. Ampledusoc'h ha gwelloc'h labour a ve graet. ●(1936) BREI 440/2d. ken difrêz ha ken ampledus ha ma'z eo. ●(1955) VBRU 69. ampletus e kaven ar gopr koulz hag an divizoù all. ●149. un tiig koant hag ampletus.
- amplikamplik
voir ampl