Devri

Recherche 'amzer...' : 22 mots trouvés

Page 1 : de amzer-1 (1) à amzervezh (22) :
  • amzer .1
    amzer .1

    m. & adv. –ioù emploi temp.

    I. M.

    (1) Le temps qui passe.

    (1499) Ca 7b. Amser. g. temps. l. hoc tempus. oris.

    (c.1680) NG 436-437. De gauet en amser / De ober pinigen. ●319. Me yei en ber amzer. ●576. En amser dreminet.

    (1862) JKS 4. n'euz eno nemet amzer gollet ha fazi.

    (1912) MMKE xv. daoust d'an amzeriou diez. ●(1924) BILZbubr 38/843. Hag evel-se a dremene an amzer pa vije divalo.

    (2) Amzer servij, soudard : service militaire.

    (1908) KMAF 56. pa vo great da amzer-soudard ganit. ●(1910) MAKE 20. egiz kanolier war vor en doa great e amzer-servij. ●(1915) MMED 276. oc'h ober ho amzer zoudard. ●(1935) BREI 402/2d. d'ober e amzer servij. ●(1921) PGAZ 84. n'o doa ket great ho amzer soudard. ●(1975) YABA 17.05. komz (…) ag o amzér servij.

    ►absol.

    (1860) BAL vii. ur zoudard, prest da echui e amzer.

    (1908) KMAF 46. Eun niz d'in a zo bet eno pa oa gant e amzer war vor. ●(1955) STBJ 38. ar re-mañ, grêt ganto o amzer, her c'hemeras evit eur bleu.

    (3) Saison.

    (1659) SCger 107b. les 4 saisons, tr. «ar peuar amser.» ●(1744) L'Arm 346b. Les 4 saisons, tr. «Er pedair amzér

    (1932) ALMA 147. Ar bloaz, rannet breman e pevar amzer.

    (4) absol. Gestation.

    (1907) AVKA 9. Achu hec'h amzer ganthi, Elisabeth a c'hanas ur mab.

    (5) absol. Terme de la gestation.

    (1915) MMED 180. Mari, he bried, a ioa var-nez beza mam : epad ma oant eno ho daou, e teuas he amzer.

    (6) Debriñ e amzer : perdre son temps.

    (1957) BRUD 1/109. Traou a netra mad da zuna arhant diwarnom ha da lakaad ahanout da zebri da amzer.

    (7) Vie, jours.

    (c.1680) NG 1309. Er fin a hon amzer.

    (1860) BAL 46. aman em euz sonj da choum ar rest eus va amzer.

    (8) An amzer wechall : le temps jadis, du temps jadis.

    (1912) MMKE x. mouez Barzed an amzer gwechall. ●(1926) FHAB Here 372. derc'hel mat ato da c'hiziou mat an amzer wechall. ●(1936) IVGA 45. bougreed an amzer wechall.

    (9) An amzer vremañ : le temps présent.

    (1905) KANngalon Here 514. ma 'c'h avesaomp ouz an amzer vrema. ●(1908) KMAF 10. Dampret vo va ene, ma n'eo ket diwar an diaoul koz an holl zervicherien a zo en amzer-vreman !

    (10) [au plur.] Menstrues.

    (1659) SCger 58a. fleurs des femmes, tr. «amseriou

    (1904) DBFV 6b. amzérieu, tr. «menstrues.»

    (11) (religion) Ar bevare, pevare amzer : le quatrième (des Quatre Temps).

    (1911) SKRS II 243. Epad ar c'horaïz, da zadourn ar Bevare Amzer, (ar c'hotuerou).

    (12) Itron Varia an amzer : le temps qui passe.

    (1981) ANTR 6. Fur a-walh int o daou evid lezel Itron Varia an Amzer, evel ma leverer, da ober he labour war he 'fouezig.

    (13) Dre an amzer a ra : par les temps qui courent.

    (1878) EKG II 221. Me a c'hoar ervad ne ket brao doare an dud vad dre an amzer a ra, abalamour da-ze lavarit d'ign petra a glaskit ha me a zikouro ac'hnaoc'h da zont a-benn euz ho mennoz.

    (14) Amzer diwezhañ : (la) fin de la vie.

    (1869) SAG 256. en ho amzer diveza.

    (15) (grammaire) Temps.

    (c.1501) Donoet 17-21. Pet amser so en uerbum ? tri., tr. « Combien de temps y a-t-il dans le verbe ? Trois »

    II. Loc. adv.

    (1) An amzer eus an amzer : les trois-quarts du temps.

    (1910) MAKE 20. rag an amzer eus an amzer ne gleve ket petra felle d'e everien kaout.

    (2) Bep un amzer : de temps en temps.

    (1874) FHB 479/70b. Bep eun amzer an dra-ma pe an dra-hont a roe leac'h da vrudaillou divar he benn. ●(1893) IAI 3. d'ar Brofeted a zigase bep eun amzer var an douar.

    (3) Bep en amzer : de temps en temps.

    (1860) BAL 20. sevel bep-en-amzer an daoulagad divar al levr. ●212. Evelse, ez ea bep-en-amzer da Gastel. ●(1868) KMM 263. ur boan pe boan a gemeront, bep-en-amzer. ●(1889) ISV 483. bep en amzer en em gaf eun den ijinuz avoalc'h evit rei kentel dezho.

    (1904) SKRS I 163. Eun dra vad eo sonjal er maro, da vianan bep en amzer. ●(1911) SKRS II 71. a glever oc'h embann bep en amzer eo achu gant an Iliz. ●(1915) MMED 364. pedi bep en amzer evit distro ar bec'herien.

    (4) Bep an amzer : de temps en temps.

    (1904) SKRS I 160. Mad eo ive, bep an amzer da viana, ober eur zell ouz buez ar Verc'hez Vari. ●(1907) PERS 333. Anez ma kaver, bep an amzer, eneou kaër ha zantel. ●(1908) FHAB Eost 236. eur bochad tud yaouank, en em vod bep an amzer, hag a laka o gouiziegez e boutin.

    (5) Amzer zo bet : fut un temps.

    (1847) FVR 71. Me, Aotrou, me zo bet eur paotr, amzer zo bet. ●(1868) KMM 100. Er jardinic-se, amzer zo bet, oa ur vezennic. ●(1869) FHB 228/150a-b. Amzer a zo bet, hag an amzer-ze ne ma ket c'hoaz pell diouz-om. ●(1880) SAB 8. keuz am euz ive da veza, amzer zo bet, gret poan d'am (...). ●25. Amzer zo bet, en ur vro, en eur ober scol d'ar vugale, e vize gret ar goulenn-ma dezo. ●50. al levriou coz a oa, amzer zo bet, etre daouarn ar gristennien. ●75. evel amzer zo bet betec a nevez.

    (1909) FHAB Ebrel 115. eur barrez ker bras, ken kaer, brudet dre e feiz, amzer zo bet. ●(1911) BUAZperrot 20. abalamour m'o deus great re a faë, amzer zo bet, war mouez an Aotrou Doue.

    (6) Kozh-amzer : il y a très longtemps.

    (1962) TDBP II 17. Abaoe a zo koz amzer, tr. «depuis, il y a très longtemps.»

    (7) Amzer gwezhall : autrefois, jadis.

    (1911) SKRS II 196. Ar bayaned zoken, amzer guechall, a ioa kustum da bedi ho doueou faoz.

    (8) Etre daou benn an amzer : tout le temps.

    (1868) KMM 255. Trist eo en em gaout vardro un den clanv ha na veler, etre daou benn an amzer, chapeled ebed ganta en e zorn. ●(1869) FHB 207/403a. a ra ar c'harotez, an avalou douar, ho oll magadurez etre daou benn an amzer.

    (9) A-hed an holl amzer : tout le temps.

    (1915) MMED 140. pa'z eo guir e veve en he c'hichen hed an oll amzer.

    (10) Amzer da amzer : de temps en temps.

    (1869) FHB 234/196b. hag amzer d'amzer e welemp eur chapelet enn ho dorn.

    (11) A amzer da amzer : de temps en temps.

    (1854) MMM 16. renêvesit goude-se oc'h offranç a amser da amser var an deis.

    (12) Abaoe pell amzer bras : depuis très très longtemps.

    (1835) AMV 22. Ar beden-se a so bet, abaoue pell amser bras, etablisset en Ilis evit trugaercât Doue.

    (13) E berr amzer : en peu de temps.

    (1530) J p. 17. Ha sellomp moean ha manier / En berr amser da quemeret / Iesus, tr. «cherchons le moyen et la manière de prendre promptement Jésus.» ●(1557) B I 684. En berr amser cret seder ez meruy / A un maru yen gant ancquen heb quen bry, tr. «sache bien que tu vas mourir (…) sans égard, d'une mort pleine d'angoisse.»

    (1870) MBR 8. ma par roue a zeuaz da veza gwiziek e berr amzer.

    (1902) MBKJ 203. da zevel e berr amzer, eunn ene beteg ann huela santelez. ●(1935) FHAB C'hwevrer 53. e c'hounezer enno arc'hant bras, e berr amzer, gant aes war ar c'horf.

    (14) Ur berrig amzer : un court laps de temps.

    (1767) ISpour 291. ma n'enn dé meit ur beriq-amzér. ●(1790) Ismar 307. ma ne vai meid ur berriq amzér.

    (1925) SFKH 18. É korv ur berrig amzér é mant é toul dor ou mestr.

    (15) En amzer-mañ ha'n amzer : à telle ou telle époque.

    (1621) Mc 5. Ma Tat diuezaff ma gris confession, voue en amser man han amser.

    (16) A-bep un amzer : de temps en temps.

    (1905) BOBL 16 décembre 65/1a. el leac'h ma weler, a bep eun amzer, milliardou a gilleien-raden.

    (17) A-bep-amzer : de tous temps.

    (1576) Gk I 244. A so benniguet entré an oll groaguez à pep amser. ●(1612) Cnf 28a [lire : 38a]. an den à armou, ha soudard pe-heny à so en è seruig à bep amser.

    (1852) MML 99. destinet a bep amser evit bean Mam da Zoue. ●(1864) SMM 108. A bep amzer ez eus bet eur sourci bras eus ar c'horfou maro. ●(18--) CST 87. her gouzout a rit, a bep amzer, an dud-ze a vez laosket evel chas...

    (1906) KPSA 55-56. n'ez euz den all ebed nemet ar Werc'hez Santel hag a ve bet, a beb amzer, dibec'h dirak Doue. ●(1915) MMED 378. Ar Verc'hez Vari, choazet gant Doue a bep amzer.

    (18) Abaoe pell amzer : depuis très lontemps.

    (1882) BAR 213. eur chapel benag (...) savet abaoe pell amzer, int deuet da zispenn gant ar gozni, hag eo red ho fenselia.

    (1936) BREI 453/3b. Ar bed a zo skuiz o klevet ar Frans oc'h ambren dalc'hmad war digare e vije riskl eviti. E Bro-Saoz, e oar «tazennet» gant se, abaoe pell amzer.

    (19) Abaoe keit amzer : depuis si longtemps.

    (1868) FHB 177/163b. Perak neuze 'ta neuz menek ebed anezhan abaoue keit amzer ?

    (20) Ur wech an amzer, en amzer : de temps en temps.

    (1860) BAL 162. Comzouigou a garantez (…) a dlefet da lenn, ur veachic an amzer a gouestadic. ●(1878) EKG II 115. selaou a rean eur veach an amzer. ●(1884) BUZmorvan 213. Mes ac'hano e kendalc'haz da vont eur vech enn amzer da ober baleou.

    (1902) PIGO I 143. Eur wech an amzer, an otro Person a deue en e di en eur dremen. ●(1911) BUAZperrot 102. Eur wech an amzer e lakea digas var e daol eur pred-boued eus ar gwella.

    (21) Ur wezh dre amzer : de temps en temps.

    (1914) KLBD 31. teulit enno eur vech dre amzer lann, bruk, raden, draillet munut.

    (22) En amzer ar rouanez : du temps des rois, id.e. du temps de notre jeunesse.

    (1980) MATIF 77. les anciens évoquaient leur jeunesse « du temps des rois » (amzer eur rouannez).

    (23) E pep amzer : de tout temps.

    (1667) ARmorial 241. Quelen alias audit lieu en Duault Evesché de Cornoüaille C. à present fonduë en la Baronnie du Vieux-Chastel à Loguenel, Guernisac en Taulé Evesché de Leon, le Rest en Ploüezoch, Kerelleau en Kermaria-Sular, Pontplantcoët en Poügaznou, Kermouster en Langoat & plusieurs autres en Treguier, aliàs idem, à present au Dresnay, Chateaufur, Saint Bihy, Kerchoz, Plessix Guerjan & autres, burellé d’argent & de gueulle de dix pieces & pour deuise antique, en peb amser quelen, c'est-à-dire, en toute saison il fait bon prendre conseil.

    (24) En amzerioù-se : en ces temps là.

    (1958) LLMM 71/427. ha ne oa ket keal en amzerioù-se, da zistroadañ ar « Voie Romaine ».

    (25) E koulz hag en amzer : voir koulz .3.

    III. Bezañ en e amzer diwezhañ : être sur le point de mourir. (cf. Bezañ en e zigarez diwezhañ & Bout en e ziwezhañ kleñved).

    (1936) PRBD 11 (L) K. Jezegou. Edo en e amzer diveza, ha den na grede kaozeal d'ezan eus ar bed all.

  • amzer .2
    amzer .2

    m.

    (1) Temps qu'il fait.

    (1575) M 177. pan deu ampser garu, tr. «quand vient le temps dur.» ●(1633) Nom 219b. Serenitas, serena tempestas, serenum cælum : beau temps, serain : amser caezr, amser douçc. ●Sudum : beau & clair temps : amser sclær ha caezr.

    (1790) MG 94. eit hur bout glàu pé amzér gaër.

    (1849) LLB 485. Choejet un amzer gaër. ●(1857) CBF 2. Gwall domm eo ann amzer, tr. «Il fait très chaud.» ●(1860) BAL 78. an amzer vrao (…) an amzer gaer goude an amzer griz. ●(1878) EKG II 29. e miz meurs e vez c'hoaz ien an amzer.

    (1907) BOBL 06 juillet 145/2d. An amzer c'hlao a zo kiriek da ze. ●(1924) BILZbubr 39/846. brao an amzer anei. ●(1926) FHAB Mezheven 218. an amzer n'oa ket tomm, miz mae anezi koulskoude. ●(1966) BREZ février 101/6c. gand an amzer-gaoh a ree.

    (2) Un taol-amzer : un coup de mauvais temps.

    (1900) MSJO 172. eun taol amzer spontus.

    (3) Barr-amzer : tempête.

    (1862) JKS 229. ken na vezo tremenet ar barr-amzer. ●(1869) SAG 204. En eun taol, e savaz eur bar-amzer spountuz.

    (1900) MSJO 172. ar barr-amzer a badas daouzek heur. ●(1911) BUAZperrot 608. Eur barr-amzer spountus a zavas. ●776. eur bâr-amzer skrijus.

    (4) Dre an amzer a ra : par le temps qu'il fait.

    (1877) EKG I 55-56. da glask goudor ha disklao. (...) Brao eo kaout eun tamm disklao dre an amzer a ra.

    (5) Air, atmosphère, espace.

    (1849) LLB 336-337. brindi a vandeneu,/ É punein én amzer. ●418. Eid monet t'ou ruchen, é trézein en amzer. ●1230. Touchand é seblantant bout sawet én amzér. ●(1856) GRD 200. penaus é tro er stirèd én amzér. ●(1870) MBR 322. Ama e rankimp mervel gant ann naoun dindan ann amzer. ●(1888) KZV 34. Ar frenestr dre belec'h e weled an amzer, tr. (KZRV 29/1913) «la fenêtre par où l'on voyait l'extérieur.» ●48. Evnig skanv en amzer o nijal. (c.1897) GUN.dihu 146/314. Hag er hroahig um saù ken ihuél én amzer.

    (1913) KZVr 29 - 21/09/13. En amzer vras, tr. «au grand air. Even.» ●dindan an amzer, tr. «à l'air. Even.» ●ar poultr a ya en amzer, tr. «la poussière s'élève dans l'air.» ●(1925) SFKH 7. a dréz dré en amzér. ●(1941) DIHU 357/230. Un tad-ahoé, en devéhan ag er blé, merhat, herrus èl un taol huitel, e dremen én ur vourboutal, hag e ia d'en em-gol én amzér.

    (6) An aer ag an amzer : l'air.

    (1849) LLB 945-946. Lakeit étré pep plant, un troeted ha hanter, / Eid mé keméreint guèl en er ag en amzer.

    (7) En aer ag an amzer : en l'air.

    (c.1785) VO 23. en houle e zai d'hur havouét èl mannéieu, hac hun douguai én air ag en amzér.

    (1838) OVD 41. èl en einèd én air hag en amzér.

    (1922) EOVD 44 èl en éned én ér ag en amzér.

    (8) En ebr ag an amzer : dans l'air, le ciel.

    (1849) LLB 463. E saw ur beutren dû én evr ag en amzer. ●(1856) GRD 301. ol er péh e zou ér mor, én aibr ag en amzér. ●(1897) EST 67. É saù ur front ken huek én évr ag en amzér !

    (1902) LZBg Gwengolo 226. e huélér en doar èl ur voul saùet én èbr ag en amzér. ●(1913) AVIE xi. ean é um saù ihuélan rah èn èbr ag en amzèr. ●(1925) IZID 11. Ou guélet [er brañni] é punein én ébr ag en amzér.

    (9) Edan ar seizh amzer : par tous les temps.

    (1922) DIHU 130/57. E vé er heh peizant, me mignon, édan er seih amzér.

    (10) Dindan an amzer : sous tous les temps.

    (1915) KANNlandunvez 43/324. Ian, perag e savez ken abred, evit toulla an douar, palarat, eosti, c’hoennat, dindan an amzer ?

    (11) D’ar seizh amzer : à tous les temps.

    (1942) DHKN 113. én ur hreu distér, / Durheit d'er glaù, d'er seih amzér.

    (12) Amzer griz : temps qui vire à la tempête.

    (1965) ABKE 73/3-4. Pa vez gwelet al loened, saout, kezeg, deñved o « ouezardiñ » (da lavarout eo, o vont e gouez, o sovajiñ), o taoubenniñ = seblant tempest pe amzer griz.

  • amzer-gers
    amzer-gers

    m. = (?).

    (1884) LZBt Mae 83. Na pegoulz hon euz bet ezom evel enn amzer-gers da denerat kalon Doue e kenver hon bro ?

  • amzer-hag-amzer
    amzer-hag-amzer

    adv. De temps en temps.

    (1903) MBJJ xvi. bean kastiet amzer hag amzer. ●(1904) BSAB 14-15. Tison anaveaz abred e oa ar Mabik Jezuz a deue, amzer hag amzer, evid diskwizan ar zant eus ar boan a gemere evid Doue. ●(1962) TDBP II 18. Amzer hag amzer e teue ma gar da goenvi, tr. «de temps à autre, ma jambe venait à enfler.»

  • amzer-nevez
    amzer-nevez

    m. Printemps.

    (1849) LLB 361-362. er gouian oeit ér mez ag er vro, / Hag en amzer nehué é tonet hoah én dro. ●1262. én amzer nehué.

    (1912) MMKE 80. eun devez amzer-neve. ●(1922) EMAR 87. Kaerded eur mintinvez 'pad an amzer-nevez.

  • amzerañ
    amzerañ

    v. intr. Passer son temps.

    (1557) B I 233. Na pe en manier ez preder amseraff, tr. «De quelle façon pense-t-elle passer son temps ?»

  • amzere
    amzere

    adj.

    I.

    (1) Peu convenable, inconvenant, déplacé.

    (1732) GReg 597a. Malseant, qui sied mal, tr. «Amzere.» ●866a. Qui ne sied pas, non convenable, tr. «Amzere

    (1839) BSI 54. ur spount pe ur scrupul amzéré. ●(1869) FHB 215/46a. eur gher amzere-bennak. ●(1873) FHB 463/366a-b. n'ho devoa karget he benn nemet a venosiou balc'h hag amzere.

    (1909) FHAB Genver 8. ober eur marc'had amzere. ●(1911) BUAZperrot 263. Aristot ha Platon (...) a lavare e oa amzere al labour. ●328. c'hoariou amzere evit ar gristenien. ●(1922) FHAB Ebrel 101. Chom hep bale dre an hent diskouezet d'eomp gant aotrou Rener ar c'hloerdi a vef ken amzere all. ●(1931) VALL 202a. Déplacé, tr. «amzere

    (2) Amzere eo : il est inconvenant de.

    (1924) FHAB Ebrel 138. e rankas, daoust pegen amzere e oa kement-se, mont d'he gwele dirazo. ●(1928) FHAB Mezheven 219. Amzere eo gwelet merc'hed yaouank o vont diskabell.

    (3) Bezañ amzere diouzh udb. all : ne pas être approprié, ne pas cadrer avec qqc. d'autre.

    (1872) ROU 76b. Celà ne cadre pas avec son costume, tr. «an dra-ze a zo amzere diouz e zillad all.» ●(1890) MOA 153a. Cela ne cadre pas avec son costume, tr. «ann dra-ze a zo amzere dioc'h he zillad all.»

    (4) Bezañ amzere diouzh ub. : ne pas convenir à.

    (1912) MMPM 90. c'hoantchou amzere diouz eur c'hristen.

    II. par ext.

    (1) Désagréable.

    (1557) B I 334. En unn hirder re amdere, tr. «dans un état fâcheux et désagréable.»

    (2) Immense.

    (1580) G 153. em hol sper amdere, tr. «dans tout mon espoir immense.»

  • amzereadegezh
    amzereadegezh

    f. Inconvenance.

    (1931) VALL 152a. Convenance des personnes, politesse, manières convenables dereadegez f. (le contraire amzereadegez). ●376b. Impertinence, manque de convenance, tr. «amzereadegez f.» ●377a. Impolitesse, tr. «amzereadegez f.»

  • amzereat
    amzereat

    adj. Qui ne convient pas, ne sied pas, qui n'est pas convenable, incongru, déplacé.

    (1557) B I 48. Besaff ouz ich fals eualse / A ue termen fall, dre ma le, / Da nep re hac amdereat, tr. «Vous être infidèle, dans ces conditions, serait, sur ma parole, une mauvaise action, et une inconvenance de la part de chacun.»

    (1732) GReg 248b. Qui n'est pas décent, convenable, tr. «Amzeread.» ●597a. Malseant, qui sied mal, tr. «amzeread.» ●866a. Qui ne sied pas, non convenable, tr. «amzereadt

    (1884) FHB 11/86b. na komz amzeread e-bed. ●(1893) IAI 87. Da heul eun dimezi amzeread a falvezas ober.

    (1931) VALL 202a. Déplacé, tr. «amzereat.» ●(1935) SARO 30. ar bedenn amzereat-man.

  • amzereout
    amzereout

    v. intr. Être inconvenant, ne pas convenir, messeoir.

    (1732) GReg 208a. Ne pas convenir, tr. «amzereout. pr. amzereët.» ●248b. N'être pas décent, tr. «Amzereout. pr. amzereët

    (1890) MOA 142b. N'être pas bien séant, tr. «amzereout, v. n.»

  • amzeriad
    amzeriad

    f. –où Date.

    (1931) VALL 181a. Date, tr. «amzeriad f.»

  • amzeriadañ
    amzeriadañ

    v. tr. d. Dater.

    (1931) VALL 181a. Dater, tr. «amzeriada

  • amzeriañ
    amzeriañ

    v.

    (1) V. intr. Temporiser.

    (1499) Ca 7b. Amseryaff. g. temporer. l. temporo / as. Jtem temporizo temporizas. g. temporizser.

    (2) V. tr. d. Dater.

    (1931) VALL 181a. Dater, tr. «amzeria

  • amzeriat
    amzeriat

    adj. Temporaire.

    (1931) VALL 731b. Temporaire, tr. «amzeriat

  • amzerier
    amzerier

    m. –ion Temporisateur.

    (1862) BBR 36. Didrouz hag amzerier, tr. «paisible et prenant son temps.»

    (1944) EURW I 105. Fransez Vallée, goustad ha sioul, didrouz hag amzerier.

  • amzeriet
    amzeriet

    adj. Qui dispose d'un climat (…).

    (1907) BOBL 11 mai 137/2d. Lez ar mor en Breiz-Izel (…) zo klouar hag amzeriet a zoare.

  • amzeriñ
    amzeriñ

    v.

    I. V. intr.

    (1) Attendre.

    (17--) ST 60. hep ken amzeri, tr. «sans plus tarder.» ●310. hep kammed amzeri, tr. «sans perdre un moment.»

    (1927) DIHU 187/203. Amzéret, Mari, kerhet e hrei hou mabig. ●(1950) KROB 25/14. Amzeri a rin ganti eur pennad c'hoaz. ●(1950) KROB 26-27/19. «Amzeri ne dalv ket eun hollvad ; eun hollvad ne dalv netra !» ●(1974) YABA 23.11. Ne hues ket meit amzérein un tammig. ●(1982) LIMO 12 février. Ur handerv ag en Naoned (…) en des amzéret erhoalh eid kas e «vléad mad».

    (2) Attendre avant de faire qqc., temporiser, procrastiner.

    (1667) ARmorial 13. auec la deuise Amsery, c'est-à-dire temporiser.

    (1872) ROU 105a. Il est quelquefois bon de temporiser, tr. «Mad eo amzeri a-viziou.»

    (3) Prendre son temps.

    (1975) YABA 08.03. Yann en des amzéret de gontein é hunvré.

    II. V. impers. (météorologie qu'il fait) Se maintenir.

    (1957) ADBr lxiv 4/445-446. Amzeri : v. – Correspond au français «se maintenir» dans l'expression : «le temps se maintiendra» : kredi a ran e amzero hirio.

  • amzerioù
    amzerioù

    plur.

    (1) Menstrues.

    (c.1718) CHal.ms ii. fleurs des femmes, tr. «amserieu, mercheu, misieu.»

    (1933) OALD 45/216. Mad (…) d'ar merc'hed a wel re alïes o amzeriou.

    (2) Amzerioù gwenn : leucorrhée, fleurs blanches, pertes blanches.

    (1984) LPPN 487. (Poullaouen) amzeriou gwenn, tr. «pertes blanches.»

  • amzeroniezh
    amzeroniezh

    f. Chronologie.

    (1931) VALL 122a. Chronologie, tr. «amzeroniez f.»

  • amzerus
    amzerus

    adj.

    (1) Qui prend du temps.

    (2) Temporaire.

    (1909) BOBL 22 mai 230/2d. nompaz eur peoc'h amzerus mez eur peoc'h padus.

  • amzerverker
    amzerverker

    m. –ioù Baromètre.

    (1908) BOBL 25 juillet 187/2b. an amzerverker a zargane amzer gaër.

  • amzervezh
    amzervezh

    m. –ioù

    (1) Espace de temps.

    (1575) M 289-290. Cret feru an amseruez, mazvezez entreze, / Nen deo quet vn moment, tr. «Crois fermement que le temps que tu es parmi ces choses / N'est pas un moment.»

    (2) Durée de la vie.

    (1575) M 521-522. gant Lucifer, goude ho amseruez, / Ezaint da gouzaff poan, tr. «avec Lucifer, après leur vie, / Ils iront souffrir la peine.»

    (3) Âge, ère, période, époque.

    (1923) SKET I 94. amzervez an arem. ●(1931) VALL 13b. Âge ; sa durée, tr. «amzervez m.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...