Devri

Recherche 'anzav...' : 6 mots trouvés

Page 1 : de anzav-1 (1) à anzavout-anzav (6) :
  • anzav .1
    anzav .1

    adj. Capable de.

    (1904) DBFV 8b. anzaou, tr. «capable de (bas van[netais], Loth.»

  • anzav .2
    anzav .2

    m. –où Aveu.

    (17--) ST 324. ann anzao-ze, tr. «cet aveu.»

    (1869) FHB 256/372. da ober d'ar beleg an anzao euz ho fec'hejou.

    (1900) KEBR 19. Eun ansao hollek, tr. « Un aveu public » ●Ansavou hollek, tr. « Des aveux publics » ●(1912) MMPM 141. an anzao oc'h eus great. ●(1941) FHAB Gouere/Eost 58a. en anzav-se hag en anzavou all henvel outan eo eman an droug a lakay hor Breiz da vervel.

  • anzav .3
    anzav .3

    voir anzavout

  • anzaver
    anzaver

    m. –ion (religion) Anzaver ar feiz : confesseur de la foi.

    (1866) LZBt Ebrel 119. ansaverien ar fe.

    (1913) KZVr 30 - 28/09/13. Ansaver ar feiz, tr. «confesseur de la foi. Biler.»

  • anzavet
    anzavet

    adj. (Enfant) Reconnu.

    (1866) FHB 100/380b. Lavaret a reer koulskoude en amezegez penaôz eo brao da Vonsieu Arc'hanteg dastum madou braz d'he vugale amzavet, epâd ma renk ar vro maga en hospitaliou ar re diamzavet : rag gwelet ez eus bet meur a blac'h o kuitaat he di ha ne vizent ket ho-unan o vont kuit.

  • anzavout / anzav
    anzavout / anzav

    v.

    I. V. tr. d.

    (1) Avouer, convenir de.

    (1659) SCger 129b. anzaout, p. anzauet, tr. «auouer.» ●(1732) GReg 69b. Avouer, demeurer d'accord d'une chose, tr. «Anzaf. anzao. anzavout. ppr. anzavet.» ●207b. Convenir, advoüer, être du même senttiment, tr. «Anzao. anzaout. anzavout. ppr. anzavet

    (1932) FHAB Genver 12. Hen anzav a rankan ouzit, eun den aounik ha gwer a-walc'h oun. ●(1942) DHKN 67. Met a unan éh oent ou diù aveit anzaù ne oè ket tu de gavet « dilikatoh » dén nag amiaploh.

    ►absol.

    (1732) GReg 69b. Ne pas avoüer, manquer d'avoüer, tr. «Manqout da anzao. chom hep anzaf

    (2) [devant une subord.] Avouer, convenir, reconnaître que.

    (1862) JKS.lam 42-43. Ansavit n'oc'h netra nemet distervez ha dic'halloudegez.

    (1907) PERS 256. Ar geben-ze e deuz anzavet divezatoc'h, e doa tennet var drizek beleg. ●(1907) KANngalon Mezheven 430. Anzav a rankomp ez omp dizeblant var gementze. ●(1907) AVKA 101. Unan an daou : pe anzavet ec'h eo mad ar wec'hen (...) pe laret ec'h eo fall ar wec'hen. ●(1909) NOAR 125. anzav a rankan ez oun berwelet.

    (3) Reconnaître (qqc. d'abstrait).

    (1847) FVR 152. Kredi ’rann a greiz kalon hag anzavout ive / Sembol vraz ann Ebestel, hag ar seiz sakr goude. ●(1880) SAB 12. anaout ac anzav ar gvir, an domani oc'h euz var an oll.

    (1906) KANngalon Gwengolo 198. daoust ha n'hen anzavont ket ato. ●(1911) BUAZperrot 490. hen anzav a ran a c'hinou.

    (4) Reconnaître (qqn).

    (1575) M 1641. Neuse no ansaffo [an pechezrien], ne cleuo ouz ho leff, tr. «Alors, il ne les reconnaîtra pas [les pécheurs], n'écoutera pas leur plainte.»

    (5) Avouer (une faute, etc.).

    (1909) TOJA 42. Saperbie ! Neuze 'ta eo red d'in ive anzav ma fec'hed. ●(1936) PREZ 26. pa zafoc'h da anzav ho pec'hed, en dro genta.

    (6) Dire, proclamer.

    (1575) M 239-240. Deze ne tal ansaff, euit caffout auanç, / Lauaret en nep ty, ho deffe alianç, tr. «Il ne leur sert à rien de proclamer, pour avoir du soutien, / De dire qu'avec aucune maison ils avaient alliance.»

    II. V. pron. réfl. En em anzav : s'avouer.

    (1846) DGG 307. En em anzao coupabl.

    (1916) CDFi 09 septembre 1d. Mab eun impalaer n'e dle ket, evit doare, en em anzao treac'het ; ha treac'het e vezo goulskoude.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...