Devri

Recherche 'aotre...' : 13 mots trouvés

Page 1 : de aotre (1) à aotrezin (13) :
  • aotre
    aotre

    m. –où

    (1) Octroi.

    ●(1732) GReg 668b. Octroi, concession, tr. «Autre. p. autreou.»

    (2) Autorisation.

    ●(1847) FVR 256. ann unvaniez-ze (…) a oe great gand aotre vad kalz euz anezho. ●(1889) SFA 82. red e oue goulen he aotre araok kemeret perz enn he iliz.

    ●(1911) BUAZperrot 169. dont a reas da gaout aotre d'e vaga. ●184. Dal m'he devoa bet he aotreou. ●209. Aotre zo da gaout eur banne bihan a win bemdez. ●228. e c'houlennas ouz Eustas aotre da vont da brezeg an Aviel er broiou difeiz. ●238. gant o aotre. ●274. gant aotre e gerent. ●598. heb aotre ar pab. ●(1927) GERI.Ern 20. aotre m., tr. «Consentement.»

    (3) War aotre : avec l'autorisation de.

    ●(1911) BUAZperrot 127. var aotre eskob Leon.

    (4) Reiñ e aotre : donner son approbation.

    ●(1911) BUAZperrot 566. ar pab Beneat XIV a roas e aotre d'an Urz nevez.

  • aotreadenn
    aotreadenn

    f. –où Autorisation.

    ●(1927) GERI.Ern 20. aotreadenn f., tr. «acte de consentement.»

  • aotreadur
    aotreadur

    m. –ioù Octroi, consentement, autorisation.

    ●(c.1500) Cb 106a. [guingnal an noulagat] Jtem hoc mitus / tus / tui. g. signe faict de loeil / guingnement / consentement. b. guingnadur / autreadur.

    ●(1732) GReg 668b. Octroi, concession, tr. «autreadur. autrenadur.»

    ●(1847) FVR 15. hep o aotreadur. ●(1873) FHB 463/366b. Euz eur pers all, ann Duk hag ann Dukez a Angoulem ne welent ket gant re a blijadur ho niz o vont keid all hep aotreadur an impalaer. ●(1894) BUZmornik 110. ar pab a zaleaz pell ive da rei he aotreadur.

    ●(1906) KANngalon Mae 113. izoum a vo brema euz oc'h aotreadur c'hui evit klevet an oferen ? ●(1907) MVET 26. ober netra hep aotreadur hon tad. ●(1910) MBJL 56. kaout otreadur. ●(1911) BUAZperrot 546. Raktal e welas eno bolontez Doue hag e roas e aotreadur. ●(1921) LZBt Here 22. kât otreadur da vale.

  • aotreadurezh
    aotreadurezh

    f. Autorisation.

    ●(1927) GERI.Ern 20. aotreadurez f., tr. «autorisation.»

  • aotreasion
    aotreasion

    f. –où Autorisation.

    ●(1919) TOBB 81. Al leanezed en doa bet aotreation da rei sikour d'ar paourkeaz tud-se.

  • aotreeg
    aotreeg

    m. –ed Licencié, qui a une licence (diplôme).

    ●(1903) MBJJ couverture. belek, aotreek en lizeradur (licencié ès lettres). ●(1942) HERV 145. aotreeged oan[t] o-daou.

  • aotreegezh
    aotreegezh

    f. Licence (diplôme).

    ●(1956) BAHE 8/13. Aotreegezh ha Bachelouriezh.

  • aotreentez
    aotreentez

    f. Autorité.

    ●(1913) PRPR 17. spered pobl Gwerliskin a zo (...) eneb da beb aotreente.

  • aotreer
    aotreer

    m. –ion Celui qui autorise.

    ●(c.1500) Cb 83b. [fauor] Unde hic fautor / oris. gal. consenteur. b. autreur.

    ●(1927) GERI.Ern 20. aotreer m., tr. «celui qui permet, qui autorise.»

  • aotrekuidañs
    aotrekuidañs

    f. Outrecuidance.

    ●(1499) Ca 14b. Autrecuidance in foll est.

  • aotren / aotreniñ / aotreal / aotreañ / aotreiñ
    aotren / aotreniñ / aotreal / aotreañ / aotreiñ

    v.

    I. V. tr. d.

    (1) Octroyer.

    ●(c.1500) Cb 19b. [autren] Inde faucon / onis. g. consentement en mal. b. autren drouc. ●43a. [compaignun] Jtem complicitas / tis. g. consentement en mal sicome entre compaignons. b. autren drouc entre compaignunou.

    ●(1659) SCger 85a. octroier, tr. «autren p. et.» ●(1732) GReg 668b. Octroier, tr. «Autren. pr. autreët.» ●Dieu nous octroïe ce que nous lui demandons de bon cœur é avec une fervente priere, tr. «An autrou Douë a autre deomp ar pez a oulennomp digandhâ, gad ur galoun bur, hac ur bedenn ardant.»

    ●(1868) KMM 157-158. Mectild, leun a joa, a bedas Jesus da ôtrei ar memes gras.

    (2) Autoriser.

    ●(c.1500) Cb 19b. g. consentement en mal. b. autren drouc.

    ●(1847) FVR 164. N'eou ket otreet na d'ann tad na d'ar vamm ober ar vadiant. ●(18--) SAQ I 232. aotreal a ran kement-se.

    ●(1904) DBFV 13b. autrenein, v. a., tr. «autoriser, accorder.» ●(1927) GERI.Ern 20. aotren, aotrea v. a., tr. «autoriser, permettre, accorder, concéder.»

    (3) Approuver.

    ●(1889) SFA 73. aotrea reolenn St Fransez.

    ●(1911) BUAZperrot 119. Hen eo a zavas ar reolen hag a c'houlennas ouz ar pab Gregor IX aotrea anezi. ●243. aotreet gant an Iliz. ●509. eur genvreuriez misionerien (…) a oue aotreet gant Urban VIII.

    ►absol.

    ●(1877) EKG I 19. evelato an Aoutrou de la Marche a aotreaz er memez tra.

    (4) [empl. devant un v.] Accepter de.

    ●(1867) FHB 151/373a. ha neuze e c'hotrejont eun dra bennag cregui el labour. ●(1889) ISV 414. Otreal a ri-te ober ar peoc'h evelse ?

    (5) [empl. devant une subord.] =

    ●(1878) EKG II 170. aotreet hor boa, ho tad ha me, e vichac'h eat goude an eost a zeu.

    (6) Aotren udb. gant ub. : autoriser, accorder qqc. à qqn.

    ●(1889) SFA 209. ar Pap Honoriuz a aotreaz gant-han dioc'htu ar pez a c'houlenne.

    II. V. tr. i.

    (1) Aotren gant ub. : autoriser qqn à.

    ●(1621) Mc 82. Autreit gueneuff me hoz supply, na duiff muy bizuiquen doz offansiff.

    ●(1869) SAG 279. An Autrou Doue ne otreaz ket gant ar speret-fall dizpaka kement a gounnar. ●(1889) SFA 111. Ar Pap Innosant III (…) a aotreaz gant-han mont da vro ar Sao-Heol da brezek an Aviel d'an Durked divadez.

    (2) Aotren da ub. : autoriser qqn à.

    ●(1923) FHAB C'hwevrer 53. ôtrei a reas d'ezo raktal kaout diou foar ar bloaz.

  • aotreüs
    aotreüs

    adj.

    (1) Propice, favorable.

    ●(1732) GReg 760b. Propice, tr. «autreüs.» ●Dieu vous soit propice, tr. «Douë ra vezo autreüs èn oc'h andred.»

    ●(1847) FVR 175. Pa gefinn eunn darvoud otreuz bennak, ne fallin ket da ober ar pez en deuz groet.

    (2) Approbatif.

    ●(1927) GERI.Ern 20. aotreüs adj., tr. «approbatif.»

  • aotreziñ
    aotreziñ

    v. tr. d. Octroyer.

    ●(1732) GReg 668b. Octroier, tr. «autrezi. pr. autrezet.»

    ●(1839) BSI 230. autresi d'e bobl ar graçzou a c'holennzent digant-han. ●236. evit qemend en deus autrezet din. ●237. hep counta a[r] re oc'heus êntancion da autrezi din.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...