Recherche '"arc'hant"...' : 17 mots trouvés
Page 1 : de arc_hant (1) à arc_hantus (17) :- arc'hantarc'hant
m. –où cf. argant
I. M.
A.
(1) Argent (métal).
●(1633) Nom 52b. Viaticum, viæ auxilium : argent ou dequoy pour faire son chemin : archant, pe pe á dra euit ober ænt. ●158a. Emblema : attaches pour enrichir les vaisseaux d'argent ou d'or : attachou pe staguellou euit orniff an vessel archant pe aoür.
●(1867) BUE 199. eur gadeur arc'hant aouret.
(2) Argent (monnaie).
●(1612) Cnf 66a. reiff archant dezo. ●(1621) Mc 34. nep à gounez archant dre choary.
●(1732) GReg 50a. Argent monnoyé, tr. «Arc'hand. p. arc'hanchou. arc'hand mouneizet.» ●538b. Emprunter de l'argent à interet, tr. «Empresta arc'hand var gampy.»
●(1834) SIM 159. conta e arc'hant. ●160. Ar arc'hant-se (...) pehini oun bet fin aoüalc'h evit e bipa tout. ●170. ar fermier a c'honneze arc'hant mad.
B.
(1) Arc'hant sec'h : argent non placé.
●(1732) GReg 50a. Argent oisif, tr. «arc'hand seac'h.»
●(18--) PENdast 90/157. Roet e moa dide tra da dad / En arc'hant sec'h ag e dillat. ●(18--) PEN 93/57. roet e mes dide tra ta dat / en arc'hant searc'h ag e dillat.
●(1931) VALL 35b. argent non placé, tr. «arc'hant sec'h.»
(2) Arc’hant diskuizh : argent épargné.
●(1908) PIGO II 109. Te, Jakez, 'teus arc'hant diskwiz...
(3) Arc’hant dibres : argent épargné.
●(1928) FHAB Meurzh 89. Eno tud ar barrez a laka o arc'hant dibres.
(4) Arc’hant dizolo : argent comptant.
●(1732) GReg 50a. Argent comptant, tr. «arc'hant disolo.»
●(1931) VALL 35b. argent comptant, tr. «arc'hant dizolo.»
(5) Arc'hant laosk : argent disponible.
●(1931) VALL 35b. argent non placé, tr. «arc'hant laosk.»
(6) Arc'hant a-benn : argent comptant.
●(1942) VALLsup 35b. argent comptant, tr. «arc'hant a-benn.»
(7) Arc'hant gwenn =
●(1850) JAC 31. Me ho pêo en aour pe 'bars en arc'hant güenn.
(8) Arc'hant-butun : pourboire, argent de poche.
●(2005) SEBEJ 208. (Ar Yeuc'h) Pas de salaire, mais il fut sous-entendu que je pourrais bénéficier de quelque argent de poche, arc'hant butun.
(9) (droit) Sevel en arc’hant lod ub. : (donner) l’équivalent du bien de qqn en argent.
●(1957) BRUD 2/29. Ar hiz a zo gand ar gerent, e-touesk ar Hlaziked, d’ober o dilez pa zimez ar hosa euz o bugale ha da roi deañ ar stal-diegez hag an douar, gand diviz da vaga an tad hag ar vamm ha da zevel en arhant o lod euz an danvez d’e vreudeur ha d’e hoarezed.
(10) (droit) Sevel arc’hant : rembourser une créance.
●(1942) SAV 23/64. Deuet e oa da sevel arc’hant (rembourser une créance) ha da dennañ kuitañs (retirer quittance).
(11) (droit) Kaout e zanvez en arc’hant : soulte.
●(1942) SAV 23/65. E zanvez en devoa bet en arc’hant (soulte) hag an tiegez a oa bet roet d’ar breur p’o devoa graet o zud o dilez (donation-partage) kalz vad (plus-value) a oa deuet en douar abaoe ar mare-se.
II.
(1) [empl. avec valeur de plur.] =
●(1878) EKG II 127. N'oa neuze nemed beza rustoc'h ha mestr an ti en diviche digaset d'eoc'h he arc'hant var an daol ha n'o piche da ober nemed ho c'harga enn ho sac'h.
●(1908) DIHU 34/55. mes en argand, allas ! ne oent ket mui ino. Gout e hré reih mat penaus en argand-sé n'hellent bout nameit get unan ag en ti. ●(1928) BFSA 18. Arc'hant a c'houneze aes a-walc'h, hag o dispign a rae aesoc'h c'hoaz.
(2) [empl. avec un art. ind.] Un arc'hant =
●(1866) LZBt Ebrel 130. eunn arc'hant hag a dalveo kalz d'he. ●(1888) LTU 32. dispign, evel tud ar bed, eunn arc'hant braz e dillad.
●(1902) LZBg Gwengolo 240. rein d'ein un argandig benak. ●(1913) FHAB C'hwevrer 51. pa oue roet eun arc'hant bras evito.
III.
A.
(1) Sklaer evel an arc'hant : très clair. Cf. sklaer evel dour feunteun, evel lagad (un / an) naer, evel an deiz, evel skorn.
●(1902) PIGO I 200 (T) E. ar Moal. Gwaziou dour-red, kuzet dindan ar bokedou, a hiboude, sklêr 'vel an arc'hant, war treaz melen evel an aour.
(2) Heoliañ arc'hant : amasser de l’argent sans en tirer parti.
●(1878) SVE 583. Heolia arc'hant, tr. L.-F. Salvet «Ensoleiller argent. (Entasser son argent, sans en tirer parti.)»
(3) Na ober arc'hant war an oaled : ne pas rouler sur l’or.
●(1962) TDBP II 380 (T). Amañ ne vez ket gret an arhant war an oaled, tr. J. Gros «ici on ne fabrique pas l'argent sur le foyer (ici on ne roule pas sur l'or).»
(4) Dastum arc'hant evel ur mengleuzier : amasser beaucoup d’argent.
●(1857) CBF 42 (L). Ebatoc'h eo d'id-te dastum arc'hant evel eur mengleusier. Ne ve ket pec'hed ha pa vefe tizet, te ha da seurt, peb enn amzer, tr. Troude/Milin «...ramasser de l'argent comme un mineur.»
(5) Klask kaout ar marc'h hag an arc'hant : voir marc'h.
(6) Dastum arc'hant gant ar bal-dol : voir pal-dol.
(7) Kaout ur galon arc’hant : voir kalon.
B. Eus ar mor e teu arc’hant : la mer est pleine de ressources poissoneuses.
●(1980) MATIF 137. Euz ar mor e teu arc’hant, tr. « De la mer il vient de l’argent ».
- arc'hantaarc'hanta
v. intr. Faire le tour de ses créanciers.
●(1732) GReg 50b. Aller à la campagne chercher de l'argent dû, tr. «Mônet da arc'hanta.» ●790a. Aller en campagne pour recueillir de l'argent dû en plusieurs endroits, tr. «Moñnet da arc'hanta.»
- arc'hantadur
- arc'hantaerarc'hantaer
m. (pathologie) Orgelet.
●(1997) HYZH 212/16. (Plounevez-Kintin) arc'hanter orgelet. Un arc'hantaer 'oa un tamm gor bihan ha 'tae war lagad an dud aze…
- arc'hantañ / arc'hantiñarc'hantañ / arc'hantiñ
v. tr. d.
(1) Réaliser financièrement, convertir en espèce.
●(1902) PIGO I 24. Herri a arc'hantaz an ti. ●(1913) KZVr 33 - 19/10/13. Arc'hanti (an treo), tr. «convertir en argent, faire argent de, liquider. Trég[uier].» ●(1927) GERI.Ern 23. arc'hanti v. a., tr. «convertir en argent, liquider.» ●(1935) BREI 431/2a. neuze ec'h arc'hantas he madou. ●(1962) TDBP II 24. Ar pez a oa kap da arhanti e-nevoa greet, tr. «ce qu'il pouvait réaliser (convertir en espèces), il l'avait fait (il l'avait réalisé).»
(2) Argenter.
●(1732) GReg 50b. Argenter, couvrir d'argent, tr. «Arc'hanta. pr. arc'hantet.»
►sens fig.
●(1932) ALMA 102. e dal en doa rizennou, ha blevennou gwenn a arc'hante e benn.
- arc'hantek
- Arc'hantellArc'hantell
n. de l. Argenton (Landunvez).
I.
(1) Arc'hantell.
●(1732) GReg 50b. Arc'hantell.
●(1857) CBF 130. Arc’hantel. ●(1869 TDE.FB xviia. Arc’hañtell. ●(1877) EKG I 116. Guelloc'h eo did dont da Arc'hantel ganeomp-ni da eva peb a vanne e ti ar Prat. ●(1890) MOA 29. Arc’hantell. ●(c.1890) CFB 41b. Arc'hantel.
●(1984) ENEU 65. Ha neuze e teue eur vag diou wech ar zizun deuz tramant... Arhantel.
(2) An Arc'hantell.
●(1732) GReg 50b. an Arc'hantell.
(3) Kantell/Ar C'hantell.
●(1923) FHAB Eost 8/289. Etre Landunvez hag ar C'hantel, a-zioc'h eun draonienn c'hlaz ha demdost da chapel sant Gonvel. ●(1931) FHAB Gouere/266. ar C'hantell. ●(1962) TONA.index 78. Arc'hantell, Kantell.
II. Dicton.
●(2003) TRMOR 66. E Lac'haouog / E vez paket meur a c'henaouog. ●note des auteurs : « (...) c'est le nom d'un gros rocher planté au milieu d'un passage de basse-mer qui mène au port d'Argenton à l'île d'Iock. La roche ne couvre jamais, mais le passage oui... (...). »
- Arc'hantellad
- arc'hanter
- arc'hanterezh
- arc'hantetarc'hantet
adj.
I. (en plt de qqc.)
(1) Argenté, recouvert d'argent.
●(1867) MGK 139. frezillonou, / Darn arc'hantet, darn alaouret. ●(1867) FHB 113/65a. daou gantolor arc'hantet. ●(1870) FHB 269/63a. an traou alaouret hag arc'hantet.
●(1910) MBJL 165. gwikamancho (…) alaouret pe arc'hantet. ●(1911) BUAZperrot 412. an arched dero arc'hantet. ●(1941) FHAB Mae/Mezheven 49. eul loa arc'hantet. ●(1955) STBJ 119. paper arc'hantet.
(2) Qui a la couleur de l'argent.
●(1912) MMKE 88. Dindan sell al loar arc'hantet.
(3) (Son) argentin.
●(1912) MMKE 145. An estig-noz, er c'hoad uhel, / A ginnig d'it e zôn arc'hantet.
II. (en plt de qqn) Qui a de l'argent, argenté.
●(1953) BLBR 57/2. Arc'hantet oa braoik.
- arc'hanthed
- arc'hanti
- arc'hantiñarc'hantiñ
voir arc'hantañ
- arc'hantiriarc'hantiri
f. Argenterie.
●(1732) GReg 50b. Argenterie, tr. «Arc'hantiry.»
●(1847) FVR 228. An templou'zo dibourc'het euz ho arc'hanteri. ●(1869) SAG 272. arc'hantiri an iliz. ●(1870) MBR 332. tousierou lien gwenn, arc'hanteri, anafou aour. ●(1878) EKG II 266. arc'hantiri ha traou sakr an iliz. ●(18--) SAQ I 57. Eur marc'hadour arc'hantiri.
●(1923) FHAB Gwengolo 331. Laerez a rejont holl arc'hanteri ar maneriou.
- Arc'hantrodArc'hantrod
f. (astronomie) Couronne Boréale.
●(1931) VALL 164a. Couronne Boréale, tr. «Arc'hantrod f. (anc.).»
- arc'hantusarc'hantus
adj. Lucratif.
●(1872) ROU 60. Micher arc'hantuz, tr. «Métier où l'on manie, qui procure de l'argent.» ●90b. Lucratif, tr. «arc'hantuz.» ●(1895) GMB 36. pet[it] Trég[uier] arc'hantus (chose) qui rapporte de l'argent.
●(1927) GERI.Ern 23. arc'hantus adj., tr. «qui rapporte de l'argent, lucratif.»