Devri

Recherche 'astenn...' : 11 mots trouvés

Page 1 : de astenn-1 (1) à astennidigezh (11) :
  • astenn .1
    astenn .1

    adj.

    (1) Allongé.

    ●(1911) BUAZperrot 75. tremen an deiz pad astenn oc'h oremuzat.

    (2) Kig-astenn : chair molle.

    ●(1879) ERNsup 157. kik astenn, chair molle, qui s'allonge, qui n'a pas de consistance, Trév[érec].

  • astenn .2
    astenn .2

    m.

    I.

    (1) Allonge, rallonge.

    ●(1732) GReg 29a. Allonge, pour rendre plus long, tr. «Asténn. p. Asténnou.» ●Mettre une allonge à une jupe, &c, tr. «Lacât un Asténn ouc'h ul losténn &c.»

    (2) Action d'étendre.

    ●(1846) DGG 333. an asten a ra an escop d'e zaouarn azioc'h pen ar re a receo ar veleguyach.

    (3) Allongement.

    ●(1927) GERI.Ern 29. astenn m., tr. «Allongement.»

    (4) Allonge.

    ●(1927) GERI.Ern 29. astenn m., tr. «allonge.»

    (5) Élasticité.

    ●(1927) GERI.Ern 29. astenn m., tr. «Allongement.»

    II. (pêche) Partie haute d'un filet de pêche.

    ●(1944) GWAL 165/305. (Ar Gelveneg) Da ober ur roued e reer da gentañ an astenn, a zo anezhañ erien uhelañ ar roued, war e hed ; fardet eo ken hir ha ma karer : astenn eur roued vrilli a zo mil lagad er Gelveneg.

    III.

    (1) Avance financière.

    ●(1959) BRUD 8/58. Neuze c'hwi a bêo astenn an arhant e feur. ●Pêa rin astenn an arhant.

    (2) Kemer arc'hant war astenn : recevoir de l'argent à intérêt.

    ●(1927) GERI.Ern 29. kemer war astenn m., tr. «recevoir (de l'argent) à intérêt.»

  • astenn / astenniñ .3
    astenn / astenniñ .3

    v.

    I. V. tr. d.

    A.

    (1) Étendre, étirer.

    ●(1499) Ca 13a. Astenn. estandre / dilater. ●(1633) Nom 213a. Verricula, verticilli, epitonia : pieu pour tendre ou destendre les cordes : peig pe ibil euit asten da (lire : ha) diasten an querdin. ●257b-258a. Tetanus, rigor distentio & extentio : rigueur du col : drouc gouzouc, pa na guell plegaff nac asten an gouzouc.

    ●(c.1680) NG 859-860. Biscouah Jesus ne goulennas credeu / Euit asten e ol membreu. ●1582. Quén nen doué e Langroes e diureh astenet.

    (2) Étendre (la pâte à crêpes, etc.).

    ●(1792) BD 787-790. Men ya da asten ma leuriat / men he dorno agalon vat / courag ameus vit he dornan / mar be mat ma greun da hadan, tr. «Je vais étendre mon airée. / Je la battrai de bon cœur. / J'ai du courage pour la battre, / Si mon grain est bon à semer.»

    ●(1908) FHAB Gwengolo 269. Jeannet (..) a astenne ar brest gant ar rozel. ●(1908) PIGO II 29. lakat toaz en gô hag astenn krampouez er bilig. ●(1933) MMPA 50. astenn al liou war al lien. ●(1934) FHAB C'hwevrer 57. Nag e vo ret d'ezi toka he zuilhenn, larda he fillig, astenn ar brest gant ar rozell, ha rei bec'h d'he astell-grampouez !...

    (3) Astenn arc'hant da ub. : donner, tendre (de l'argent) à qqn pour l'aider financièrement.

    ●(1790) MG 92. Me astèn dehi un dra-bennac a uéhieu. ●158-159. astèn un dra-benac d'em zad.

    ●(1919) DBFVsup 4a. asten, v., tr. «avancer, prêter ou donner (de l'argent).» ●(1927) GERI.Ern 29. astenn et astenna v. a., tr. «avancer (de l'argent).»

    ►absol.

    ●(1790) MG 89. ha quenevè en dud-vat péré en dès astennét teign, ne ouian quet petra em bezai groeit.

    (4) Tendre, installer (la voile) sur les mâts.

    ●(1877) EKG I 24. al lian a oue astennet var ar guerniou.

    (5) Étendre.

    ●(1732) GReg 472b. Etendre la buée à secher sur la grève, tr. «Astenn ar c'houëz var ar c'hroa da sec'ha.»

    ●(1877) EKG I 50. e kavign frankiz da astenn eur guchenn golo. ●(1880) SAB 70. pa ne astennet an doussier pe linser auter nemet d'an ofertoer.

    ●(1904) DBFV 12b. asten, astennein, v. a., tr. «étendre, allonger.» ●(1925) BILZ 106. astenn ar fard war ar bili evit o digwea. ●(1949) KROB 11/13. astenn ar gannadenn war ar glazvez.

    (6) Astenn e c'har, e zivesker : hâter le pas.

    ●(1876) TDE.BF 434. kaer avad en devoa astenn gant tiz he zivesker bihan ha skein mibin gant he zaou droadik enn hent. ●(1877) EKG I 220. Ha Kivoron hag ar zoudardet varzu ti ar Prat en eur astenn ho gar.

    (7) Astenn e gammed : hâter le pas.

    ●(1878) EKG II 322. Ne reaz nemed astenn he gammed evit mont buannoc'h er meaz a vourk Plougasnou.

    (8) Tendre (une partie du corps.)

    ●(1871) CST 85. krena a rae ar zoudarded pa welent ar Sarmat oc'h astenn e zourn pounner hag e vrec'h nervennet-teo en eur lavaret : «Allo, paotred, mar deus ganeoc'h, deuit ! ●(1878) EKG II 116. astenn a riz va gouzouk evit taoler eun taol-lagad a bep tu var an hent braz.

    ●(1909) NOAR 152. An azen hag an ejen a astenne o fenn a-zioutan. ●(1912) MMPM 89. Gant eur blijadur vraz eo ec'h hastennaz he gouzoug var ar c'hef-laz. ●(1925) BILZ 111. brec'hiou gwevn ha ramplus evel kroc'hen eur zilienn, oc'h astenn o spegou yen war ho troad pe war ho kof-gar ? ●(1941) FHAB Mae/Mezheven 48. Pa vez c'hoant da lakat eur velfedenn grogennek da zispaka he c'herniel e leverer d'ezi : – Birou, birou, astenn da gorn, me a lavaro d'it e pelec'h ema da dad ha da vamm ; dindan an daol, e Porz-Paol, o tebri kig ha kaol !

    (9) Astenn udb. da ub. : passer qqc. à qqn.

    ●(1909) BROU 203. (Eusa) tendre, passer une chose, tr. «Astenn di[n] an dorz.»

    (10) Tendre (un fil, etc.).

    ●(1659) SCger 117a. tendre aux oiseaux, tr. «asten rouegeou da &c.»

    ●(1907) KANngalon Mezheven 426. A dreuz ar ruiou e oue astennet garlantezennou kaer.

    (11) Faire gagner de la surface.

    ●(1843) LZBg 1añ blezad-2l lodenn 129. Er mihér-zén tennet a eil crouhen ur huen, e astennér guet ur mel-coêd.

    (12) Étendre, faire tomber (qqn).

    ●(18--) SAQ I 219. pe gemeret eur vesventi hag ho c'hastenno maro e korn an hent.

    (13) Lakaat an noz da astenn an deiz : prendre sur la nuit.

    ●(1936) FHAB Eost 300. Ret eo lakaat an noz da astenn an deiz evit gellout en em baka.

    (14) Faire durer, prolonger.

    ●(1659) SCger 1a. Dieu vous face viure longtemps, tr. «Doue ra astenno oc'h hoazl.» ●98a. prolonger, tr. «astenn.» ●(1732) GReg 759b. Prolonger sa vie, tr. «astenn e vuhez.»

    ●(c.1825/30) AJC 268. vid asten on bué, tr. «pour prolonger notre vie.» ●(1894) BUZmornik 127. enn eur astenn he bedennou. ●349. Doue a zo en em blijet oc'h astenn merzerenti ar zant-ma.

    (15) (en plt d'un mouvement, d'un groupe, d'une idée) Faire croître, prendre de l'importance, étendre son influence.

    ●(1866) LZBt Gwengolo 199. evit skoran hag astenn Breuriez ar Fe.

    (16) Prolonger, proroger (un délai), différer.

    ●(1732) GReg 759a. Prolonger le terme, tr. «astenn an termen.»

    ●(1839) BESquil 27. er ré e za d'asten termén d'où honversion.

    ●(1904) DBFV 12b. asten termén, tr. «tarder, différer.»

    (17) Astenn e deod diwar-goust ub. : médire de qqn.

    ●(1921) PGAZ 103. morse n'eo bet klevet koulskoude oc'h aztenn he zeod divar gouzt an nesa.

    (18) Astenn e zeskadurezh : élargir le champ de ses connaissances.

    ●(1911) BUAZperrot 818. redet a rea ar bed evit kemeret e blijadur hag astenn e zeskadurez.

    (19) Allonger d'eau.

    ●(1996) GRVE 6. Lakaad dour er jistr, hag astenn ar zoubenn.

    (20) Appliquer.

    ●(1557) B I 185. Ha oar ho querchenn astennet / Aroez an glan croaz, tr. «faites sur vous le signe de la sainte croix.»

    B. Loc. adv. Dre astenn ster : par extention de sens.

    ●(1944) GWAL 165/312-313. Kaoteriad : ur meuz aozet gant pesked a bep seurt ; dre astenn ster, ar pesked a vez degaset d'ar gêr evit pred an tiegezh.

    II. V. intr.

    A.

    (1) (en plt de qqc.) S'allonger, s'étirer, prendre de la longueur.

    ●(1647) Am A-347. Me a bet ar grucq sec'h pe an huguen / Var becq da lanchen a mac'h asteno, tr. «Je souhaite (que) (?) la tumeur (?) sèche ou (?) l'ampoule (?) sur le bout de ta mauvaise langue et qu'elle s'étende.»

    ●(1909) KTLR 2. al lian a astenne, atao. ●(1942) FHAB Gwengolo/Here 197. gant al labour-douar an holl izili a c'hoari a-bep eil hag e tigoront, e kaletaont, ec'h astennont, e startaont.

    (2) (en plt de qqn) S'allonger, s'étendre.

    ●(1909) NOAR 26. koll a rafen va amzer oc'h astenn a-nevez.

    (3) =

    ●(1978) BZNZ 95. (Lilia-Plougernev) Hag a neuze ar vag a veze peseurt e veze great dac'h an dra-se ? Roet skuilh dezhi, en adreñv hag en araog. Setu an dra-se astenne muioc'h c'hoazh. Reiñ pente d'ar vag, ar penn petamant a-dreñv.

    B. par ext. (en plt d'un mouvement, d'un groupe, d'une idée) Croître, grandir, prendre de l'importance, étendre son influence.

    ●(1912) BUAZpermoal 514. Dioustu an Urz neve a oe kavet mat gant ar pab Sixt V ; astenn a reas prim.

    III. V. pron. réfl. En em astenn.

    (1) (en plt de qqn, d'un animal) S'étendre, s'allonger.

    ●(1530) Pm 265 (Mab Den). Eynn guenn ho em astenn quentrat, tr. «De blancs agneaux s'étendent prématurément.» ●(1633) Nom 261a. Pandiculatio : s'estendre de tout son corps : en em astenn á chuen ez crochen.

    ●(1889) ISV 436. araog en em asten da gousket. ●(1897) EST 11. Lod (…) / hum asten ar en doar.

    (2) S'étirer.

    ●(1633) Nom 14a. Tendo : tendons : an gouaziet perè en em asten.

    (3) (en plt d'un mouvement, d'un groupe, d'une idée) Croître, prendre de l'importance, étendre son influence.

    ●(1877) EKG I 238. rak abaoue ar feiz ne deuz great nemed en em astenn hag en em grenvaat muioc'h-mui e Plougerne. ●(1894) BUZmornik 580. Evelse ive e lakeaz he Urs d'en em astenn enn eur feson burzuduz.

    ●(1911) BUAZperrot 184. An trede urz, dre he aked, a en em astennas ivez kenan. ●312. he devoa lakeat ar greden-ze d'en em astenn. ●520. o brud ne raio nemet en em astenn mui-oc'h-mui.

    (4) (en plt d'un pays, etc.) S'étendre.

    ●(1926) FHAB Here 362. An holl broiou a zo dindan e c'halloud a en em astenn beteg harzou ar bed.

    (5) En em astenn war : empiéter sur.

    ●(1869) TDE.FB 325b. La mer a empiété sur le rivage, tr. «ar mor a zo en em astennet war ann aot.»

    IV.

    (1) Lakaat an noz da astenn an deiz : voir noz.

    (2) Lakaat astenn d'he zavañjer : voir tavañjer.

    (3) Astenn ub. war e bevar ivin : voir ivin.

    (4) Astenn e vrec'h : voir brec'h.

  • astenn-gouzoug
    astenn-gouzoug

    m. =

    ●(1877) FHB (3e série) 3/23b. ne c'houlenne ket vel eget ober eun astenn-gouzoug var eur banne mad a vete.

  • astenn-ster
    astenn-ster

    m. (linguistique) Extension sémantique.

    ●(1931) VALL 286b. par extension (sémantique), tr. «dre astenn-ster.»

  • astennad
    astennad

    m. –où Action de s'étirer.

    ●(1919) DBFVsup 4a. astennad, m., tr. «action de s'étirer, soubresaut, course à toutes jambes.» ●(1927) GERI.Ern 29. astennad V[annetais] m., tr. «action de s'étirer, soubresaut.»

  • astennadur
    astennadur

    m.

    (1) Allongement, Extension.

    ●(1732) GReg 29a. Allongement, action d'allonger, tr. «Asténnadur.» ●(1774) AC 28. dre astennadur dreist vuzur eus ar vatrice, tr. «par l'extrême dilatation de la matrice.» ●63. an astennadur eus an anvelopou, tr. «l'extension des enveloppes ou membranes.»

    ●(1904) DBFV 12b. astennadur, tr. «extension, dilatation.» ●(1914) DFBP 13b. allongement, tr. «Astennadur.» ●(1920) MVRO 59/1a. astennadur ha grevusted ar c'hlenved-peultrin en Breiz. ●(1927) GERI.Ern 29. astennadur m., tr. «accroissement, extension.» ●(1931) VALL 597a. Prolongation, tr. «astennadur.»

    (2) Action de dégourdir.

    ●(c.1718) CHal.ms i. degourdissement, tr. «digrop' diourdissemant astennadur.»

  • astenner .1
    astenner .1

    m. –ion Personne qui amplifie, exagère.

    ●(1732) GReg 34b. Amplificateur, celui qui amplifie, & qui aggrandit les choses au-delà de ce qu'elles sont, tr. «astennèr. pp. yen.»

  • astenner .2
    astenner .2

    m. Extenseur.

    ●(1931) VALL 286b. Extenseur, tr. «astenner m.»

  • astennet
    astennet

    adj.

    (1) Étendu.

    ●(1499) Ca 13a. Astennet. g. estanduz.

    ●(1871) KTB.ms 15 p 61. Pa oa ar gwez holl astennet war ann douar ez oant c'hoas da fagodi. ●(1889) SFA 78. treustou koz astenned a-hed ar mogerriou.

    ●(1935) OALD 51/18. Pe vein ar en tresul, astennet mik ha iein.

    (2) Allongé.

    ●(1870) FHB 308/374b. astennet var he c'holc'het ha kousket en e gloz.

    ●(1955) STBJ 85. Met al lôn, astennet a-hed e lañjerenn, ne c'helle ket fichal.

  • astennidigezh
    astennidigezh

    f. Prolongation, prorogation.

    ●(1732) GReg 759b. Prolongation, tr. «astennidiguez a dermen.»

    ●(1927) GERI.Ern 29. astennidigez f., tr. «action d'étendre.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...